Preder

Geriadur ar vezekniezh

plaiewound, soregouli g.

Odead graet en amwiskadoù gant ur gwezher treloc'hel, gant pe hep koll danvez ; evit an organoù don, e komzer eus gouli pa vez ur boulc'h en amwiskadoù da heul un daraez igor (Gl.  traumatisme ouvert) ; hervez gwezher ha doare ar gouli e tiforc'her : g. brevadel pe dre vreviñ (Gl.  plaie par écrasement) ;  g. dantadel pe dre zantañ (Gl.  p. par morsure) ; g. diek (Gl.  p. atone), gouli na zedro ket nemeur na war c'hrevusaat, na war gleizennañ ; g. ebarzhus (Gl.  p. pénétrante) gouli graet gant ur c'hlav begek (goustilh, met ivez tach, spilhenn, draen) ;  g. fregadel pe dre fregañ (Gl.  plaie par déchirure) ;  g. gwanadel pe dre wanañ (Gl.  plaie par instrument piquant) ; g. krouizek (Gl.  p. anfractueuse), gouli direoliek e vrielloù ;  g. rastreuzus (Gl.  plaie en séton), gouli, forzh pe wezher a ve en e orin, o tremen dindan ar c'hroc'hen hep tizhout organoù all, dezhañ daou zigor, un enank (Gl.  entrée) hag un ec'hank (Gl.  sortie) ;  g. taravadel pe dre daravat (Gl.  plaie par frottement, sl. La07 46-48 ma kaver ur 15 verb, pep hini o verkañ neuz ha donder ar gouli) ;  g. troc'hadel pe dre droc'hañ (Gl.  plaie par instrument tranchant).

Kent War-lerc'h