br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Action spécifique.spezifische Aktion.specific action.gwered spesadek.

Termen arveret gant Freud e Brastres ur vredoniezh (Entwurf einer Psychologie, 1895). Daou zoare en deus ar bevedeg da ziskargañ ar broudadoù endeuat :

pe diouzhtu, diwar-bouez erwezhiadoù anspesadek (from, garmoù, h.a.), a zo ur respont digevazas ha na zireont ket ar broud ;

pe diwar-bouez ur gwered spesadek, kevazas, o tiren an tennder.

Evit ma ve kaset da benn ar gwered spesadek, e rank bezañ un ergerc’henn spesadek hag un niver amveziadoù diavaez (degas boued da skouer mard eo an naon an ezhomm). Evit ar vagadell, en askont eus he ankalez orin, ez eo ar skoazell diavaez an amveziad kentañ diziouerus da walc’hadur an ezhomm. E-se e lak Freud an termen gwered spesadek da aroueziñ ken teskad ar gwezhiadoù ez eo drezo kaset an ober-gwalc’hañ da benn, ken an emell diavaez, ken an daou war un dro.

Ampleget eo ar gwered spesadek gant ar buhezad boziañ.