Preder
culmination esthétique (van Lier)pennlein kenedel ― Gerva an brederouriezh
Van Bogaert et Divry : syndrome de ∼Bogaert-Divry syndromeazoniad g. Van Bogaert ha Divry ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad nervgroc'henel hêrezhel treuzkaset er mod enkilek revereet. Naouus eo ent neuziadurel dre un angiomatoz strewek eus pluskenn an empenn hag ar pilhon hag un divielinaat eus ar poull vigelc'hiek ; ent klinikel dre zireizhoù loc'hadel pikernennek hag ampikernennek, barradoù droukfell, un envedi hag ul livegad kroc'hen gant korrwazhiedusvoll. Aozerion 'zo a sell ouzh an kez azoniad evel unan eus arbennoù azoniad Sneddon.

Van der Hoeve et de Kleyn : triade de ∼Van der Hoeve's triadtriad g. Van der Hoeve ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad hêrezhel naouus dre kevreted un osteopsatiroz (breskted an eskern), livrezh glas al lersaeoù hag ur vouzarded pazennadek (sl. ostéopsathyrose, maladie des hommes de verre).

Van der Hoeve : syndrome de ∼scleromalacia perforansazoniad g. Van der Hoeve ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. scléromalacie).

Van Laere : maladie de ∼Van Laere's diseasekleñved g. Van Laere ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi hirvel-pont henek argammedek gant bouzarded o teraouiñ er c'hrennoad hag arsellet gant ar beneved pergen.

Van Neck-Odelberg : maladie de ∼Van Neck-Odelberg diseasekleñved g. Van Neck-Odelberg ― Geriadur ar vezekniezh

Osteokondroz barr a-stevier askorn al lez, o tarvezout gant bugale etre 6 ha 10 vloaz, naouus ent klinikel dre ul laur eus parzh uhelañ ar vorzhed, ur c'hlefiñ ha war ar skinlunioù, dre ur danavidigezh dizunvan eus gwiad an eskern a 'r barr a-stevier.

Van Slyke : coefficient ou épreuve de ∼Van Slyke's testprouad g. Van Slyke ― Geriadur ar vezekniezh

Reollun o kevaraezañ andalañ borc'hidigezh an urea gant al lounezhi a-gevreizh da vec'h an urea er gwad ha da ec'honad an troazh. An disoc'h zo ec'honad ar gwad e mL/min karzhet dioutañ an urea penn da benn. Dilezet eo reollunioù Van Slyke hiziv e gounid dizeul an urea (sl. clairance).

Van t'Hoff : loi de ∼Van t'Hoff's rulesavelenn g. Van t'Hoff ― Geriadur ar vezekniezh

Gant ar bevion, nep uheladur gwrezverk eus 10 C a zaougementa an dazgweredoù kimiek ha a vuia an erzerc'hadoù bevedel (evel diskouezet gant dezventadurioù an eskemmoù aezhel). Evit pep spesad ez eus ur poent eizik hag en tu all dezhañ e tarvez direizhoù en ervez da zisoc'h gant ar marv.