Preder
antiseptique urinaireurinary antisepticdilester troazhel ― Geriadur ar vezekniezh

Dilester euvret dre ar genoù hag ezvevennet dre an troazh diouzh bec'hioù gweredus.

appareil urinaireORGANA UROPOETICAorganoù l.(g.) troazhañ. ― Geriadur ar gorfadurezh
Érotisme urétral (urinaire).Urethralerotik, Harnerotik.urethral erotism.erotegezh kantroazhel (troazhel). ― Geriadur ar bredelfennerezh

Mod boziañ libidinel a-geñver gant an troazhañ. Dieuladurioù diseurt a ro Freud eus bliz an troazhañ. Gwelout a ra en ardroazh ar vugale ur c’hevatal d’ar boloiñ. Merkañ a ra al liammoù argelel a zo etre an troazhañ hag an tan. A-du-rall, “mat e ve dre-vras en em c’houlenn ha n’eus ket kemplezhioù neuzidel all e dalc’h ar broudadur eus tachadoù erogen termenet. Betek-henn ne anavezan nemet an uhelegezh divent ha « loskus » a-berzh an dud a voe ardroazheion gwechall”. “An elfennerezhioù oadourion koulz hag an elfennerezhioù bugale o deus va degaset dalc’hmat dirak eriunelloù ma veze faltaziet an troazh evel gwezher-krignañ, -dispenn ha -linkrañ hag evel ur pusun kuzh ha gidas. Seurt eriunelloù a natur sadek-kantroazhel a gendaol evit un darn vat da lakaat ent diemouez ur roll a grizderi war ar c’halc’h, ha da zevoudañ strafuilhoù e galloud revel ar baotred.”

rétention urinaireurinary retentionazdalc'h troazh, troazhazdalc'h ― Geriadur ar vezekniezh

Dic'halluster da ec'hodiñ troazh (troazhodiñ, dioulañ), tra ma kendalc'h al lounezhi da vorc'hañ troazh ent vonan, diwar ur skoilh treloc'hel pe un tanijennadur sezet er forzhioù troazhañ.

schistosomiase urinaireurinary schistosomiasisskistozomiaz troazhadel ― Geriadur ar vezekniezh

Anvet ivez skistozomiaz c'hwezhigell, pe c'hoazh skistozomiaz Egipt, devoudet gant Schistosoma haematobium, naouus dre strafuilhoù troazhadel, grevus alies ha dre un droazhwadegezh.

urinaireurinary1 troazhel aa. 2 troazhadel aa., ˘troazhañ, troazhañ- ― Geriadur ar vezekniezh

1 A-zave d'an troazh, da skouer : poread troazhel, traezh troazhel. 2 A-zave d'ar bevegad troazhañ ha, da heul, d'an troazh, da skouer : pugnez troazhadel, yoc'henn droazhadel, dilouezer troazhadel.

urinaire : crise ∼urocrisisgwaskad g. troazhel ― Geriadur ar vezekniezh

1 Barrad laurioù c'hwezhigell ha kan troazh gant an dabezeion. Tu zo ivez d'ober gant troazhenn pe termenoù skeudennel evel struilhad troazh, diloc'h troazh. 2 Ustroazh rust o tarvezout e dibenn kleñvedoù 'zo (skeventfo, da skouer).