br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


accusé de réceptionacknowledgementkesouen g. ―où degemer

Stlennad ec'hodet en erdu ur c'hendehaezer emeur o paouez degemer ur c'hemennad digantañ evit gouzav dezhañ ez eo bet paket reizh ar c'hemennad. Bez' e c'hell bezañ un arhent boneget ec'hodet gant un dermenell baker, pa drehent ar stlennadoù dre ul linenn, war-benn kelaouiñ an ec'hoder ez eo bet savelet reizh an ere ha degemeret ar c'hemennad treuzkaset. Er mod treuzkas leddivblezh, e ra an arhent d'an treuzkas tuginañ. An ec'hoder a arre e gemennad keit ma n'en deus ket paket an arhent kesouen degemer, arouezet peurliesañ dre ar berradur saoznek ACK. Bez' ez eus ivez ur c'hesouen degemer nac'hek NAK o c'houzav d'an ec'hoder ez eus ur fazi er c'hemennad treuzkaset.

Sl. [caractère accusé de réception &]