Aozadur kefridiel e Frañs amkanet da “eveshaat ouzh arzalc'h pennaennoù an divezegezh, ar gewerded, an emouestlañ rekis evit embreger ar Vezekniezh” ; frammet eo an Urzh e kuzulioù departamantel, ranndirel ha riezel dilennet o izili ; endalc'het e vez pep mezeg da vezañ enskrivet war daolenn an Urzh evit gallout embreger e vicher.