• Aozer : Gab CHEREL, Alan E. AR BERR
  • Al levr : 2004 - 4, 510 p., 15,5 x 22 cm, ISBN 2-901 383-60-2
  • Priz : 25,00 €

E div yezh : galleg, brezhoneg

Geriadur ar Verdeadurezh zo frouezh un imbourc’h stroll kaset e-doug un ugent bloavezh dindan renerezh daou verdead. Ar c’hendalc’h eo d’al labour sevenet gant an diaraogerion a daolas diazezoù brezhoneg ar mor, Loeiz ANDOUARD da gentañ penn.

Ne verdeer ket e 2004 evel ma raed pemont vloaz ’zo strivet ez eus bet da zastum el levr ar gerioù hag an troiennoù arbennik o tennañ d’an holl arvezioù eus buhez an dud a vor hiziv, o terc’hel kont eus an araokadennoù c’hoarvezet er skiantoù klasel evel an hinouriezh pe ar voroniezh ha, kent pep tra, en diskiblezhioù nevez ez eo kimiezh an dafarennoù ha dedalvezadur an elektronik d’an emgefren ha d’ar c’hehentiñ.

E pep yezh, muioc’h c’hoazh en ur yezh war ziorren evel ar brezhoneg, eo an arverañ a bourchas d’ar gerioù o buhez dre zispakañ diwarno durc’hadurioù ster nevez, fiñvus bepred.

Ur roll sec’h a c’herioù distag ne oufe reiñ nemet poentoù loc’hañ. E Geriadur ar Verdeadurezh, emañ an darn vuiañ eus an enmonedoù skoueraet gant arroudoù troet diwar skridoù an arbennigourion. Dre se eo spi an aozerion bezañ kinniget, e stumm troiennoù ha frazennoù, un egin eus lavar arnevez ar mor en hon yezh.