Preder

Geriadur ar vezekniezh

phagocytosephagocytosisfagokitoz g.

A-berzh ur gellig, pakañ ha deloezañ rannigoù sonnel ; gant ar bevion unkelligel e talvez ar f. da euvriñ an danvezennoù magañ ; gant ar bevedegoù lieskelligel ez eo ar f. un argerzh difenn, ouzh ar garvevion pergen, araezet gant ar fagokit a-gevel gant an antikorfoù hag ar glokaenn : ar bakteri, eraozet gant an opsonineier (sl.  opsonine), deloc'het dre gimidrevn (sl.  chimiotactisme), a ya da lenañ ouzh ar fagokit (lankad ar glenañ) ; da heul, e vezont euvret, engronnet e-barzh vakuol ar fagokit (fagokitom, Gl.  phagocytome) ha traoliet eno gant enzimoù al lizozomoù (sl.  lysosomes, phagocytes).

Kent War-lerc'h