Hollad an elfennoù korfadurel loet etre ar milendall lienennek hag an droenn ividig uhelañ, o, c'hoarvezout eus an nervenn gempouez-kleved, ar rizennoù mel ar pevare kambr, al lietenn gostezel hag ar c'horf glinek kreizel.
Hollad ar c'hanolioù ma red ar vestl.
Pennforzh ar vestl (Gl. voie biliaire principale Sz. bile duct ) : lodenn eus ar forzh vestl ec'havuel etre kember an div san avu hag an daouzegenn, ouzh e ober enta : san voutin an avu betek difourk ar san gellenn, hag ar san vestl adalek an difourk.
Forzhioù bestl ec'havuel (Gl. voies biliaires extrahépatiques ) : lodenn eus ar forzhioù bestl en ardraoñ da borzh an avu, ouzh he ober : ar bennforzh vestl (san voutin an avu, san vestl) o vont eus an avu d'an daouzegenn, hag an adforzh vestl (kellenn vestl, san gellenn) skourret en amdreug ouzh ar bennforzh.
Forzhioù bestl enavuel (Gl. voies biliaires intrahépatiques Sz. bile ductules ) : lodenn eus ar forzhioù bestl lec'hiet e diabarzh an avu, graet gant bleñchennadur ar c'hanolioù kevelat da varroù ar wazhienn borzh, o tisoc'h er c'hanolioù rannel, o unan o kemberañ d'ober sanioù kleiz ha dehou an avu.
| forzhioù bestl | Enavuel |
|
|
| ec'havuel |
|
|
|
|
|
||
Hollad al luniadoù korfadurel o kas an daeroù adalek sac'h an daeroù betek ode draoñ ar fri, anezhañ : poentoù an daeroù, loet war ribl rez an div valvenn en o farzh diabarzh, hiraet gant kanoligoù an daeroù krec'h ha traoñ endalc'het e parzh diabarzh ar malvennoù, an div ganolig-se o kemberañ en ur genganol a zifourk e sac'h an daeroù. Hounnezh, lec'hiet e nant an daeroù, a gendalc'h dre san a-fri an daeroù, o tifourkañ he unan e kavennoù ar fri.
Hollad an elfennoù korfadurel lec'hiet etre ar glaourgenn c'hwesha ha kreizennoù eilvedel ar c'hwesha, anezhañ : neuron trobarzhel, ognonenn ar c'hwesha (kelligoù mintrek), troenn ar senklenn hag ar wrimenn greizel, ar rizenn a-zibenn, ar grommenn, ar pennmarc'hig, pempilh ar pennmarc'hig hag ar freilh araok.
Luniadoù nervel treuzkas o ren an eraezadenn weledel eus al luc'hsae d'an dolbezenn gilpenn, anezho : kranennoù kelligoù kangrennel al luc'hsae (eil neuronenn) o vont da amparañ an nervenn weled, gweltre ar gweled, stirad ar gweled ; ar gwiennoù-se a vo azhentet e par ar c'horf glinek kostezel, ma teraou an trede neuronenn, ar gwiennoù anezhi oc'h amparañ ar saezhennadur a-weled hag o tib enni ñ war div vriell an nant kentrevnek. Imbourc'h ar forzhioù gweled a vez graet diwar-bouez disoc'h ar gwelvaez, ar barroù dianfraou gweledel hag ar c'hwilerluniñ.