Yoc'henn epitelel kuñv eus ar skoedenn e rezh un nozelenn hevonn, borc'het ganti hormonoù skoedel o tevoudañ an tireotoksikoz pa 'z eont reñverek (sl. nodule chaud, nodule froid, goitre multinodulaire).
Furm ferennlug diwar ur pistriadur kimiek, gant al liaoù da skouer (dinitrofenol, kortikoidoù).
Bleuz gwresterek kevret gant eritroderma skarlegvanel ha tizhadoù grevus ar pugnez, dec'hanet gant un toksin stafilokokel.
Doenad ul lia o tec'han ur gwered pistriel war 50 % eus al loened arnod.
Kleñved darreuziat darvezet e Spagn e 1981 e dianlen euvriñ eoul farlotet (eoul olivez mesket gant eoul kolza dinaturet dre an anilin) ; hemañ a zevoud un derzhienn hag anafoù gwazhiedfo strewek ha, da rouestladoù dezho, erzerc'hadoù trombozenfraouek o tedreiñ etrezek ar fibroz ; liesflugezel eo an anafoù : skeventel, avuel, kroc'henel, gwadel, nervgaherel (kaherostoù, isteñv, kridoù, krenerezh) (sl. éosinophilie-myalgies : syndrome ∼ ).
1 A-zivout ar pistrioù, evel an anadennoù pistriel, an direizhoù pistriel pe un anaez devoudet gant ur pistriadur (diwar ul lia, da skouer), evel ar ferennlug pistriel, ar bleuz pistriel, h.a. 2 Gant perzhioù ur pistri, evel an adenomoù pistriek, an danvezennoù pistriek… 3 En ervez da gaout gweredoù ur pistri, evel un doenad pistrius, ar pesked pistrius, ar foue pistrius, h.a.