Preder
comptabilité des travauxjob accountingjederezh g. al labourioù ― Geriadur ar stlenneg

Hentenn dezrannañ ha merañ amkanet da vuzuliañ kenderc'husted ha digonusted ur reizhiad stlennegel. Muzul ar genderc'husted a dalvez peurliesañ da ziaz da fakturiñ arveriaded an urzhiataer koulz ha da ren jederezh dezrannel ar c'houst urzhiataer. Evit muzul an digonusted, e tigenaozer an urzhiataer e kemend-all a elfennoù muzuliadus arveret gant ar goulev a glasker dewerzhañ e briz koust.

file d'attente des travauxjob queuelostennad al labourioù ― Geriadur ar stlenneg

Renkadur al labourioù da erounit er mod keweriañ dre lodoù, a-geñver gant an tevetoù ardaolet dezho.

gestion des travauxjob schedulingkanturzhiañ al labourioù ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an arc'hwelioù ardoet gant ur reizhiad korvoiñ o kendaoliñ da gas da bennvat al labourioù fiziet en un urzhiataer, o terc'hel stad eus an tevet merket dezho koulz hag eus al loazioù hegerz.

préparateur de travauxjob operatordarbariad g. ―ed labourioù, darbariadez b. ―ed labourioù ― Geriadur ar stlenneg

Arbennigour(ez) a zo e (he c'h)gefridi bodañ an elfennoù ret da gorvoiñ an hedadoù keweriañ a-geñver gant steuñvad ar gwezhva, prientiñ enluskañ ar c'horvoerezh ha derc'hel an arheuilh anezhañ.

préparateur des travauxjob initiatorenhenter g. ―ioù labourioù ― Geriadur ar stlenneg

Meziant mavek parzhiat en ur gouarner, oc'h ardeiñ ar goulennoù loazioù memor a-gehent gant ar c'hanturzhier labourioù.

programmateur des travauxjob schedulerkanturzhier g. ―ioù labourioù ― Geriadur ar stlenneg

Meziant mavek parzhiat en ur gouarner ha karget da ardeiñ al lostennadoù labourioù a-geñver gant o zevetegezh hag al loazioù hegerz.

soumission de travauxjob entryendodiñ labourioù ― Geriadur ar stlenneg

Ebarzhiñ en un urzhiataer adal un drobarzhell labourioù da erounit. Pa vez treuzkaset al labourioù eus un dermenell d'an urzhiataer dre ul linenn dezoug, e komzer eus endodiñ labourioù diarbell.

travaux ― Geriadur an armerzh
  • travaux publics labourioù foran.