Preder

Geriadur ar vezekniezh

pasteurellosepasteurellosispasteurelloz g.

Termen milvezekniezh oc'h erdalañ ar gwadlestegezhioù gwadliñvek (tifoid ar marc'h, kolera ar yer, gwadlestegezh wadliñvek an dañvad, an ejen, ar moc'h, h.a.) kiriek dezho Pasteurella multocides ; teir furm p. denel ez eus : ar vosenn (kiriek dezhi Yersinia pestis), an dularemiezh (diwar Francisella tularensis) hag un trede, an hini nemeti skritellet pasteurelloz, ar p. diwar Pasteurella multocides, pell a vezañ ken grevus hag ar p. loenel, o tedreiñ gwech evel ur poread lec'hiek er poent enkorañ, gwech evel ur c'hrezennfo, ur pilhonfo pe ur wadlestegezh.

Kent War-lerc'h