Kammneuziad, skorted arc'hwelel gouzoug ar grozh a c'haller tremen ur stilh 1 cm treuzkiz dre ar gwask diabarzh anezhañ, a-wechoù ganedigel, peurliesañ e dianlen un daraez gwilioudel, unan eus arbennoù ar sioc'haniñ emdarzh arreat.
Arlankad eus epitelienn engouzougel ar grozh war an epitelienn ezgouzougel.
Seurtad endometrioz nozelek kantet, pe enkloz e-barzh ar c'haher krozh, pe e rezh ur polip ebarzh kavenn ar grozh ; yoc'henn guñv o tinodiñ bepred gant maouezed en o hoal ganadel, anezhi elfennoù bonan gouskoev eus glaourgenn ar grozh ; endometriomoù allec'hiat a stader a-wechoù war ar pervez, dibaot tre war ar c'hwezhigell, ar begel, ur gleizenn, h.a.
Sourr flour, goubred da lamm kalon ar vamm, merzhet o selaouennañ ar grozh e mizvezhioù diwezhañ ar vec'hiegi, devoudet gant tremen ar gwad e talmerennoù ar grozh.
1 A-zave d'ar grozh. 2 A-zivout ar vreudeur hag ar c'hoarezed ganet gant an un mamm, ket gant an un tad avat.