Preder

Geriadur ar vezekniezh

périarthriteperiarthritistroarzfo g.

Remm ec'harzel o tizhout teskad ar gwiadoù stirek en dro d'ur c'henvell ; an div furm paotañ eo 1) t. ar skoaz (Gl.  p. de l'épaule) (pe t. planken-paler, Gl.  p. scapulo-humérale), a c'hell bezañ rik, e dianlen ur stirennfo eus kouc'h ar c'hwelerioù (sl.  coiffe des rotateurs) pe eus ur yalc'hfo kefin, kevredet alies gant un artroz a 'r gouzoug pe un nervost skoazbrec'hel ; peurliesañ avat e tizh an danijenn holl dalennoù ar c'henvell, ken e reer arzfo ar skoaz eus t. ar skoaz boutin ha skoaz sonn eus an “troarzfo rik” (sl.  épaule gelée) ; 2)  t. al lez (Gl.  p. de la hanche), stirennfo pe stirennyalc'hfo trovalegel gant pe hep razekadurioù, oc'h erzerc'hañ dre ul laur us-trovaleg o saezhenniñ e lodenn diavaez ar vorzhed.

Kent War-lerc'h