Organ ar c'hleved, teir rann ouzh e ober : a) ar s. diabarzh (TA a. interna), loet er garregenn (TA pars petrosa ossis temporalis), anezhi ar milendall askornek (TA labyrinthus osseus) gannet gant ar milendall lienennek (TA labyrinthus membranaceus) o c'hoarvezout eus ar velc'houedenn (TA cochlea), organ ar c'hleved, hag ar c'hanolioù hantergelc'hiek (TA canales semicirculares) gannet gant ar sanioù hantergelc'hiek (TA ductus semicirculares), organ ar c'hempouez ; b) ar s. grenn (TA a. media), anezhi kavenn an daboulin (TA cavum tympani), lienenn an daboulin (TA membrana tympani) ha kelli ar vrennigenn (TA cellulae mastoideae), c) ar s. diavaez (TA a. externa), anezhi ode diavaez ar c'hleved (TA meatus acusticus externus) ha pleg ar skouarn (TA auricula).
NOTENN : E-barzh ar garregenn emañ ivez ode diabarzh ar c'hleved (TA meatus acusticus internus), kanol askornek digor e parzh adreñv uhelañ ar garregenn, ma tremen nervenn an dremm (VII), an nervenn etreat (VIIbis), an nervenn rakkambr-melc'houedenn (VIII) hag an dalmerenn stilhon-brennigenn (sl. conduit auditif interne : syndrome du ∼, nerfs crâniens, nerfs crâniens).