Tanijenn lemm gronnoù louet an hirvel (louedempennfo izelañ lemm, Gl. polioencéphalite inférieure aiguë) o teraouiñ trumm dre ur c'hlopennad, trolernioù, laurioù er c'hilpenn ha diouzhtu goude seizi a 'r c'houel-stavn, a-wechoù seizi a 'n dremm, migevaot ha strafuilhoù a 'l lonkañ ; a-benn un nebeut devezhioù e tarvez direizhoù kalongwazhiedel, morvor hag ar marv ; anaez o tizhout an alkooleion pe o tedreiñ e-kerz ar poreoù yud, azoniad Landry pe kleñved Heine-Medin (sl. polioencéphalite).