Ezreolder o c'hoarvezout eus ar vezañs a-c'hindu eus un pe lies organ, sk. : ginload ar galon (kalon a-zehou), ginload an avu (avu a-gleiz), h.a.
Kammneuziad wazhiedel ganedigel, an aortenn o tinodiñ eus ar c'hofig dehou ha kef ar skevent eus ar c'hofig kleiz, kevredet gant ur c'hehentad etre-kentezoù, etre-kofigoù pe gant un dreistpad eus ar san dalmerel. Ent klinikel ez erzerc'h dre ur c'hleñved glas grevus, marvus ent emdarzh e-doug an daou vloavezh kentañ eus an hoali dre wadisvec'h oksigen pe dre falladur ar galon. Azoniadoù Taussig-Bing ha Beuren zo seurtadoù a gammload darnel an talmerennoù. Dereizhet eo ar c'hammload (disklot daouek), pa vez, daoust da drevnadur ezreol ar funell wazhiedel, porzhet ar c'hef skevent gant ar c'hofig gwazhiennel (a zo al luniadur diabarzh anezhañ hini ar c'hofig kleiz, kehent gant ar c'hentez dehou dre un igorenn dezhi un trapig daouvroudek) hag an aortenn gant ar c'hofig talmerel (dezhañ ul luniadur diabarzh evel ar c'hofig dehou, e kehent gant ar c'hentez kleiz dre un igorenn dezhi un trapig tribroudek). Reol e vez neuze arc'hwel ar galon. Lavaret e vez ez eo dereizhet ar c'hammload, pa vez lakaet an trevnadur amañ diaraok da vezañ diglok ent arc'hwelel gant kammneuziadoù kalon kevredet, dulaseiat pergen.
Daskemmañ bras pe vrasoc'h ur meziant d'e amloadusaat, eleze ober dezhañ bezañ korvoadus war un ijinenn disheñvel diouzh an hini ma voe savet eviti da gentañ.
An treuzlakaat a c'hoarvez a wezhiadurioù diseurt : amdreiñ, emdizhañ, amloadusaat, trezalc'hadusaat, treuzodiñ.
An amdreiñ zo anezhañ ren, war un teskad goulevioù ha restroù korvoet gant ur reizhiad lavaret, an terkadoù ret d'o c'horvoiñ war ur reizhiad all.
An emdizhañ zo anezhañ, da geñver erlec'hiañ ur stlennvon ouzh un teskad restroù ha/pe treuzfurmiñ mod korvoiñ keweriadoù 'zo, ren an terkadoù ret da engwezhiañ handelv nevez ur meziant diazez.
An amloadusaat zo anezhañ savelañ ha dedalvout an hentennoù, ar reolennoù hag an araezioù ret da engwezhiañ arloadoù war beriantoù pe amvaoù reizhiadel disheñvel.
An trezalc'hadusaat zo a-geñver gant savelañ ha dedalvout hentennoù, reolennoù hag araezioù da wellaat aozioù trezalc'h ar goulevioù evit a sell soliusted (parraat ouzh riskl an argizañ) hag efedusted (bihanañ koustoù ha gedvezhioù).
An treuzodiñ zo anezhañ treiñ ar goulevioù skrivet en un areg kudennus a-fet trezalc'herezh (hegerzded, koust ar gougonadoù, ungenezhded an aregoù en ur greizenn studi) en un areg all azasoc'h.
la transposition d’un conflit dans des symptômes somatiques, treuzlakadur ur c’henniñv e stumm azonoù kreudel (sl. CONVERSION).