Prouad arc'hwelel a zo e amkan studiañ kennevid un danvezenn goude diounit dre euvriñ pe dre sankañ un doenad savelet anezhi ; hervez an danvezenn diounezet e komzer eus prouad ar glukozvec'hiañ (Gl. épreuve d'hyperglycémie provoquée), prouad ar fruktozvec'hiañ (Gl. épreuve de charge du fructose), h.a..
Dezventadurioù daskoulzet ar glukoz er gwad goude ebarzhiñ (dre euvriñ pe dre sankañ engwazhiennel) ur c'hementad glukoz lavaret ; gant an diabeteg e vez brasoc'h ha padusoc'h muiadur ar glukozwadvec'h (hemañ dreist 2 g/l goude euvriñ 75 g glukoz) ; soliusoc'h eo hent ar wazhienn pa dremen hebiou da ziasurderioù ar c'hoaz-hañ.
Diaraezded ur bevedeg oadour da zelankañ ur respont hangaeel pa vez keraezet gant un antigen boas da zec'han erwezhioù hangaeel ; diaraezded o tarvezout a) pe da heul enkoradur an antigen e deizioù kentañ ar vuhez, eleze d'ur mare ma vez divarrek ar bevedeg da hangaeañ, ken e c'hougemer, da c'houde, an antigen evel pa vije lodek en e wiadoù, b) pe, gant an oadour, da heul ur mezegadur hangaeastaliñ hag e se un argerzh herouezañ hangaeel, c) pe da heul sankadur an antigen a zoenadoù paoterek pe, en eneb, boc'hedel (sl. facilitation immunitaire, immunodépression, intradermo-réaction, tolérogène).
Pa vez un den bonan, e bervez o vorc'hañ reol al laktaz, oc'h euvriñ 1 pe 2 l laezh, e sav dreist 2 g/l e wadvec'h glukoz, endra chom izeloc'h ar feur-se e tro un isvorc'h laktaz, eleze un angougemer laktoz.
Urzhiataer lieskewerier adeiladezh c'hourleizhat gouest d'ober war-dro an teukadoù arc'hwelerezh ha mirout na ve displetaet an digonadur.
Ouzhpenn war ar gourleizhañ, emañ harpet an heptreugañ chanadoù war zinoiñ raktal an teukad, goubarañ an elfenn siek, adkefluniañ ar reizhiad stlennegel.
Div bennaenn a vez dedalvezet :
~ daou gewerier o labourat a-stur ; pa deuk an eil e teu egile raktal d'e amsaviñ ;
~ ur c'hewerier endra arc'hwel a gas ingal luniennoù eus e stad (◊ checkpointing ◊ gwiriata) d'un eil kewerier, anvet amsaver war c'hed, geder . Pa c'hoarvez ur chanad, e teu ar geder da astreizhañ ar c'heweriad dre adkefluniañ diwar al lunienn diwezhañ degouezhet.
Studi ar glukozwadisvec'h dec'hanet dre ensinkladur engwazhiennel 1 g tolbutamid (DCI) (sulfamid glukozwadisvec'hius). Gant ar gouzrec'h bonan, a-benn 30 min, e leia ar glukozwadvec'h eus 0,50 g (pe 2,8 mmol) dre litr ; gant an diabeteg e leia nebeutoc'h (0,20 g pe 1,1 mmol ent keitat), hogen digreskiñ a ra hiroc'h (ouzhpenn 90 min). Anfeleun ha dispredet eo ar prouad-se.
Barregezh ar bevedeg da ziouzañv hep gwered diaezus diounezadoù danvezennoù kimiek pe mezegadurioù dre wezherioù fizikel. Gant al lostger - usted e vuker al live gougemer, ar pennanor o verkañ un ober.
Prouad oc'h andalañ, in vitro, kaouledusted vloc'hel ar gwad. Lizh da J.-P. Soulier : “Ar prouad a c'hoarvez a vuzuliañ padoù kaoulediñ pevar standilhon 0,5 mL an un plasma oksalatet hag adrazekaet e diraez a) 0 ; b) 0,3 ; c) 0,7 ha d) 1 unanenn heparin dizolc'het e 0,1 mL dileizhad kengrennek”. Azdodiñ heparin a laka an dazgwered da vezañ kizidikoc'h dre c'horrekaat ar buanez kaoulediñ ha dre greskiñ ar forc'hadoù etre ar gwerzhadoù bonan hag ar re gleñvedel. An kez pad, keñveriet atav ouzh hini ur plasma test a verra e degouezh tromboz, a hira e degouezh olpladanoù ha, dreist holl e degouezh hemofiliezh. Ar prouad a gevaraez heuliañ disoc'hoù ar mezegadurioù enepkaoulediñ.
un afflux d’excitations excessif, relativement à la tolérance du sujet et à sa capacité de maîtriser et d’élaborer psychiquement ces excitations, ur strumm broudadoù re greñv evit gougemerusted ar gouzrec’h hag e ouested da vestroniañ ha da zanzen ent vredel ar broudadoù-se (sl. TRAUMA, TRAUMATISME (PSYCHIQUE)).