Preder
générateur de système expertgeneric system expert toolganer kevarouezer ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad ostilhoù meziantel en araez da sevel kevarouezerioù spesadel. Emellout a ra ar ganer kevarouezer e lankad deouiziañ ar c'hevarouezer peurgetket, e danzen ar gouezvon keñverek hag e gwiriañ ar c'hevanlen anezhañ. Savelañ a ra ivez ar c'hetalioù war un dro gant an araezioù keweriañ hag argerzh kadaviñ ar roadennoù.

système expertexpert systemkevarouezer g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad meziantoù o korvoiñ gouezadoù o tennañ d'un domani dibarek hag o tegouezhout gant disoc'hoù heñvel ouzh re ur c'hevarouezour.

O soliañ war galvezderioù an naouegezh alvezel, e c'hoarvez ar c'hevarouezer eus :

~ un trevnad emziviz ;

~ un bon gouezadoù pe gouezvon, trevnad reolennoù ha trareolennoù a ya d'ober chem ar c'hevarouezer ;

~ ur bon devoud, anezhañ roadennoù spesadel ar gudenn desellet ;

~ ul lusker treren, o tewezhiañ roadennoù ar bon gouezadoù hag o savelañ bellerezhioù ha darnoderezhioù arverañ an kez gouezadoù.

Tachennoù dedalvout ar c'hevarouezerioù a ya war baotaat : adalek ar gwellekaat an imbourc'h war an tireoul betek an ergrafañ ameilet dre urzhiataer pe mererezh ar gouzeuladoù kevredigezhel, gwirioù an diwaziaded, trezalc'h ar strammoù greantel, h.a.