Preder
ventilationkroueriadur g. ― Geriadur an armerzh
ventilationgwentañ, aveliñ ― Geriadur ar verdeadurezh
ventilation alvéolairealveolar ventilationgwentadurg. logigel ― Geriadur ar vezekniezh

Kementad aer dre vunud en araez da zasperzhiañ en eskemmoù aezhennoù e par logigoù ar skevent. Jediñ a reer ar gwentadur logigel diouzh arv reollun-mañ :

GL = (ER − ES) × TA

GL = gwentadur logigel = gwentadur logigel ER = ec'honad red = ec'honad red ES = ec'honad soc'h (150 mL) = ec'honad soc'h (150 mL) TA = tead an anal (war-dro 12 -16 kor) = tead an anal (war-dro 12 -16 kor)

Ent keitat ez eo par ar gwentadur logigel reol da 4 L /min, gant an oadour er paouez.

ventilation maxima (VM ou VMX) ou ventilation maxima-minute (VMXM)maximum ventilatory capacitybarr g. analañ uc'hek dre vunud, gwentadur g. uc'hek ― Geriadur ar vezekniezh

Ec'honad aer uc'hek a vez gwentet ent diarvenn gant ar skevent e-doug ur munud. Ent reol emañ er gavael eus 100 da 160. E vuzuliañ a reer diwar-bouez un analañ an donañ hag an herrekañ gwellañ, arreet e-pad 10 -30 eilenn ; ar peuliesañ en en jeder dre liesaat dre 30 an ec'honad ec'hanalañ uc'hek dre eilenn.

ventilation-minute ou ventilation Mnminute ventilationbarr g. analañ dre vunud, gwentadur g. ― Geriadur ar vezekniezh

Kementad aer, dewerzhet e litr, enanalet hag ec'hanalet e-doug ur munud gant loc'hadoù analañ reol o ampled. E jediñ a reer dre liesaat an ec'honad red dre niver an analadoù dre vunud ; ent reol emañ er gavael etre 5 ha 9 L (ent keitat 6 L), er paouez (eus 3 da 4 L dre vunud ha dre metr karrez gorread korf).