Preder
(zone) intermé­diaireardreuziñ (tachad —) ― Gerva an drevoniezh
anticyclone = zone anticyclonique, zone de haute pressionuhelvan g. -où ― Geriadur ar verdeadurezh

La pression atmosphérique au niveau de la mer n'est pas la même au même instant en tous les points de la surface terrestre. Il y a des zones où la pression est relativement basse, il s'agit des dépressions, et des zones où la pression est relativement élevée, il s'agit des anticyclones.

E live ar mor, n'eo ket an aerwask hegement e pep lec'h er bed hag e pep koulz. Tachadoù ez eus ma vez izel ar gwask : an izelvanoù ; ha tachadoù ma vez uhel ar gwask : an uhelvanoù.

champ, zonefieldmaez g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Parzh eus ul lerc'hwezad a zo ennañ ur roadenn a rizh lavaret, pe un teskad roadennoù mezereet. Da skouer, un ditour en areg kuntellañ zo ennañ ur maez kelig, ur maez boneg niñvadur, ur maez niñvuzenn. Rezhiennad an un ditour en ijinenn a c'hoarvezo eus ur maez boneg niñvadur hag ur maez ennegadur.

corps ciliaire, zone ciliaireciliary bodykorf ar saeoù, korael b. ― Geriadur ar vezekniezh

Rann eus gwazhiedsae (Gl.  tractus uvéal, uvée) ar voull lagad e stumm ur walenn loet etre ar ganevedenn hag an dolgennsae, ouzh he ober kigenn ar saeoù (Gl.  muscle ciliaire) hag askouezhioù ar saeoù (Gl.  procès ciliaires).

manœuvre : zone de , zone de travailscratch area, work locationmaez g. ―ioù darbar, maez labour ― Geriadur ar stlenneg

Tachad miret er vemor evit kadaviñ an disoc'hoù etreat, an arstalennoù riñvañ, h.a.

téléport, zone de télécommunications avancées, téléparcteleportteleporzh g. ―ioù, pellgehentva g. ―où araokaet, pellstalaz g. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad kehenterezh a-c'hourfell desezet en ul load gwarezet (ereoù dre amgerc'hell, stalaz stignoù) o lakaat e kerz ur stroll prevez koumananterion kement gwazadur treuzkas o revout.

zone ― Geriadur ar stlenneg
  • ―d'un support de l'information laissée vierge de toute inscription tachad lezet diskriv en ur skor stlenn [espace interfichier]
  • ―de manœuvre, ―de travail maez darbar, maez labour [manœuvre : zone &]
  • ―de télécommunications avancées teleporzh, pellgehentva araokaet, pellstalaz [téléport &]
  • ―mémoire maez memor [boîte aux lettres]
  • ―spécifique de la mémoire maez spesadel eus ar vemor [sauvegarde du contexte]
  • aligner des caractères sur des positions particulières dans une ― desteudañ nodoù diwar savlec'hioù dibarek en ur maez [cadrage]
  • balayage d'une ―de mémoire c'hwilerviñ ur maez memor [balayage]
  • elle comprend des ―s inaccessibles et des ―s protégées enni maezioù dreist haeziñ ha maezioù gwarezet [monnaie électronique]
  • elle peut aussi être répartie sur une ―ou la totalité d'un écran ou d'une page astennet e c'hell bezañ ivez d'ur vaezienn pe da c'horreenn a-bezh ur skramm pe ur bajenn [matrice de points]
  • isoler tout ou partie d'information dans une ―de mémoire goubarañ an holl pe un darn stlenn en ur maez memor [masquage]
  • ordinateur utilisant alernativement deux organes, deux ―s de mémoire urzhiataer oc'h arverañ a bep eil daou organ, daou vaez memor [bascule]
  • refermer la ―de dialogue klozañ ar maez emziviz [annuler]
  • suppression des informations contenues dans une ―mémoire lemel ar stlennadoù bezant en ur maez memor [effacement mémoire]
zone ― Geriadur an armerzh
  • (général) rann b. ; tachad g. ; amgant g. ; parzh g. ; gourizad g. ; kelc'henn b. ; maez g. ; maezienn b. ; -va g.
  • zone agricole tachad gounezel ; trevrann b.
  • zone contiguë tachad kefin ; kefinva ; kefinbarzh
  • zone cotonnière, du blé, du maïs, laitière, maraîchère kotoñsrann, edrann, maizrann, laezhrann, legumeg b.
  • zone d'exploitation tachad korvoiñ
  • zone d'extraction eztennva
  • zone d'influence holgant g.
  • zone industrielle greantva
  • zone maritime, suburbaine, urbaine gourizad arvor, gourizad amgêrel (amgêr b.)
  • zone pétrolière tireouleg b. -i
  • zone piétonnière troadva g.
  • zone privilégiée, protégée tachad brientek, gwarezet
  • zone de végétation struzhparzh
  • zone tempérée, intertropicale kelc'henn gerreizh, etretrovanel
  • (monétaire) zone monétaire tachad moneizel ; moneizva g. ; zone dollar dollarva
  • zone franc lurva
  • zone franche tachad frank ; frankiz b. ; frankva g.
  • (informatique) maez g. ; maezienn b.
  • zone de mémoire maez memor
  • zones protégées maezioù gwarezet
  • une zone ou la totalité d'un écran ur vaezienn pe ar c'horreenn a-bezh eus ur skramm.
zonearea, zonetachad g.-où, gorread g.-où, gennad g.-où, maez g.-ioù ― Geriadur ar mediaoù
  • ~ baignée de lumière pool of light, light pool lijorenn b.-où c'houlou, poulluc'had g.-où
zone ― Geriadur ar verdeadurezh
  • ~ anticyclonique uhelvan g.-où ; (sl. anticyclone)
  • ~ climatique hinbarzh g.-ioù
  • ~ côtière arvor g.-ioù, gourizad g.-où aodel
  • ~ critique parzh g.-ioù eizik
  • ~ dangereuse lec'h g.-ioù arvarus, lec'h dañjerus
  • ~ de basse pression izelvan g.-où ; (sl. dépression ; sl. ~ dépressionnaire )
  • ~ de convergence intertropicale tachad g.-où kengerc'h etretrovanat
  • ~ de déferlement de la houle # barre rollvan g.-où an houl
  • ~ de haute pression uhelvan g.-où ; (sl. anticyclone)
  • ~ de hauts-fonds balac'h g.-ioù
  • ~ de navigation tachad merdeiñ
  • ~ de protection des baigneurs tachad gwareziñ ar gouronkerion
  • ~ de séparation du trafic tachad rannañ an treizhid
  • ~ de transition tachad ardreuzat
  • ~ dépressionnaire izelvan g.-où ; (sl. dépression ; sl. ~ de basse pression)
  • ~ interdite tachad berzet
  • ~ libre de tout danger tachad frank
  • ~ maritime morva g.-où
  • ~ morte tachad marv
  • ~ tempérée hinbarzh g.-ioù kerreizh
zonezonetachad g., takad g., parzh g., kelc'henn b., -va g., -van g. ― Geriadur ar vezekniezh

Parzh, rannbarzh dezvonnet war ur c'horreenn, ur c'horf. —  tachad delankañ (Gl.  z. de déclenchement Sz.  trigger zone ) : tachad usvroudadusted, ar fraouaat anezhañ o telankañ un erzerc'had grezvarrek (barrad droukfell, nervost). — tachad erogen (Gl.  z. érogène Sz.  erotogenic zone ) : nep lec'hienn eus ar c'horf e tro da vezañ sez d'ur broud a rizh revel. —  ardreuzva (Gl.  z. transitionnelle Sz.  transition zone ) : parzh ardreuzadel, ma tremener eus ur metoù d'unan all. Er ferenn, da skouer, en ardreuzva ez emdreuzfurm ar c'helligoù epitelel tamm ha tamm e gwiennoù ar ferenn. —  kelc'henn drovanel (Gl.  z. tropicale Sz.  tropical zone ) : rannbarzh eus gorre an Douar etre Trovan ar C'hrank ha Trovan ar C'havr, naouus dre un hinad tomm. Un arb enni giezh eo ar vezekniezh trovanel .

zone ciliaireCORPUS CILIAREkorf g. ar saeoù. ― Geriadur ar gorfadurezh
zone code opérationoperating code fieldmaez boneg niñvadur ― Geriadur ar stlenneg

Lec'hienn a zo enni boneg arouezel pe zaouredel un ditour en areg kuntellañ pe en areg ijinenn.

zone commentairecomment fieldmaez askelenn ― Geriadur ar stlenneg

Bodad savlec'hioù amberzet en ur goulev war-benn reiñ kel eus kefridi an argemmennoù, rizh an treol arveret, aozioù an arver. Talvout a ra an askelennoù da aesaat lenn ha kompren ur goulev ha n'o devez roll ebet en treuzodiñ nag en erounit anezhañ.

zone cutanée lisse du canal analZONA HEMORRHOIDALISriblenn b. a-wazrudez. ― Geriadur ar gorfadurezh
zone d'industries pétrolièrestireoulva g. -où ― Geriadur ar gimiezh
zone de dialogue, fenêtre de dialoguedialog box, dialog zonelog b. ―où emziviz, maez emziviz ― Geriadur ar stlenneg

Stern ma teu war were ur c'hemennad oc'h aliañ an arveriad da zervaat ur gwezh pe da ziuz un dibarzh.

zone érogène, corpuscule du plaisirblizeraezer ― Gerva an brederouriezh
Zone érogène.erogene Zone.erotogenic zone.tachad erogen. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Kement lec’hienn eus an amwiskad kroc’hen ha glaourgenn e tro da vezañ sez d’ur broud a rizh revel. Ent spesadekoc’h, rannbarzhioù a zo dre berzh arc’hwel sez d’ur seurt broud : tachadoù ar genou, ar fraezh, an tachad kantroazh-genel, ar begoù bronn (sl. ÉROGÈNE).

Freud a astenne an erogended d’an organoù diabarzh zoken. “Evit komz didro, ar c’horf a-bezh zo un tachad erogen.” Tachadoù ’zo neoazh a hañval bezañ “raktonket” d’an arc’hwel-se. En oberiezh sunañ, an tachad genou zo desavelet dre berzh ar beved d’e arc’hwel erogen ; pa suner ar meud, hemañ en deus perzh er broud revel evel “eil tachad erogen, zoken a dalvoud bihanoc’h”. Andon eo an tachadoù erogen d’al luzadoù darnel diseurt (enerotegezh, sl. AUTO-ÉROTISME ; PULSION PARTIELLE). Desavelañ a ra pep hini gant spesadegezh bras pe vrasoc’h ur rizh ’zo a bal revel.

zone étiquettelabel fieldmaez kelig ― Geriadur ar stlenneg

Maez en ul listenn ma vez lakaet an naoudi o talvout da zerc'hennañ ar savlec'h memor merket gantañ.

Zone hystérogène.hysterogene Zone.hysterogenic zone.tachad histerogen. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Nep lec’hienn eus ar c’horf o deus Charcot, ha Freud da c’houde, diskouezet e oa, e degouezhioù ’zo a zarfell amdreiñ, sez da anadennoù eraeziñ dibarek ; doareet gant ar c’hlañvour evel laurek, e vez al lec’hienn-se evit gwir pa imbourc’her kevannodet gant al libido, ar broudañ anezhi o tevoudañ ersavioù nes d’ar re degaset gant ar blijadur revel hag o vont gwechoù ’zo betek ar barrad darfell.

Un tachad histerogen zo ul lec’hienn eus ar c’horf deuet da vezañ erogen. Freud, e-barzh Drei Abhandlungen zur Sexualtheorie (1905), a lak pouez gant an devoud “ez eo heñveldoare an tachadoù erogen hag an tachadoù histerogen”. Diskouez a ra e c’hell pep tachad eus ar c’horf dont, dre berzh un treuzlec’hiañ diwar ar rannbarzhioù a zo o arc’hwel pourchas bliz revel, da vezañ erogen d’o zro. Gweredus dreist eo seurt argerzh erogenaat gant an darfelleg. Desavelet e vez doareoù an treuzlec’hiañ gant istor ar gouzrec’h. Dizoloet e voe an arvez-mañ gant Freud e-ser bredelfennañ Elisabeth von R. : “Ar glañvourez a’m souezhas da gentañ o reiñ da c’houzout e ouie erfin perak e loc’he bepred al laur diwar ur poent resis eus he morzhed dehou hag e oa an taerañ eno. Al lec’h eo end-eeun ma veze he zad bep beure o harpañ e c’har goeñvet pa gemme-hi al lienadur. Kement-se he doa graet ur c’hant gwech bennak ha, tra heverk, tro ebet betek an deiz-se n’he doa soñjet keñveriañ an daou zevoud ; degas a rae din eno an displegadur eus furmidigezh un tachad histerogen amrizhek.”

Ober a c’haller ivez gant ar gerluniad brezhonek darfelleiat “gantañ ar perzh genel ersavioù darfell”.

zone marginale de LissauerFASCICULUS DORSOLATERALIShordenn b. gostezel a‑gein. ― Geriadur ar gorfadurezh
zone opérandeoperand fieldmaez niñvuzenn ― Geriadur ar stlenneg

Lec'h un ditour en areg kuntellañ pe en areg ijinenn evit ennegoù niverel pe arouezel an niñvuzennoù diseurt.

zone orbiculaire de l'articulation coxo-fémoraleZONA ORBICULARISriblenn b. gelc'hennek. ― Geriadur ar gorfadurezh
zone sus- et rétro-turbinaleRECESSUS SPHENO-ETHMOIDALISaskev g. genneg-sileg. ― Geriadur ar gorfadurezh
zone sus-turbinaleSULCUS OLFACTORIUSnant g. ar c'hwesha. ― Geriadur ar gorfadurezh
zone tampon, tamponbuffermaez skurzer, skurzer g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Maez memor o tegemer ent padennek roadennoù war dreizhidañ.

zone vestibulaire du quatrième ventriculeAREA VESTIBULARISgorread g. ar rakkambr. ― Geriadur ar gorfadurezh
zone, champfieldmaez g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg
  1. Bodad savlec'hioù er vemor, war ul listenn, h.a., a zo enno stlennadoù a un ster.

  2. Rann eus ur rouedad despizet gant an ardead ma voder trobarzhelloù d'o lakaat haezadusoc'h.

ZONE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

la satisfaction de la zone érogène était étroitement associée à la satisfaction du besoin de nourriture, edo boziadur an tachad erogen kevreet strizh ouzh gwalc’hadur an ezhomm magadur (sl. ÉTAYAGE) ; la zone anale, de même que la zone labiale, est appropriée, par sa situation, à permettre un étayage de la sexualité sur d’autres fonctions corporelles, azas eo tachad ar fraezh, tachad an divweuz, dre berzh o lec’hiadur, da lakaat ar revelezh e gouskor arc’hwelioù korf all (sl. ÉTAYAGE) ; zone orale, anale, urétro-génitale, mamelon, tachadoù ar genou, ar fraezh, an tachad kantroazh-genel, ar begoù bronn (sl. ZONE ÉROGÈNE).

zone : phénomène de ∼zone phenomenonanadenn b. dachad ― Geriadur ar vezekniezh

Ezvezañs a zazgwered un antikorf spesadel gant e antigen keñverek e daou zegouezh : a) emañ feur an antikorfoù re uhel ha b) pe re izel. War grommemm derc'h ennañ an dierc'hiñ pe an dazgludañ e lakaer war wel tri zachad, an hini kentañ anvet raktachad , an eil anvet tachad kevatalded hag an trede, an diandachad . A se e komzer a anadenn ar raktachad hag a anadenn an diandachad (sl. prézone : phénomène de prézone ou phénomène de prozone )