Anaez dibaot, naouus, ent klinikel dre un azoniadur liesneuz, ouzh e ober teir elfenn sourus : un asikted vras, un derzhienn direoliek ha darallad ar stad hollek, ivez arouezioù un nervennfo liesel (laurioù kriz strewek, isteñv ar c'higennoù ha steuz an damougoù), erzerc'hadoù kroc'henel (dispuilhadoù eritematus pe purpurek, ozvennoù kalet ha heloc'h), tizhadoù lounezhel, analadel, koazhadel, kalongwazhiedel, lagadel, ha hogos bepred an dedro etrezek ar marv herrek pe herrekoc'h (etre sizhunvezhioù ha bloavezhioù) ; ent neuziadurel, dre anafoù talmerennfo hanrannel gant granulom trowazhiedel e rezh nozelennoù dasparzhet war an talmerennoù bas pe don, bihan- pe grenngavnez, rouestlet alies gant anforzhioù ha darvolloù ; ent nozografek, e renker an l. u. etouez kleñvedoù ar c'hollagen ha, nevesoc'h, e reer anezhañ ur c'hleñved a 'n hangaegemplezhioù (sl. angéite allergique, collagène : maladie du ∼, complexe immun, livédo, multinévrite, complexe immun, livédo, multinévrite).