Kelligoù araezus da fagokitañ (sl. phagocyter), eleze da engronnañ ha da zistrujañ e-barzh o c'hitoplasm korfoù estren sonnel (kelligoù darallet, bakteri), hag int gwech heloc'h (granulokit pe mikrofag, sl. microphages, Ha monokit, sl. monocytes), gwech diloc'h e-barzh ar gwiadoù (fagokit mononuklear pe macrofag, sl. macrophages) ; dasperzhiañ a reont a) e difennerezh ar bevedeg e doare anspesadel (fagokitoz, pinokitoz), pe spesadel dre geveliñ gant al limfokit B ha T, b) e kennevid al lipid, ar protid hag ar glukid.