1 Daskroaziad skourroù nervel, ar re bennañ o vezañ ar p. a-livenn (Gl. p. spinaux, anvad kent : p. nerveux rachidiens), anezho : p. ar gouzoug, p. ar vrec'h, p. an dargreiz, p. ar poullkreuz, p. ar belost. 2 Daskroaziad gwazhiennoù bezant en holl lec'hioù eus ar bevedeg ; d'ar re bouezusañ ez eus bet roet un anvad, sk. : rouedad karotidel diabarzh (TA plexus venosus caroticus internus, Gl. plexus carotidien veineux).
NOTENN : Ne hañval ket vezañ unvan an destlad PNA, an destlad TA hag an termenoù arveret gant an aozerion evit a sell anvadur ar plezhadoù nervel ha gwazhiedel ; da skouer, alies e vez graet gant Gl. plexus e-lec'h plexus nerveux. Betek gouzout, e kinnigan adkemer an termenoù embannet war GEGO II, eleze plezhad a-dal da plexus nervosus ha rouedad a-dal da plexus venosus.
Poulzadoù merzhet e par ar c'hefioù gwazhiennel bras, ent dibarek gwazhienn ar c'herc'henn.
Flakadur bonan gwazhienn ar c'herc'henn e-doug ar sistol kofig. Klotañ a ra gant ar c'hleuz x eus ar wazhienndresenn ha devoudet eo gant suc'hadur ar gwad gwazhiennel er c'hentez dehou, pa vez desachet an trapig tribroudek war draoñ gant an argrezad kofig (sl. eus ar wazhienndresenn ha devoudet eo gant suc'hadur ar gwad gwazhiennel er c'hentez dehou, pa vez desachet an trapig tribroudek war draoñ gant an argrezad kofig (sl. pouls jugulaire).
Poulzad kerc'hennel goubred d'ar sistol kofig. Arsellet e vez er skorted tribroudek a gevaraez distro ar gwad d'ar c'hentez ha goude d'ar gwazhiennoù kav.
Difourk ezreol, er galon, er gwazhiennoù skevent ha kav, diwar un diouer diorreadur rizhellel eus ar galon hag eus ar gwazhied. — 1° Un pe lies gwazhienn a 'r skevent (Gl. Retour veineux pulmonaire anormal Br. distro ezreol eus gwad ar skevent Sz. anomalous pulmonary venous drainage) a zinaou er c'hentez dehou, er wazhienn gav uhelañ, er wazhienn vrec'h-penn kleiz, en ur wazhienn gav uhelañ kleiz pe er wazhienn gav izelañ (sl. cimeterre : syndrome du ∼ ) : ezreolder diouzañvet mat peurvuiañ, nemet e tizhfe holl wazhiennoù ar skevent ; ur c'hehentad etre-kentezoù a vez kevredet alies. — 2° Triel, pevarel eo ar gwazhiennoù kav en o savlec'h reol, pe a zinaou er c'hentez kleiz pe er god kuruner.
A-zave d'ar gwazhiennoù.