1 Termen korfadurezh, organ e stumm ur sac'hig. Da skouer : kellenn vestl, kellenn sper. 2 Termen kroc'henouriezh, anaf elfennel ar c'hroc'hen, anezhañ ur bos hevonn eus an ezkroc'hen, ul levruzenn voull ennañ.
Ezvezañs a skindemeradur eus ar gellenn vestl.
Anaf ar gellenn vestl a zo ar speur anezhi, tevaet a-wechoù, strewet war an tal glaourgennel poentoù bihan gwenn arvelen heñvel ouzh akenoù ur sivienn. An imbourc'h gwiadoniel a ziskouez ez eo tonenn asplegoù glaourgenn ar gellenn leun a gelligoù histiokitel sklaer spoumek, paot al lipid enno, a-wechoù kevredet gant strinkennoù trenkennoù druz hag esterioù kolesterol. Ur seurtad kolesteroloz eo (sl. cholestérolose).
Filboc'hennoù treuzluc'h, bihan evel penn ur spilhenn, war ur ruzder kroc'hen. Emaint e penn irvi an hakrez, enno parez ar sarkopt dozvet e vioù ganti. Arsellet e vezont etre ar bizied pergen hag ivez war parzh araok-diabarzh an arzornioù (sl. gale, scabiès, scabiose, psore).
Razekadur speur ar gellenn vestl hewel war ar skinlunioù andarbar. An neuz-se a erzerc'ha bezoud ur bestlgellennfo henek.