Preder
accident de travailprofessional accident, occupational injury, industrial injurydarvoud labour ― Geriadur ar vezekniezh

Reuzenn daraezel c'hoarvezet dre berzh pe da geñver al labour.

accident du travaillabo(u)r accidentdarvoud g.-où labour ― Geriadur ar mediaoù
adhésion : travail d'∼adhesion workgremm g. distekiñ, pegusted b. ― Geriadur ar vezekniezh

Gremm ret da zistekiñ div liñvenn, pe ul liñvenn hag ur sonnenn, diwar ur gorread 1 cm2 (ent ventawouriel, hevelep mentad zo ur gremmder gorreel, e atalad MT -2 ).

aptitude médicale au travailmedical capacity for workaraezegezh yec'hedel da labourat ― Geriadur ar vezekniezh

Disentez a-berzh ar mezeg o testiñ ez eo gouest ur goprad da zerc'hel ar stael-mañ stael hep riskl evit e yec'hed hag e surentez nag evit yec'hed ha surentez ar re all.

ergonomie du travail musculairec'hwelaozouriezh al labour kigennel ― Geriadur ar stlenneg

Studi ar rizhoù labour oc'h emplegañ an treuzkas strivoù.

ergonomie du travail perceptifc'hwelaozouriezh al labour merzhadel ― Geriadur ar stlenneg

Al labour merzhadel a c'hoarvez a dreuzkas ha reoliñ lanvoù stlenn ur reizhiad. Hini ur blenier ijinenn eo da skouer o tec'havaelañ an arhentoù gwereet gant ar bourzhad lankerioù hag o kaout devredadoù. Al labour eo ivez renet gant an oberataer azezet dirak e dermenell, hag un hewel pe ur voulerez e ve houmañ.

Pal ar c'hwelaozour eo argeflenañ al labour, ar binviadur, ar staeloù labour, amva al labour diouzh doareoù mab-den. Ma ne stign ket an emlakadoù labour, ar goulaouder, ar steneuverioù (moulerezed) pe ar gwrezeuverioù (hinaozañ) kudennoù dibarek d'ar stlennegezh, e ranker neoazh pouezañ war bre an daoulagad. Da gentañ, kounaomp e vez goulaouder gwellek ar stael labour teir gwech brasoc'h eget goulaouder an amva nes hag e tle hemañ d'e dro bezañ tric'hement ha hini ar peb-all eus ar stavell. Un trevnad gwereañ a c'hoarvez eus ur skramm hag ur c'hlavier, undalc'h a-wechoù, peurliesañ kenereet dre ur fun ken e c'haller stalañ pep hini en doare c'hwelaozekañ gwellañ. Ur gudenn all eo livioù ketep ar skramm hag al lunioù (arouezennoù, kevregoù, skeudennoù) o tont a-wel warnañ.

étape de travailjob steptennad g. ―où labour ― Geriadur ar stlenneg

Bodad treugennadoù arouezet dre un anv hag oc'h amparañ an holl pe un darn eus al labour.

fichier de travail, fichier de manœuvrework file, scratch filerestr labour, restr darbar ― Geriadur ar stlenneg

Restr a zo he amkan aesaat ar c'heweriadoù dre gadaviñ an disoc'hoù ardreugat. Peurliesañ en he distrujer pa echuer erounit ar goulev.

hypothèse (de travail)goulakadenn b. -où ― Geriadur ar jedoniezh
incapacité, incapacité de travailincapacity, inability, disability, industrial disablementdic'houested b., dic'houested d'al labour ― Geriadur ar vezekniezh

Stad un den digresket e c'houested da labourat da heul ur c'hleñved pe un darvoud ; savelet ez eus bet derezioù en d. : an d. amzeriat darnel, D.A.D. (Gl.  i. temporaire partielle, I.T.P.) ; an d. amzeriat hollel, D.A.H. (Gl.  i. tem-poraire totale, I.T.T.) ; an d. trebadek (hep spi da wellaat) darnel, D.T.D., (Gl.  i. permanente partielle, I.P.P.) ; an d. trebadek hollel, D.T.H. (Gl.  i. permanente totale, I.P.T.) (sl.  inaptitude, invalidité).

manœuvre : zone de , zone de travailscratch area, work locationmaez g. ―ioù darbar, maez labour ― Geriadur ar stlenneg

Tachad miret er vemor evit kadaviñ an disoc'hoù etreat, an arstalennoù riñvañ, h.a.

médecine du travailoccupational medicinemezekniezh al labour ― Geriadur ar vezekniezh

Furm eus ar vezekniezh kevredigezhel, dezhi da amkan, erguradel hepken, hepkoriñ nep darallad a 'r yec'hed dre benn al labour.

piste de travailworking trackloabr labour ― Geriadur ar stlenneg

Loabr o talvout d'ar goubredañ, d'ar barded pe d'an ennegañ.

station de travailwork stationhanva labour ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer galloudek (miniurzhiataer da skouer) a zo dezhañ arc'hwelioù kevregañ diorreet hag ur skramm diarunusted gouruhel en araez da gehentiñ gant hanvaoù labour all (en ur rouedad).

travail ― Geriadur ar stlenneg
  • ―en partage de temps labour e rezh ar rannañ amzer [affectation d'un périphérique]
  • fichier de ―, fichier de manœuvre restr labour, restr darbar [―]
  • file d'attente des ― aux lostennad al labourioù [―]
  • poste de ― stael labour [station]
  • rangement des ― aux à exécuter renkadur al labourioù da erounit [file d'attente des t.]
  • station de ― hanva labour [―]
  • zone de ― maez labour [manœuvre : zone &]
travailjoblabour g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Bodad amparet gant ur goulev hag e roadennoù endodet da erounit gant ur reizhiad stlennegel o ren ar c'heweriañ dre lodoù.

travaillabour g. -ioù ― Geriadur an armerzh
  • (emploi) gourc'hwel g. ; stael g.
  • travail artisanal labour dornwezhel
  • travail de bureau labour burev
  • travail à la carte (à temps choisi, à horaire individualisé, variable, flexible) labour diwar ar gartenn (dibab euriadur, euriadur hebleg...)
  • travail à la chaîne labour diouzh ar stlej
  • travail clandestin labour dirgel ; labour du
  • travail collectif labour kevredik
  • travail à domicile labour er gêr
  • travail par équipe labour dre bare
  • travail à forfait labour treziadek
  • travail indépendant labour dizalc'h
  • travail industriel, agricole labour greantel, gounezel
  • travail intellectuel labour kefredel
  • travail à façon oberiañserezh
  • travail d'exécution labour erounit
  • travail intérimaire labour etreadegat
  • travail manuel labour dorn
  • travail à mi-temps labour hanteramzer
  • travail occasionnel labour degouezhel
  • travail pénible labour breüs
  • travail à la pièce labour diouzh ar pezh
  • travail à plein temps labour leunamzer
  • travail posté labour diouzh ar stael
  • travail productif labour kenderc'hañ
  • travail qualifié (complexe) labour perzhek (kemplezh)
  • travail rémunéré labour kevuziet
  • travail saisonnier labour rannvloaziat
  • travail spécialisé labour arbennik
  • travail supplémentaire dreistlabour
  • travail à temps partiel labour darnamzer
  • accident de travail darvoud labour
  • action de travail kevrann goskor
  • aménagement du cadre de travail terkerezh an endro labour
  • aménagement du temps de travail terkerezh an euriadur labour
  • arrêt de travail (par maladie) ezlabour g.
  • arrêt de travail (grève) harz labour
  • astal labour ; attestation de travail testeni labour
  • bourse du travail yalc'h al labour
  • cadence de travail talm labour
  • cessation du travail astal al labour ; ec'hwel g.
  • conditions de travail aozioù labour
  • conflit du travail kenniñv al labour
  • contrat de travail kevrat labour
  • dichotomie du travail divrannerezh al labour
  • division du travail rannadur al labour
  • durée du travail pad al labour ; labourvezh g.
  • incapacité de travail dic'houested labour
  • inspection du travail ensellerezh al labour
  • législation du travail dezvadurezh al labour
  • lieu de travail lec'h labour
  • médecine du travail mezekniezh al labour
  • ministère du travail maodiernezh al labour
  • monde du travail bed al labour
  • organisation scientifique du travail urzhiataerezh gouezoniezhel al labour
  • permis de travail aotre labour
  • perte de travail koll labour
  • rationnalisation du travail heboelladur al labour
  • reprise du travail adkrog labour
  • station de travail hanva labour
  • télétravail pellabour
  • cesser le travail (débrayer) diskregiñ diouzh al labour
  • reprendre le travail adkregiñ gant al labour
  • se tuer au travail kiañ ouzh al labour.
travailpad al labour ; labourvezh g. ― Geriadur an armerzh
  • emploi du travail amzeriadur g.
  • gain de travail gounid amzer
  • faute de travail olamzer b.
  • perte de travail koll amzer
  • à travail complet, à mi--, à travail partiel, à travail réduit leunamzer, hanteramzer, darnamzer, berramzer
  • à travail choisi diuzamzer.
travaillabour g. -ioù ― Geriadur ar fizik
  • travail moteur labour loc'hañ
  • travail résistant labour herzel
travaillabour, workgwentloù l., labour g. ar gwilioud ― Geriadur ar vezekniezh

Hollad an anadennoù bevedel laurus oc'h amparañ an daou lankad kentañ a 'r gwilioud : — 1 frankadur gouzoug ar grozh ; — 2 ezvountad ar grouell. An trede lankad zo ezvountad an adparzhioù, an dorzhienn, al lienennoù.

travail à façon, service bureauservice bureauoberiañsiñ, oberiañserezh g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Gwazerezh a zo anezhañ ensammañ gant ur c'hevredad dafariñ (oberiañser) an holl wezhiadurioù (euvriñ, keweriañ, gouzerc'hañ) oc'h amparañ ezhommoù un arval (un embregerezh bihan pe grenn). A-gevenep d'an emwazerezh emañ gwazerezh an oberiañsiñ : e hemañ e vez ar c'hevredad dafariñ dindan un endalc'h disoc'hoù en un amzer lakaet, e hennezh dindan un endalc'h araezioù hep-mui.

Travail du deuil.Trauerarbeit.work of mourning.c’hwel ar c’hañv. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Argerzh enbredel da heul koll un ergerc’henn edo ar gouzrec’h stag outi, ma teu drezañ a-benn d’en em zistagañ a-bazennadoù.

E 1915, e-barzh Trauer und Melancholie, e voe degaset keal c’hwel ar c’hañv. Ent klasel ez intented ar c’hañv evel un distagadur gouzañvat, un distanidigezh eus an doan gant an amzer. Freud a ziskouez en eneb ez eus anezhañ un argerzh oberiat, — en arvar da vont e-biou evel ma tiskouez ar c’hañvoù kleñvedel.

C’hwel ar c’hañv zo da veizañ evel un dec’hweladur o klotañ gant ar ret evit ar benvegad bred eren al louc’hadoù daraezek. Goude koll an ergerc’henn, ar gouzrec’h a ya war zigreskiñ e zeur ouzh ar bed, skrapet ma’z eo e c’hremm gant e zoan hag e eñvoradoù betek an ampoent ma “rank ar me, koulz lavarout, divizout ha mennet eo da rannañ tonkad [an ergerc’henn aet dioutañ] hag, oc’h ober stad eus an holl voziadoù narkisek a vez diwar ar menel bev, ma kemer e zisentez o troc’hañ al liamm ouzh an ergerc’henn aet da get”.

Freud a ziskouezas an derezioù a zo etre ar c’hañv reol hag ar c’hañvoù kleñvedel ; ar gouzrec’h en em lak kiriek d’ar marv c’hoarvezet, a zinac’h hemañ, a gred bezañ levezonet pe pozitet gant an hini marv, a lavar bezañ gant ar c’hleñved en sammas, h.a. Gant ar c’hañv kleñvedel, ar c’henniñv amluskegezhel a ya en eil renk. Un derez pelloc’h, gant ar velankoliezh, en em heveleb ar me ouzh an ergerc’henn gollet.

Goude Freud, o deus ar vredelfennerion studiet furm reol ar c’hañv diwar e furmoù kleñvedel, gouvidel ha melankolek, hogen ivez maniakel, o pouezañ peurgetket war roll an amluskegezh hag arc’hwel an argadusted ouzh an hini marv e kement ma ro an dro d’en em zistagañ dioutañ.

Travail du rêve.Traumarbeit.dream-work.c’hwel an hunvre. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Teskad ar gwezhiadennoù o treuzfurmiñ dafar an hunvre (kentrigennoù korf, dilerc’hioù-deiz, dezevoù an hunvre) en un dedaolad : an hunvre diskelat. Gwered ar c’hwel-se eo an distummadur (sl. DÉFORMATION).

“C’hwel ar bred e furmidigezh an hunvre zo daou wezhiadur ouzh e ober : dedaol dezevoù an hunvre, an treuzfurmadur anezho en endalc’hed [diskelat] an hunvre.” An eil gwezhiadur eo a zo ent dik c’hwel an hunvre, en deus Freud eñ dezrannet e peder gwikefre : Verdichtung “dazbec’hiañ”, Verschiebung “treuzlec’hiañ”, Rücksicht auf Darstellbarkeit “arveziñ an dezluniadusted”, sekundäre Bearbeitung “kempenn eilvedel”. A-zivout natur ar c’hwel-se e talc’h Freud div lakadenn genglokaus :

1) Ned eo krouus e nep doare, treuzfurmiñ dafar ne ra ken. “Kement a gaver en hunvreoù o hañvalout ouzh arc’hwel ar barn (jedadoù, aregoù) a ranker sellout n’eo ket evel ur gwezhiadur kefredel lodek e c’hwel an hunvre, hogen evel an dafar ez eo dezevoù an hunvre.”

2) C’hwel an hunvre eo neoazh, ha n’eo ket an endalc’hed enkelat, a ya d’ober anien an hunvre. Freud a lak ar vredelfennerion war evezh ouzh ur bri re vras a zougfen d’un “diemouez kevrinus”. “E-pad pell ez eo bet kammgemeret o endalc’hed diskelat evit an hunvreoù. Arabat e ve bremañ kammgemer evito o endalc’hed enkelat.”

travail productif (Marx)labour kenderc'hat ― Gerva an brederouriezh
travail ventilatoirework of breathinglabour g. ar gwentañ ― Geriadur ar vezekniezh

Gremm trelochel pourchaset gant ar c'higennadur gwentañ da souriñ war harzerezh ar benvegadur brusk-skevent ouzh kas an aer. Par eo da liesâd ar gwask enbruskel dre argemmadoù keñverek ec'honad an aer endalc'het er skevent hag er forzhioù analañ : W=P×V dewerzhet e joul (J). dewerzhet e joul (J).

travail ventriculaireventricular worklabour g. kofigel ― Geriadur ar vezekniezh

Liesâd gwask keitat (e mm Hg) an aortenn (evit ar c'hofig kleiz) pe kef ar skevent (evit ar c'hofig dehou) dre ec'hongas ar galon (e L / min) ha dre an arstalenn 0,1332. Ar gwerzhadoù reol zo 75 J dre vunud evit ar c'hofig kleiz ha 10 evit an hini dehou.. Ar gwerzhadoù reol zo 75 J dre vunud evit ar c'hofig kleiz ha 10 evit an hini dehou.

TRAVAIL. ― Geriadur ar bredelfennerezh

le travail thérapeutique les rend particulièrement manifestes, lakaet e vezont anat gant c’hwel ar gur (sl. ALTÉRATION DU MOI) ; l’après-coup […] est une véritable élaboration, un “travail de mémoire”, an dianwerc’h […] zo anezhañ un danzen, ur “c’hwel koun” (sl. APRÈS-COUP) ; le déplacement est étroitement lié aux autres mécanismes du travail du rêve, liammet strizh eo an treuzlec’hiañ ouzh ar gwikefreoù all eus c’hwel an hunvre (sl. DÉPLACEMENT) ; l’élaboration secondaire poursuit […] le travail du déplacement, ar c’hempenn eilvedel a gas pelloc’h c’hwel an treuzlec’hiañ (sl. DÉPLACEMENT) ; terme utilisé par Freud pour désigner le travail accompli par l’appareil psychique, termen arveret gant Freud da aroueziñ al “labour” kaset gant ar benvegad bred (sl. ÉLABORATION PSYCHIQUE) ; la pulsion étant définie comme “quantité de travail exigée du psychisme”, al luzad o vezañ meizet evel “kementad labour goulennet digant ar bred” (sl. ÉLABORATION PSYCHIQUE) ; une névrose de transfert qui peut être guérie par le travail thérapeutique, un neuroz treuzdougel a c’haller pareañ dre al labour-mezegañ (sl. NÉVROSE DE TRANSFERT) ; un appareil psychique primitif dont le travail est réglé par la tendance à éviter l’accumulation d’excitation, ur benvegad bred kezivik a zo e c’hwel dindan ren an tued da hepkoriñ an daspugn broud (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; travail intellectuel, labour kefredel (sl. SOURCE DE LA PULSION) ; une névrose de transfert dont le malade peut être guéri par le travail thérapeutique, un neuroz treuzdoug a c’haller pareañ ar c’hlañvour anezhañ dre labour ar gur (sl. TRANSFERT).

Sl. ÉLABORATION PSYCHIQUE ∆.

travailler, (le) travail (Arendt)labourat ― Gerva an brederouriezh
« le travail de nos corps » (Locke)« labour hon c'horfoù » ― Gerva an brederouriezh