Tommañ da 70-75°C e-doug 20 da 30 min ul liñvenn c'hoadus hag he yenaat trumm ; arloet ouzh al laezh, ar p. a zistruj an darn vuiañ eus an hadennoù kleñvedus (bazhilli an tifoid, ar c'holera, an dorzhellegezh), hep daskemmañ an danvezennoù proteek (darallet ar re-mañ gant ar birviñ), o kevaraezañ ur viridigezh 2 pe 3 devezh.