Poazhañ ur boued ouzh e lakaat en ardizh gwered rageeun ar wrez, dre skinañ pe dre stekiñ : regez glaou koad, hanochoù pe koad gwini, maen sklat pe blakenn botin tomm gor, grilh. Ar c'halvezerezh poazhañ-se a gevaraez sonnañ buan ar boued evit mirout e holl saour. Ent dibarek e tevoud evit ar c'hig ur c'harameladur eus ar protid war ar gorre, ar c'hrestenenniñ a enkloz ar sugoù magus. Kent dodiñ ar boued war ar c'hrilh en en gwisponer alies gant eoul pe amanenn teuz. Krazañ alamandez skejennet zo o lakaat war ur blakenn en ur forn c'hor, ouzh o fichañ alies, evit reiñ dezho un tamm liv unvan. Gant krazañ emañ an erdal ledanañ, ha grilhañ a reer war ar c'hrilh. Damheñvelster eo an daou dermen-se.
Kregiñ da zarwreziñ war dan dizolo un danvez bevek bennak war-benn diorren an dassimoù frondus a zo ennañ, pe ezvevennañ gwezhuzennoù noazus, pe c'hoazh war-benn e zisec'hañ, e rousaat. Ar c'hafe, ar butun, ar c'hakao a c'houzever, da skouer (Sl. krazañ).