Preder
facteur de transferttransfer factorparenn dreuzdoug ― Geriadur ar vezekniezh

Parenn dializadus spesadel d'an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat kizidikaet ouzh un antigen ; emañ en araez da dreuzdougen memor hangaeel an kez limfokit kizidikaet ouzh an antigen (hag outañ hepken) trema limfokit ankizidikaet ar gouziviad koulz ha trema limfokit ur gouziviad all.

fécondation in vitro (FIV), fécondation in vitro et transfert d'embryon (fivete)in vitro fertilization (IVF), in vitro fertilization and embryotransfer (IVFET)frouezhigiñ in vitro (FIV), frouezhigiñ in vitro ha treuzdoug rizhell (FIVTR) ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn brederiañ gaonac'hderioù benevel 'zo (korzennel peurliesañ), anezhi gorren gametoù gourev ha benev en imbourc'hva, o lakaat a-gendiraez ha treuzplantañ ar rizhell e-barzh krozh ar c'houziviadez.

fonction de transfert de modulation, FTMmodulation transfer function, MTFarc'hwel g. -ioù treuzdoug gouluzañ ― Geriadur ar mediaoù
lymphocytes : test du transfert normal des ∼ , TTNLnormal lymphocyte transfer testprouad g. treuzdoug reol al limfokit ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn ergemennet a-raok un treuzplantadur organ evit andalañ kempadusted ar gwiadoù etre roer ha roadour, anezhi sankañ e derm ar roadour kementadoù limfokit o tont eus un niver roerion ; seul vihanoc'h eo an erwezh stadet a-benn 24 pe 48 h ma 'z eo gwelloc'h ar wiadkempadusted.

Névrose de transfert.Übertragungsneurose.transference neurosis.neuroz treuzdoug. ― Geriadur ar bredelfennerezh

A) E-keñver nozografiezh, rumm neurozioù (darfell enkrez, darfell amdreiñ, neuroz mac’hennel) diforc’het gant Freud diouzh an neurozioù narkisek e-barzh stroll ar psikoneurozioù. E kemm ouzh an neurozioù narkisek, e vez enno al libido treuzlec’hiet war ergerc’hennoù trael pe derc’hadel ha n’eo ket didennet davit ar me. Diwar se ez int pleustradusoc’h gant ar bredelfennerezh rak tro a roont da amparañ e-ser ar gur un neuroz treuzdoug er ster B.

B) E stern ar gur-vredelfennañ, neuroz danzeadel o tisoc’hañ diouzh an treuzdoug, amparet diwar-bouez an darempred gant an elfenner ; un eil neuz eo d’an neuroz klinikel ; an arveizañ anezhañ a gas da lakaat war wel an neuroz bugelvezh. “Gant ma asantfe ar gouziviad da holl zivizoù ar gur, e teuomp ingal a-benn da reiñ da holl azonoù ar c’hleñved ur ster nevez treuzdougel, da erlec’hiañ ouzh e neuroz boutin un neuroz treuzdougel a c’haller pareañ dre al labour-mezegañ.”

transfert ― Geriadur ar stlenneg
  • ―de données treuzdougen roadennoù [lancement d'une opération]
  • ―de l'image treuzdougen ar skeudenn [xérographie]
  • le ― des segments entre mémoire centrale et disques treuzdoug ar c'hrennennoù etre pennvemor ha kantennoù [mémoire virtuelle]
  • ―électronique de fonds treuzdoug elektronek an arc'hant [―] [fraude 2]
  • ―sur papier ordinaire d'une image matricielle treuzdougen war baper ordinal ur skeudenn ogedel [magnétographie]
  • les ―s d'information entre l'unité centrale et plusieurs périphériques lents an treuzdougen stlenn etre an unvez kreiz ha lies trobarzhell c'horrek [canal multiple &]
  • les ―s de fonds an treuzdougoù arc'hant [lecteur de carte à m.]
  • données en cours de ― roadennoù war dreizhidañ [zone tampon]
  • mode de transmission permettant le ―de l'information dans les deux sens mod treuzkas ma trehent ar stlenn diouzh an daou du [transmission bidirectionnelle]
  • réseau de ― rouedad treuzdougen [2.monétique]
transferttransfertreuzdougen, treuzdoug g. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Daskemmañ lec'h ur stlennad. Anv a reer da skouer eus treuzdoug etre unvez kreiz hag advemor un urzhiataer.

transfert ― Geriadur an armerzh
  • (informations, capitaux, etc...) treuzdoug g. (-adur, etc...)
  • transfert de capitaux treuzdoug kevalaoù
  • transfert d'information treuzdoug stlenn
  • transfert de fonds treuzdoug arc'hant
  • transfert des salaires treuzdoug ar goproù
  • balance des transferts mentel an treuzdougoù
  • effectuer des transferts ren treuzdougoù
  • (transport) machine à transfert treuzkasijinenn b.
  • (délocalisation, déplacement) treuzlec'hiadur g.
  • transfert d'entreprises treuzlec'hiadur embregerezhioù
  • transfert du siège social treuzlec'hiadur sez ar c'hevredad
  • transfert de main-d'oeuvre treuzlec'hiadur tud labour
  • transfert de populations treuzlec'hiadur poblañsoù
  • (de titres, etc...) treuzdoug g. (-adur)
  • transfert d'actions treuzdoug kevrannoù
  • transfert de technologie treuzdoug kalvezerezh
  • opérations de transfert gwezhiadennoù treuzdoug.
transferttransfertreuzdoug g.-où ― Geriadur ar mediaoù
  • 1) ~ magnétique magnetic transfer treuzdoug gwarellel
  • 2) # télécinéma film to tape transfer treuzdoug film da video, videodiñ
  • 3) ~ vidéo / film, # kinéscopage GB : telerecording, US : kinescope recording treuzdoug video da film, filmodiñ, kineskopiñ
transferttreuzdoug g. -où ― Geriadur ar fizik
  • transfert de charges, d'énergie treuzdoug bec'hiadoù, gremm
  • transfert de protons treuzdoug proton
transferttreuzdougen ― Geriadur ar gimiezh
  • réaction de transfert dazgwered treuzdougen
transferttransference1 treuzdoug g. 2 treuzdougen, treuzteiñ, treuzkediñ ― Geriadur ar vezekniezh

1 Er gur vredelfennañ, argerzh ma 'z a trivliadoù karantez pe c'haleniezh en doa ur gouzrec'h en e vugeliezh en un doare enkelat e-keñver un den all (e gerent pe e re nes ar peurliesañ) etrezek ar bredelfenner. 2 Ebarzhadur hanloadoù hilel e genom pe e kromozom kellig ur bakteri (roadour) diwar un tammad DNA o tont eus ur gellig all (roer). An tammad DNA a c'hell enteiñ war-eeun (treuzfurmadur), bezañ treuzkaset gant ur plasmid (keveiladur) pe gant ur bakteriofag (treuztoadur).

transfert d’énergietreuzdoug, – gremm ― Gervaoù skiant
transfert électronique de fondselectronic fund transfertreuzdoug elektronek arc'hant ― Geriadur ar stlenneg

Bodad kalvezderioù o talvout da ren gwezhiadurioù bank hep dilec'hiañ skor traezadel ebet. En amgant hevelep pleustroù emañ ar porzhiaded emgefreek bilhedoù, an drafoù emgefreek, ar c'hartennoù kred gwarellek.

transfert parallèleparallel transfertreuzdoug a-stur ― Geriadur ar stlenneg

Mod treuzdoug ma vez kaset ar stlennadoù en ur ser dre lies forzh.

transfert sérieserial transfertreuzdoug a-steud ― Geriadur ar stlenneg

Mod treuzdoug ma vez kaset ar stlennadoù lerc'h ouzh lerc'h dre an un forzh.

transfert skouer treuzdoug digorvell transfert de chaînetreuzdoug g. -où ― Geriadur ar gimiezh
  • transfert intramoléculaire treuzdoug enmolekulel
  • taux de transfert feur treuzdoug
TRANSFERT. ― Geriadur ar bredelfennerezh

névrose de transfert, neuroz treuzdoug (sl. NÉVROSE DE TRANSFERT) ; remplacer sa névrose commune par une névrose de transfert, erlec’hiañ ouzh e neuroz boutin un neuroz treuzdougel (sl. NÉVROSE DE TRANSFERT) ; révéler directement à l’analysé le contenu refoulé sans tenir compte des résistances et du transfert, diskoachañ rag-eeun d’an elfennadour an endalc’hedoù arvoustret hep lakaat e penn-kont an harzderioù hag an treuzdoug (sl. PSYCHANALYSE SAUVAGE).

Transfert.Übertragung.transference.treuzdoug g. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Argerzh ma’z a ar c’hoantoù diemouez e gwered ouzh ergerc’hennoù ’zo e stern darempredoù dibarek ha peurgetket e stern an darempred elfennadel. Peurliesañ e talvez an termen “treuzdoug” kement hag an treuzdoug o c’hoarvezout er gur vredelfennañ.

Intent a reer an treuzdoug evel an arreadur eus pimpatromoù bugelvezhel buhezet gant ur santad kreñv a vremanegezh.

Ent klasel, e seller ouzh an treuzdoug evel an dachenn ma vez c’hoariet kudennadur ar gur, he desezadur, he modelezhioù, he dieuladur hag he diskoulm.

“Petra eo an treuzdougoù ? Advouladurioù, eiladoù diwar al luzadennoù hag an eriunelloù a ranker dihuniñ hag emouesaat bep ma’z a an elfennerezh war-raok ; dezverk o spesad eo erlec’hiadur person ar mezeg ouzh ur person anavezet diagent.” “Enlakaet e vo ar mezeg e-barzh unan eus ar ‘steudadoù’ bredel furmet endeo gant ar gouziviad.”

Kemm a laka Freud etre daou seurt treuzdoug : unan yaek, an treuzdoug a drivliadoù tener, unan nac’hek, an treuzdoug a drivliadoù galen.

Diwar an treuzdoug e tisoc’has Freud gant ur c’heal nevez : an neuroz treuzdoug. “Dont a reomp reoliek da reiñ da bep azon eus ar c’hleñved ur ster nevez treuzdougel, da erlec’hiañ ouzh an neuroz boutin un neuroz treuzdoug a c’haller pareañ ar c’hlañvour anezhañ dre labour ar gur.” An treuzdoug zo “an dachenn ma rank bezañ gounezet an trec’h […]. Diarvar eo e kav ar bredelfenner ar poanioù brasañ en trevell da vestroniañ anadennoù an treuzdoug, hogen arabat diwelout ez eo ar poanioù-se end-eeun a rent ar servij dreist pep priz degas e gwered hag en erzerc’h ar fiñvennoù karantez, endonet hag ankouaet ; rak, a-benn ar fin, ne c’haller lakaat d’ar marv hini ebet in absentia pe in effigie”. “An treuzdoug, ken en e furm yaek, ken en e furm nac’hek, a ya en arempred an harzder ; hogen etre daouarn ar mezeg e teu da vezañ ar galloudusañ benveg-yac’haat hag e c’hoari ur roll a c’haller a-vec’h dreistpriziañ e dialusk argerzh ar pare.” “Ar c’hlañvour ne c’hell ket derc’hel koun eus kement a zo bet arvoustret ennañ ha marteze eus ar pep pouezusañ […]. Rankout a ra kentoc’h arren an arvoustred evel buhezadenn er bremañ.” Koulskoude e tle an elfenner diouzh e du “bevennañ ar muiañ gwellañ domani ar seurt neuroz treuzdoug, kas ar muiañ gwellañ a endalc’hed war hent ar c’hounaat ha leuskel an nebeutañ gwellañ gant an arreata.”

En arroud-mañ diwezhañ e kaver meneg eus ar gevenebiezh lakaet a-wel gant Freud etre gweshaat (ar gouzrec’h o tazbuhezañ hep rat dezhañ, oc’h arreata ur blegenn diagent ma werede ur c’hoant bet arvoustret) ha kounaat (ar gouzrec’h oc’h emouezañ ouzh ar blegenn diagent, — gant rat, eleze en he gwerc’helezh tremenet — ha war un dro ouzh ar c’hoant arvoustret).

Sl. LAVAR 07, Preder, 1979, pp. 56-58.

ZIFT (transfert intrafallopien de zygote)Zygote Intra Fallopian TransferZIFT, treuzplantañ ur vi frouezhiget en ur gorzenn a 'r grozh (TREVIK) ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad engehentañ ameilet ent vezegel, anezhañ treuzplantañ ur vi frouezhiget en ur gorzenn eus ar grozh forzhek ha bonan.