Ardivink hezoug o talvout da briziañ derez ar gwadvec'h alkool dre vuzuliañ diwar-bouez un dazgwered kimiek feur an alkool en aer ec'hanalet (sl. éthylomètre, éthylotest).
Furm gevenkez kalon e rezh barradoù laurioù grizias, emdarzh, hir, o c'hoarvezout lies gwech bemdez ; naouus er c'halonvarrwezad dre un dreistuheladur muiek ha dibad eus an arroud ST ; ur wech diwar deir e tedro ar furm-mañ d'un angwazhiad a 'r c'haher kalon.
Anvad genadel poreoù darreuziadek diwar hadennoù diseurt (viruz ar grip, ar ruzell, ar vrec'h nij, ar senkl, ar jotorell, an avufo, korfigoù a 'r genadoù Chlamidya, Microplasma, Rickettsia, h.a.) o tizhout ar skevent hag ar bronkez ; deraouiñ a reont dre un azoniad poreel grevus gant asikted don ha pareañ dindan div pe deir sizhunvezh ; azonet ouzh ar selaouennañ dre ronkoù bronkezel pe goustraklus, ouzh ar skinluniñ dre deñvalennoù o c'hronnañ begel ar skevent ; en tu all d'an hadennoù hennadet e chom dianav arbenn an hanter eus hevelep poreoù — en degouezh e kaver dikoc'h komz a skeventad anrizhek kentael (Gl. pneumopathie atypique primitive).
Diabet c'hwek a brederier dre ar reol voued hag un enepdiabeteg genaouel.
Argizadur an arouezioù revel o c'hoarvezout e-tro 30 pe 40 vloaz, war un dro gant dinod un arvez kreudel ha bredel bugelvanek hag ensiladur miksedem-atus an amwiskadoù, o tedreiñ a-nebeudoù d'ur gozhiadegezh kentrat ; azoniad arzodet da skorted gwagrennoù enborc'hañ 'zo.
Seurtad bugelvanegezh naouus dre un izilded hollek, neuzioù freilhennek ha hegenfeur, a-wechoù dre ezvezañs an arc'hwelioù ganadel.
Kahernaoued hêrezhel treuzkaset er mod trec'hek aotozomek, anezhañ ur seurtad miopatiezh kentael argammedek o tedreiñ dre resmiadoù war hir amzer ; deraouiñ a ra e-tro an oad a 3 pe 4 bloaz dre isteñv kigennoù an dremm ha, da heul, tizhout kigennoù gouriz an ezel krec'h ha gouriz an izili krec'h ; dibaot e vez gwazhet an izili traoñ (sl. myopathie, myopathie primi-tive progressive).
Seurtad miopatiezh kentael argreskus ma tizh an isteñv kaherel gouriz an ezel traoñ kent emastenn d'an ilizi krec'h ; e kemm ouzh seizi gaouusteñvel Duchenne e tedro gorrek hep gaouusteñv.
Kleñved enzimatek hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek, anezhañ ur glikogenoz naouus, ent klinikel, dre ur skuizhadusted vuiek, glazoù laurus diouzh ar striv, bezañs mioglobin en troazh ; ent vevoniel, dre ezvezañs ar gwadusvec'h trenkennoù laktek ha piruvek e-kerz al labour kigennel dindan heskwad ; kiriek d'an anaez eo yoc'hadur kigennel ar glikogen, skoilhet an ec'haozañ anezhañ gant ezvezañs un enzim, ar fosforilaz kaherel.
Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod enkilek revereet, furm gahernaoued kentael argammedek (sl. myopathie primitive progressive) o teraouiñ er vugeliezh a-raok ar 5t bloaz, gant ar baotred peurliesañ, dre an izili traoñ ma vez masklet isteñv ar c'higennoù hag angrizad ar stirennoù gant un dispakadur behinstirek (gaouusteñv kigennoù ar c'hof gar, ar c'higennoù gevell ha kigennoù gouriz an ezel traoñ), oc'h aloubiñ da c'houde kigennoù an izili krec'h ; alies e stader war un dro tizhadur ar c'haker kalon, direizhoù gwazhiedloc'hadel hag osteoporoz ; ent argammedek e tedro ar c'hleñved etrezek an nammded klok ha darvezout a ra ar marv dindan 5 da 15 vloaz dre ur poreadur daskerzhat pe ar skorted kalon.
Azoniad naouus dre gevreted anafoù kroc'hen (isteñv gant korrwazhiedusvoll ha livegad brizhellek), isteñv ar c'higennoù, mioskleroz muiek e gourizoù an izili o tevoudañ enno andrafted ha distummadur ; dedreiñ a ra en un doare henek ; kleñved renket e stroll an dermatomiozitoù (sl. dermatomyosite).
Treugennad na ra ket gant an nodoù gwiriañ. Skouer : an treugennad HDLC.
Treugennad oc'h ober gant an nodoù gwiriañ. Sk. : an treugennad BSC.
(sl. paralysie ou myopathie pseudohypertrophique type Duchenne, maladie de Duchenne).
Seurtad agranulokitoz ma anad er mel un erwezh usweüs, o c'hoarvezout eus furmoù yaouank hepken ( promielokit ha mielokit). Grevus e ve, hep kas d'ar marv bewech.
Seurtad kahernaoued kentael argammedek gant usvent kaherel gwir.
Naouuster e piaou un elfenn pe un teskad elfennoù o talvout da rummata ergorennoù a natur disheñvel.
Naouusterioù kreudel ha bredel an hiniennoù, araezus d'o ebarzhiñ e rummoù pe strolloù savelet.
Doare da rummata an termenelloù (treselloù, advemorioù, unvezioù herrek, h.a.).
Rummad argemmennoù hervez domani o gwerzhadoù (kevanion, gwerc'helion, derc'helion, kemplezhion, h.a.) pe o c'hempennadur (argemmenn eeun pe gemmesk, rezïoù, listennoù, h.a.).
[…] une maturation organique permettant au sujet d’accéder à un nouveau type de significations, un azvedigezh organel o reiñ d’ar gouzrec’h an tu da ziraez ur rizhenn euladoù nevez (sl. APRÈS-COUP) ; une relation du type de celles que l’éthologie animale a décrites, un darempred a seurt gant ar re deskrivet gant al loenrealoniezh (sl. IMAGINAIRE) ; ne pas privilégier […] tel groupe ou tel type de significations, na bouezekaat […] ur stroll pe ur rumm euladoù diwar-goust ar re all (sl. NEUTRALITÉ) ; le type psychique de l’événement vécu en question, ar rizhenn vredel eus ar buhezad e kaoz (sl. PHÉNOMÈNE FONCTIONNEL) ; on parle même d’un type prégénital de personnalité, komz a reer zoken eus ur rizhenn rakganadel a bersonelezh (sl. PRÉGÉNITAL) ; prégénital concerne le type d’activité sexuelle en cause, rakganadel a sell ouzh ar rizh oberiezh revel (sl. PRÉŒDIPIEN) ; une excitation de type sexuel, ur broud a rizh revel (sl. ZONE ÉROGÈNE) ; un certain type de but sexuel, ur rizh ’zo a bal revel (sl. ZONE ÉROGÈNE).
Seurtad mikoziz fongoidel naouus dre vezañs yoc'hennoù hevonn, hep ma ve an dinodadur anezho diaraoget gant al lankadoù ekzematek ha likenek.
Seurtad liesarzfo rumatoidel naouus dre neuz ar bizied angell reunig (sl. doigts en coup de vent).
Torr daouek diazerc'h gouriz an ezel traoñ : al linenn dorr araok a dremen dre gorf pe barroù an askorn kaezour hag al linenn adreñv e par toulloù ar groazell.
Ikter gwadloezadel arzeuat (sl. ictère hémolytique ).
Seurtad boas a dolc'had eus barr dehou an hordenn gentez-kofig (hordenn His), naouus, er 1 añ amdreugad, dre vezañs ur wagenn S ledan ha don o tont da heul ur wagenn R strizh hag, en 3 e amdreugad, dre ur wagenn R ledanaet o tont da heul ur wagenn Q strizh.
Seurtad kahernaoued kentael argammedek o teraouiñ gant kigennoù hanterenn grec'h ar c'horf, ar c'higennoù ec'honek da gentañ.