Rouestlad empenn lemm eus ur c'hleñved gwazhied, anezhañ ur boukadur (orc'had boukadel) pe ur gwadliñv empenn pe empenn-pilhon (orc'had gwadliñvel) (sl.apoplexie, ictus).
Anvad lakaet war laurioù an dremm hag a-wechoù ar c'hlopenn, dispislec'h, o sezañ diouzh un tu, alies diouzh an daou du, anat perzhiadur ar gwazhied enno dre o foulzusted hag ar strafuilh gwazhiedloc'hadel o tont d'o heul (ruzded an dremm, darwazh ar c'hevresaeoù, daeraouiñ, beradur ar fri ha fri stanket).
Seurtad nervostegezh a 'n dremm naouus dre laurioù poazhus grezvarrek en ul ledklopenn war un dro gant ar santadur poanius a dalmoù e-barzh ar c'hlopenn ha strafuilhoù gwazhiedloc'hadel el leddremm hag an ezel krec'h a-gendu ; padout a ra ar gwaskadoù etre 24 h ha lies sizhunvezh.
Bleuz naouus dre ur c'hoempad diwar ur gwazhiedfrankaat trumm ha muiek : goude un daraez, e kerz poreoù 'zo (tifoid), un darwallad, h.a.
Envedi e dianlen ur strewad anafoù heskwadel en empenn.
Angiom kroc'hen, anezhañ ur pik ruz a vent gant ur penn spilhenn pe ur ferenn e kreiz ur bleñchennadur a gorrwazhied usvollek, talmek, sezet war an dremm, an divarvrec'h ha kein an daouarn.
Dafar arveret evit amsaviñ ar gwazhied, an talmerennoù peurliesañ, ar gwazhiennoù a-wechoù : erlamet e c'hell bezañ diwar an hinienn he unan (imboudenn unanien, Gl. greffon autologue), diwar un hinienn all bev pe marv (imboudenn unspesadien, Gl. greffon homologue), diwar ul loen (imboudenn allspesadien, bevosod, Gl. hétérogreffe, bioprothèse) ; amparet e c'hell bezañ ivez an imboudenn gant un danvezenn gevanaoz (imboudenn gevanaoz, anvevosod, Gl. greffon plastique).
Nerzh oc'h enebiñ ouzh diver lanv ar gwad er gwazhied. Jedet e vez diwar gwerzhadoù ar gwaskoù er gwazhied ha kas ar galon. Emañ harzded amred an talmerennoù trobarzh etre 1 000 ha 1 500 unanenn Wiggers ; hini amred talmerel ar skevent ( pe harzded talmerel skeventel ) a sav da 350 unanenn evit an harzded skeventel hollel (evit an amred bihan pe amred skeventel ) ha da 100 unanenn evit harzded skeventel an talmerennigoù (er gennad talmerennigel rakkorrwazhiedel). An unanenn Wood a glot ouzh un diforc'h gwask 1 mmHg evit ur c'has 1 mL/s ha kevatal eo da 80 unanenn Wiggers.
A-zave d'ar gwazhied.