Steudad an argerzhioù enzimatek o treuzfurmiñ ul liñvenn vevel en ur sonnenn pe un damsonnenn gaotek ; kaoulediñ ar gwadveiz, anadenn blasmatek, o klokaat ar gwadkaeañ kentael, zo eil lankad ar wikefre herzel ouzh ar gwadliñv.
Kaoulediñ daleet a stader gant an amwadoù grevus hag an hemofiliezh : amzer o devez an hemati da c'houzediñ, ken e c'hoarvez ar gaouledenn eus ul lodenn grec'h arwenn, treuzluc'h, pladanoù ha leukokit anezhi, hag ul lodenn draoñ, ruz, demer, an hemati ouzh he ober.
Elfennoù o tasperzhiañ e kaoulediñ ar gwad, proteinoù plasmatek an darn vuiañ anezho ; arouezet int bet gant ur c'hengor etrevroadel a 'n destladur dre un heuliad sifroù roman eus I da XIII ; dre ar lostrann a ez arouezer ar furmoù blivaet anezho, piaouer da berzhioù treluskañ pe da gedparennoù, sl. : parenn Xa (sl. cofacteur).
Hentenn amkanet da andalañ, e plasma ar gwad, bec'h ar 4 farenn gaoulediñ (protrombin, prokonvertin, parenn antihemofilek B ha parenn Stuart), a zo dindan wered ar vitaminKdolc'herioù. Muzuliañ a reer buanez kaoulediñ e 37 ∘ C ar plasma bet kitratet ha mesket gant kediuzenn Owren, o c'hoarvezout peurgetket eus kefalin, tromboplastin goarwered ha kloridenn galkiom. Ent reol e pad ar c'haouledadur 35 eilenn. Ar prouad-se, aes da embreger, a vez ergemennet evit eveshaat gweredoù enepkaoulediñ ar vitaminKdolc'herioù. Bastus e ve an kez gweredoù pa vez disoc'hoù prouad Owren er gavael 10 da 25 % eus ar werzhad reol. Hogen, evel muzuliañ amzer Quick, ne imbourc'her gant prouad ar parennoù kaoulediñ nemet ur gennad eus ar c'haoulediñ ha ne ditour ket ar gaouledusted hollek.