Direizh arc'hwelel an trapig mintrek : da geñver ar sistol e vez un pe an div sac'hell anezhañ o volzennañ hag o valirañ e-barzh ar c'hentez kleiz ; selaouennet e vez ouzh kern ar galon, e kreiz pe e dibenn ar sistolvezh, ur stlak berr (klik) heuliet alies gant ur sourr o testiñ ur skorted vintrek leiek ; ezreolder paot o tizhout ar maouezed yaouank, diouzañvet mat peurvuiañ.
Skoev ampelenn-kerc'henn evit amdreugañ liñvenn un torliñv adfeilhus.
Kammneuziad an trapig mintrek, a gengerc'h o c'herdad etrezek ur gigenn vegennek (TA musculus papillaris) unel, raklen d'un isvoll mintrek, kevredet gant kammneuziadoù kalon all.
Trapigosod e karbon.
Un trapig eus ar galon zo un elfenn o tispartiañ ar c'havennoù hag o virout ouzh ar gwad a zistreiñ war an tu fall. Er galon ez eus pevar zrapig : – an trapig mintrek etre ar c'hentez kleiz hag ar c'hofig kleiz ;
– an trapig tribroudek etre ar c'hentez dehou hag ar c'hofig dehou ;
– an trapig aortek etre ar c'hofig kleiz hag an aortenn ;
– an trapig skeventel etre ar c'hofig dehou hag ar c'hef a-skevent.
Un moteur hors-bord à réservoir incorporé est un moteur dangereux. Quand on le couche, l'essence risque de fuir du réservoir par la valve de prise d'air.
Dañjerus eo ur c'heflusker ezvourzh pa vez gougevan ar veol rak, p'en gourvezer, e c'hell ar strilheoul fuiñ eus ar veol dre skluzer ar rufl aer.