Dreist hon galloud e vije bet embann Geriadur ar Vezekniezh en un taol, pa vo ennañ etre 1 800 ha 2 000 pajenn, divizet eo bet enta kas ar mouladur dre rannoù evel ma voe graet evit Geriadur istorel ar brezhoneg. D’ober pep rann ez ay div lodenn : war ar 160 pajenn gentañ (moulet war baper gwenn) e vo un tamm eus korf ar Geriadur hag ar pajennoù da heul (moulet war baper a liv) a roy lec’h d’ur Gerva.

Korf ar Geriadur a c’hoarvez a velladoù titlet gant pep a dermen en o furmoù gallek, saoznek ha brezhonek, heuliet gant an despizadur brezhonek anezho. En tu all d’ar melladoù e vez isvelladoù renket ivez diouzh urzh al lizherenneg, graet gant bommoù gallek-brezhonek en dro d’un termen pe d’e zeveradoù. Pleustret e voe endeo hevelep klokadur dre isvelladoù e Geriadur ar Bredelfennerezh ma edo tennet ar bommoù skouer eus ar melladoù embannet el levr end-eeun. Gant Geriadur ar Vezekniezh e teuont ivez eus al levr a‑bezh, eleze eus ar rannoù bet embannet hag eus ar re diembann c’hoazh.

Ar Gerva zo roll brezhonek-gallek an termenoù mezegel arveret er Rann, anezho pe nevezc’herioù hag amprestoù, pe gerioù gwriziennet er yezh ha kemeret en ur ster arbennik. Talvout a ra ar Gerva da venegva war un dro pa vez klokaet pep enmoned ennañ gant daveoù da bajennoù ar Geriadur.

A bouez eo merkañ eo bet aozet ar Gerva gant ar preder da aesaat donedigezh ar remziad nevez er yezh skiantel.

  • Rann 1 A – Auscultation
  • Al levr : 2007-3, 222 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-66-6
  • Priz : 22 €
  • Rann 2 Auscultation – Chaîne
  • Al levr : 2008-4, 238 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-68-0
  • Priz : 22 €
  • Rann 3 Chaîne – Déplétion
  • Al levr :2009-4, 256 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-70-3
  • Priz : 22 €
  • Rann 4 Dépôt – Expressivité
  • Al levr : 2010-4, 256 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-72-7
  • Priz : 22 €

Setu embannet pevare levrenn Geriadur ar Vezekniezh galleg-saozneg-brezhoneg, Dépôt – Expressivité, ha lakaet e gouloù 640 eus an 2000 pajenn a yelo d’ober an oberenn.

Boulc’het ouzhpenn pemont vloaz ’zo, ez eo bet azveret ar Geriadur-mañ a-hed ar bloavezhioù a-geñver gant araokadennoù ar vicher ha dispakadur diskiblezhioù nevez evel an Hangaeoniezh hag ar Vevoniezh volekulel. A ziv lodenn e c’hoarvez pep Rann : ar 160 pajenn gentañ, moulet war baper gwenn, zo un tamm eus korf ar Geriadur. Hemañ a c’hoarvez a velladoù titlet gant pep a dermen en o furmoù gallek, saoznek ha brezhonek, heuliet gant an despizadur brezhonek anezho. En tu all d’ar melladoù e vez isvelladoù renket ivez diouzh urzh al lizherenneg, graet gant bommoù gallek-brezhonek en dro d’un termen pe d’e zeveradoù.

An eil lodenn moulet war baper a liv (85 anezho er Rann-mañ) a ro lec’h d’ar Gerva brezhonek-gallek eus an termenoù mezegel arveret er Rann, anezho pe nevezc’herioù hag amprestoù, pe gerioù gwriziennet er yezh ha kemeret en ur ster arbennik. Notet e vo un emdroadur e doare ar Gerva : a-dal d’un niver war gresk a dermenoù brezhonek e kaver kevatalioù gallek ha saoznek liesger hag a-geveskemm bommoù brezhonek dirak termenoù allyezh unger ’zo. An arouez eo emañ ar brezhonek o c’hounit un emrended c’heriadurel a live gant e emrended yezhadurel.

A bouez eo merkañ eo bet aozet ar Gerva gant ar preder da aesaat donedigezh ar remziad nevez er yezh skiantel.

  • Rann 5 Exsanguination – Homosexuel
  • Al levr : 2011-4, 248 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-74-1
  • Priz : 22 €
  • Rann 6 Homozygote – Lagophtalmie
  • Al levr : 2012 -4, 252 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-77-2
  • Priz : 22 €
  • Rann 7 Lait – Miliaire
  • Al levr : 2013-2, 250 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-79-6
  • Priz : 22 €

Gant ar Rann 7 emañ graet ouzhpenn an hanter eus Geriadur ar Vezekniezh. Ar 1220 pajenn embannet hon laka da verzhout spisoc’h tuioù gwan ha kreñv ar brezhoneg el lavar kempred.

Dilezet e-doug ur milved gant e yezherion kerkent ma vennent treiñ ouzh an dazont, e chom gantañ un dilañs na vo ket diverket diouzhtu. Burzhud eo avat ar gweleadoù danvez krai kousket en e gondon, hag int ken puilh m’emañ c’hoazh en e zeroù ar c’horvoiñ anezho goude daou gantved eztennerezh.

Daou orin ez eus d’ar barregezhioù a zo e kerz ar vrezhonegerion hiziv war dachenn ar gouzout hag an dezevout :

diouzh un tu, ar boniad loazioù lavarel gwerc’h, frank a bep plomadur hanezel, o c’houzediñ abaoe ar c’heltieg hag ar yezhoù evodet dioutañ,

diouzh an tu all, ar “yezh etrevroadel”, daskenvod birvidik amprestoù henc’hresianek ha latin ma voaz dezevourion hag imbourc’herion Kornog da buñsañ o c’hentaozadoù abaoe ar Grennamzer.

Goude ur prantad tastonerezh etre daou zurc’hadur, hollvrezhonekaat lavar ar skiant hag ar preder (hent kantradet gant Vallée), holletrevroadelaat an diskiblezhioù kempred e-maez al lennegezh, (diskoulm a guzulie Roparz Hemon), e tennomp hiziv da zibab un hent etre, anezhañ etrevroadelaat ar skritelloù (oksigen a lavarer ha n’eo ket trenkgan evel ma kinnige Vallée), brezhonekaat an dezevout, ac’hoel an unvezioù yezh o tec’heriañ kealioù (ne lavarer ket izoliñ evel ma alie Roparz Hemon, met disfuiñ, goubarañ, dredañ, emdennañ, digenveziñ, digempezhiañ, eskantañ, h.a. hervez an diskiblezh hag an arster).

N’eus ket eno ur reolenn strizh. E meur a zegouezh ma vije bet kenkoulz degemer an termen etrevroadel, en deus aozer Geriadur ar Vezekniezh divizet mont gant hent Vallée. Dre lies abeg, dreist holl en askont da resister ar c’hedrannoù brezhonek, (ar skalfad rakgerioù is-, gou-, ol-, lav-, endan-, da skouer, a-dal d’ar c’hevatalioù hypo-, sub-, sous-), pe c’hoazh da hirder an termenoù (lakaomp a-geñver elruz ha polycythémie, polycythaemia)…

Dalc’homp bezant en hon spered, evelkent, ne oufe ur geriadur savet en ezvezañs ur gevredigezh a yezherion bezañ estreget danvez ul lavar bev.

  • Rann 8 Miliaire – Osteite
  • Al levr : 2014-1, 240 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-81-9
  • Priz : 22 €
  • Rann 9 Osteo-artrite – Polyvalent
  • Al levr : 2015-5, 232 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-82-6
  • Priz : 22 €

« War raok ez a rann 9 Geriadur ar Vezekniezh. Hogos an 3/4 eus korf al levrenn ’m eus skridaozet. Degouezhet on gant plasma… Spi ’m eus e talc'ho va yec'hed betek Z… A du ’rall pa zegouezhin en tu all, e klevin gant Roparz Hemon : « Me, da nebeutañ, zo aet betek penn Geriadur Istorel ar Brezhoneg ! Ha n'out ket bet gouest d'ober eveldon ? »

(Guy Étienne, 19 Eost 2014)

Goude 60 vloaz a labour tenn evit reiñ un dazont d’ar brezhoneg eo aet Guy Étienne da anaon d’ar 6 Genver 2015.

Edo oc’h echuiñ rann 9 Geriadur ar Vezekniezh pa ’z eo klañvet. Chomet e oa digor e urzhiataer war ur bajenn eus al levrenn-mañ pa ’z eo bet klañvdiet en ospital Kemper. O tistreiñ d’e di e Kastellin d’an 2 Genver en doa spi da beurechuiñ unan eus e oberennoù meur : Geriadur ar Vezekniezh.

Al levrenn-mañ zo bet prientet d’an embann gant laz Preder.

Kendalc’het e vo da embann ar rannoù diwezhañ, eus Polyviscéral da Zymotique, o soliañ war an dielloù en deus lezet.

  • Rann 10 Polyviscéral – Récepteur
  • Al levr : 2017-4, 280 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-84-0
  • Priz : 22 €

E kentskrid Rann 1 Geriadur ar Vezekniezh e skrive Guy ÉTIENNE kement-mañ :

“Un atersig da glozañ ar c’hentskrid-mañ : o vezañ ma ’z eo nes da vann an debegezh ma welin embannet Rann diwezhañ Geriadur ar Vezekniezh, pe debegezh zo ma ve sammet ar bec’h gant chougoù yaouank?"

Dek vloaz diwezhatoc’h e c’hellomp respont ned eo ket ken yaouank-se choug Yann-Baol An NOALLEG, hogen sammet eo bet ar bec’h ha mennet eo an aozour-se da bengenniñ oberenn e geneil aet da anaon. Ar vadelezh he deus bet an Itron Gizella ÉTIENNE da lakaat en e gerz pemp klenkell — betek zygot- —, ma kaver un nebeut notennoù skrivet gant ur skriverez ha gant an dorn, eleze kent amzer arver an urzhiataerioù, gant koskor Preder da nebeutañ.

Dav teurel evezh avat, rak kalzik a frazennoù, a c’herioù zo bet dilezet ha kemmet da heul gant Guy ÉTIENNE ha gwell en deus kavet aozour ar Rann 10 soliañ war an nav Rann embannet betek bremañ.

Hag eñ ijinour war ar Gimiezh ha kelenner Jedoniezh, Yann-Baol An NOALLEG ned eo ket arbennikaet war ar Vezekniezh ha furoc’h en deus kavet reiñ da lenn ar Rann 10 d’ur mezeg. Hogen ouzhpenn 40 vloaz a eskemmoù etre kentrader ha kendalc’her Geriadur ar vezekniezh (sl. ar steudad LAVAR) o deus kevaraezet aozour ar Rann 10 bezañ e-tailh da “sammañ ar bec’h war e choug".

  • Rann 11 Récepteur – Spectrine
  • Al levr : 2020-4, 296 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-87-1
  • Priz : 22 €

Setu 11vet Rann Geriadur ar Vezekniezh, o tont er-maez tri bloaz war-lerc’h an 10vet Rann. Dre genderc’hel labour Guy ÉTIENNE e tiskouez Yann-Baol AN NOALLEG en deus ar brezhoneg tizhet ul live geriadurel kevaraezus da sevel oberennoù e diskiblezhioù ken arbennikaet hag ar Vezekniezh, hep bezañ mezeg e unan. An un stadadenn a oa bet graet a-gent evit ar Gimiezh, pa weler ez eus bremañ tud varrek da embann labourioù war an diskiblezh-se, er yezh resis diazezet gant aozer al levr-mañ. Hep ket a var e welimp kent pell ivez, muioc’h- mui, pennadoù a-zivout kraf pe graf a Vezekniezh, en ur yezh ken resis all. Tu zo enta da lavarout ez eo “saveteet” ar brezhoneg : Preder en deus kendaolet da grouiñ ar binvioù rekis da genderc’hel gant herouezadur hon yezh ha, nep piv bennak a gemer ar boan d’emstummañ en un doare sirius dre harpañ war steudad al Lavaroù, war ar geriadurioù arbennikaet embannet gant Preder, ha levrioù all ivez, zo e-tailh da grouiñ oberennoù kevatal evit arbennigiezhoù all.

Hogen gant an dud emañ an dalc’h. Neoazh, fiziañs a c’haller kaout pa weler ar preder a vez kemeret gant dazont ar vro. Teñval an dremmwel koulskoude ha nerzhoù kontrol a weler o krozal c’hoazh. Er blegenn arvarus ma emaomp, emañ retoc’h eget biskoazh emstummañ war a bep seurt danvezioù, ha krouiñ ar sternioù a gemero e karg an ensavadurioù a vo diziouerus evit derc’hel ar vro en he flom.

  • Rann 12 Spectrographie – Tuberculine
  • Al levr : 2021, 296 p., 15,5 x 22 cm, ISBN : 978-2-901383-89-5
  • Priz : 22 €

Setu 12vet Rann Geriadur ar Vezekniezh, pengennet en amveziadoù iskis ha digunvez. Aozer ar Rann-mañ en deus stadet diouzhtu ne oa ket anv eus koronaviruz er Rannoù kent. Ha padal emañ an enmoned Coronavirus en embannadur 1985 ar Garnier-Delamare hag er Flammarion 1975 e kaver ivez Coronaviridæ, ur seurtad viruz RNA kiriek da “frifoioù ha fric’hargadennfoioù an oadourion yaouank”. Tra ken. N’eo ket al lec’h amañ da zezrannañ an darvoudoù, hogen diaes e vo gwelout un nebeut aozadurioù yec’hed er par bedel, europat pe riezel, en hevelep doare hag a-raok. Heñveldra, an holl gwitibunan o devo klevet komz eus divoudoù o tennañ d’ar Vezekniezh, ar viruzoù, ar vaksinoù, an RNA kannad, an hangae, h.a. A zo muioc’h : ar c’hudennoù yec’hedel o deus kemeret ul lec’h gourfouezus e leviadurezh ar Stadoù, bennozh d’an araez gweredus meurbet a zo aon an dud rak ar c’hleñved, ha rak ar pezh a zo finvez diwezhañ mab-den.

An oberenn, boulc’het 17 vloaz ’zo gant Guy ÉTIENNE ha kendalc’het gant Yann-Baol An NOALLEG, a gemer neuze ul liv hag ur pouez nevez gant an darvoudoù. E teu enta da vezañ ur benveg a gevaraez meizañ pezh a hañval bezañ degaset gant an tonkad. Hep ket a var e vo dav klokaat eil maladur Geriadur ar Vezekniezh. Gortozomp, avat, ma tremeno an amzer war-benn dilavañ lanv an darvoudoù liesseurt.

Ur spi hon eus : lakaat galvedigezhioù da sevel er yaouankiz evit ma teufe ar Vrezhoned da emouestlañ en un diskiblezh a oa un arbennigiezh uhel pleustret gant hon diagentidi. Ra savo mezeion, enklaskerion war a bep seurt diskiblezhioù, sed ar pal a vukomp outañ a-zevri.

  • Rann 13 Tuberculisation – Zymotique
  • Al levr : 2022, 15,5 x 22 cm
  • Priz : 22 €

Rann 13 Geriadur ar Vezekniezh a verk diwezh un hir a avantur. Guy Étienne, studier war ar Vezekniezh e Paris, a gemere e notennoù e brezhoneg war-eeun. E 2007 e voulc'has skridaozerezh an oberenn dre ziazezañ war labourioù e ziagentourion, Vallée, Hémon, war skoazell hep he far Goulven Pennaod ha war e anaoudegezh don eus ar yezhoù hag eus ar yezhoniezh, hep ankounac'haat ar c'henlabour diastal gant izili Preder, an holl anezho gwriziennet en un deodyezh lec'hel hag o vestroniañ ar brezhoneg arnevez kempred. Menegomp Alan E. Ar Berr (aozer gant Gab Cherel ar Geriadur ar Verdeadurezh (2004)), Gab Cherel (An Ardivink denel (1969)), Yann-Baol An Noalleg (aozer lies geriadur ha levr, Geriadur an Armerzh, Fizik, Kimiezh, Jedoniezh, Keginouriezh, Jederezh, h.a. Ezel Bodad skridaozañ ar gelaouenn skiantel ΣΚΙΑΝΤ eus 1996 da 1999. Ha barzh ivez).

D'ar 6 Genver 2015, war-lerc'h 60 bloavezhiad a labour tenn ez ae Guy Étienne da anaon, e-doug skridaozerezh Rann 9 Geriadur ar Vezekniezh. Kerkent e stage skipailh Preder ganti evit pengenniñ ar Rann-se. Ha diouzhtu war-lerc'h e kemere Yann-Baol an Noalleg ar bec'h war e choug, e sell da genderc'hel hag echuiñ al labour pouezus-se. Anv ebet d'e lezel e skourr ! N'eo ket bet aes bepred, aze emañ an disoc'h avat (trugarez da Marie-France ha Mikael Coïc evit o reizhadennoù). Ha bremañ hon eus un oberenn ramzel, dezhi 15 506 enmoned, a vo lakaet war load PREDER, d'an dud da gas dimp o vezhiadennoù.

Splann eo ar pal : e-kerz an hanter gantved tremen en deus PREDER diazezet un nebeut araezioù a amparo sol diorreidigezh dazont hon yezh hag ivez sol hon dazont evel stroll denel war startaat ent politikel hag ent kevredigezhel. Adalek bremañ emañ ar vrezhonegerion yaouank o krouiñ liammoù strizh gant izili kozh PREDER, hag en doare-se e c'hellont kreñvaat o anaoudegezhioù, bennozh d'an holl labourioù hegerz, ent dibarek steudad al LAVARoù, a zo an niverenn 21 war-nes bezañ prest d'an embann.