Boneg arveret da lakaat an haeziñ stlennadoù 'zo e dalc'h ur ger tremen.
Gwikefre en araez da gevenkaelañ ha da gevezkaelañ an argerzhioù. Ar prennerioù zo argemmennoù rannet etre an argerzhioù a-gevez, a c'haller drezo gouzout e pep ampoent pe argerzh zo bet aotreet da labourat hag e pe stad emañ ar re a zo war c'hed. An darn vuiañ eus an ijinennoù a vez en o c'herz ditouroù funiek o werc'hennañ arc'hwelerezh an treolioù prennañ.
Anadenn o c'hoarvezout pa vez kaelet hollad al loazioù hegerz d'un ampoent lavaret gant un pe lies argerzh war c'hed da hegerzded ul lod eus an kez loazioù. Ma ne geflez argerzh ebet ul lod eus al loazioù a zo en e gerz, e chom tolc'het ar reizhiad. Bez' e vez ar c'hendolc'h e dianlen ur si en ergrafadur un treol a-stur. Kalvezderioù ez eus evit dizarbenn, dinoiñ ha pareañ ar c'hendolc'h.
Sl. [interverrouillage]
Prenn arveret da wareziñ an haezadur da ergorennoù a zo danvez keweriañ ar reizhiad korvoiñ (restroù da skouer).
Prenn arveret da ardeiñ an haeziñ loazioù gant an argerzhioù.
Sl. [étreinte fatale &] [interverrouillage]