Paouez ar gwerederezh tredanel ha treloc'hel er c'hentezoù ; emañ blivaerezh ar galon dindan ur gorvez ec'hamzalc'h kevreel gorrek ; dibad e vez a-wechoù an astal, eilvedel neuze d'ur pistriadur (brulu, kinidin), d'ar gwadusvec'h kaliom, da angwazhiad ar c'haher kalon pe d'un tredansak ; padek e vez peurliesañ, a orin dic'henezhadel gant an oadourion yaouank, e-kerz an diabet hag ar mideñvoù kaherel, o rekizañ en dro-se ensteudadur un tredanfraouaer ; e-kichen ar furmoù hollel e stader furmoù darnel, o tizhout ent hanbarek ar c'hentez dehou, o tarvezout da heul ur prantad hir a gentezkrehad gant gouziviaded un trapignaoued mintrek-tribroudek pe ur c'hahernaoued kalon (sl. activation, bloc sino-atrial, échappement, jonction atrioventriculaire).