Tiriad ledanoc'h eget ar gennad yec'hedel (Gl. secteur sanitaire), ma vez bastet d'an darn vuiañ eus ezhommoù yec'hedel ar boblañs gant ar yec'hetioù diazezet ennañ.
Asplegoù reol war enkrozhenn ar gouzoug stalet e rezh ur “wezenn vuhez”.
Rumm bras a luzadoù kevenebet gant Freud, en e arlakadenn diwezhañ, ouzh al luzadoù a varv. Tennañ a reont da amparañ ha da arzerc’hel unvezioù bepred brasoc’h. Al luzadoù a vuhez, arouezet ivez gant an termen Eroz, zo en o erdal n’eo ket hepken al luzadoù revel hogen ivez al luzadoù-emgemmirout.
“Pal an Eroz zo savelañ unvezioù bepred brasoc’h, kemmirout enta : an eren eo. Pal al luzad all, en eneb, zo freuzañ an darempredoù, dispenn an traoù enta.”
An diforc’h bras etre div arlakadenn Freud (an hini gentañ o kevenebiñ luzadoù revel ha luzadoù-emgemmirout, an eil o lakaat a-geñver luzadoù a vuhez ha luzadoù a varv) eo ar savlec’h roet d’ar revelezh : tra ma anade houmañ en arlakadenn gentañ evel un nerzh freuzus, en eil daouelezh ez eo al luzad a varv a zeu da vezañ an nerzh “kentael”, “demonek”, luzadek er ster strizh, endra dremen ar revelezh e tu an eren, al luzadoù a vuhez.
un des couples d’opposés fondamentaux dans la vie psychique, unan eus ar c’houbladoù keveneboù-diazez e buhez ar bred (sl. ACTIVITÉ — PASSIVITÉ) ; les premiers objets pulsionnels […] tels qu’ils apparaissent dans la vie fantasmatique de l’enfant, ar c’hentañ ergerc’hennoù luzadel […] evel ma anadont en eriunellañ ar bugel (sl. “BON” OBJET, “MAUVAIS” OBJET) ; prêtant à certains aspects de la vie psychique leur caractère démoniaque, o wiskañ war arvezioù ’zo eus buhez ar bred o demonegezh (sl. COMPULSION DE RÉPÉTITION) ; les contenus de conscience qui apparaissent dans cet état n’entrent que peu ou pas en liaison associative avec le restant de la vie mentale, endalc’hedoù an emouezañ oc’h anadiñ er stad-se n’o devez ket nemeur a liammoù-strollata gant ar peb-all eus buhez ar bred (sl. ÉTAT HYPNOÏDE) ; structures typiques (vie intra-utérine, […]) que la psychanalyse retrouve comme organisant la vie fantasmatique, luniadoù rizhek (buhez enkrozhat, […]) dizoloet gant ar bredelfennerezh evel framm an eriunellañ (sl. FANTASMES ORIGINAIRES) ; du point de vue de la vie pulsionnelle, e-keñver al luzadurezh (sl. NÉVROSE OBSESSIONNELLE) ; les émotions connexes à la vie pulsionnelle sont intenses, kreñv e vez ar fromoù stag ouzh al luzadurezh (sl. POSITION PARANOÏDE) ; une seule tendance […] à l’œuvre dans “la vie psychique et peut-être [dans] la vie nerveuse en général”, un tued hepken […] o ren war “ar vuhez vred ha marteze [war] ar vuhez nervel dre-vras” (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; on sait que les pulsions partielles fonctionnent à l’état indépendant et anarchique au début de la vie, goût a ouzer ez arc’hwel al luzadoù darnel ent dizalc’h ha digenurzh e derou an hoali (sl. PULSION PARTIELLE) ; redonner la vie à ce qui a été tué, azbevaat pezh a zo bet lazhet (sl. RÉPARATION) ; la psychanalyse étend la notion de sadisme au-delà de la perversion décrite par les sexologues […] en en faisant une des composantes fondamentales de la vie pulsionnelle, ar bredelfennerezh a astenn keal ar sadegezh en tu all d’an droziadezh deskrivet gant ar revoniezh […] o sellout outi evel ur gedrann-diazez eus al luzadurezh (sl. SADISME) ; une excitation représentée dans la vie psychique par la pulsion, ur broud a zo al luzad e leuriad e ren ar bred (sl. SOURCE DE LA PULSION).