Skalfad gwariadurioù neuzid a stader gant ar vugale pe an oadourion, anezho direizhoù realezh (distabilded, argadusted, gaouvar, troziadezh, h.a.) pe tuadurioù kavet a du 'rall en neurozioù (enkrez, gourfromidigezh, arurioù, mac'hennoù, h.a.) hag er psikozioù (dougoù d'ar gouvid, d'ar vroudedigezh, d'an ambren, h.a.).
Ezreolder ar gorvez kalon diwar ur strafuilh er rehentoù enkalongaherel ma treled drezo ar wagenn vroudañ eus ar c'hlom god-kentez d'ar galon a-bezh, o tec'han direizhoù stadet dre an imbourc'h klinikel en tead (istead pe ustead) hag er gorvez (migorvez, dreistsistolioù) pe dre ar c'halonvarrwezañ hepken (sl. bloc cardiaque).
Realezh usniñvek, strafuilhoù an evezh ha darluskegezh a stader gant ar baotred dreist holl, a vezeger peurliesañ dre araez ar bredfraouaerioù.
Ervredañ a reer eus an ober kefredel kempleshañ, rekis evit emazasaat ouzh ar plegennoù, oc'h amplegañ poell, evezh, dassell, skiant ar werc'helezh, gouested da zezrannañ an unan hag an amgen ; en arvar e vez an ervredañ gant a) an dilerc'hegezh kefredel, b) an disleberadur kozhiadel, c) an drozveizegezh (ar “speredoù faos”), d) ar psikozioù (paranoia pergen) ha, dre vras, an ambrenoù ha direizhoù an neuzid.
Erzerc'hadoù kleñvedel diandaraez (andrafted, dargrezañ, strafuilhoù teñvel ha gwazhiedloc'hadel) dreist keñver gant an darvoud dec'haner ; o displegañ a reer dre c'houlakaat un dasperzhiadur bredel.