1 Danvezenn eouliek a orin meinel, struzhel pe loenel. 2 Danvezenn lodek er bevedeg enaozet gant an adipokit, naouus, a) ent fizikel, dre he andileizhded en dour hag he hezileizhded en eter, er c'hloroform, er benzen, b) ent kimiek, dre luniad he molekul, o tisoc'h eus molekul glikerid esteraet dre unan, div pe deir bevdrenkenn (sl. adipocytes, cholestérol, glycérides, lipide).
Le faseyement est néfaste particulièrement pour les tissus apprêtés ou complexés.
Drastus eo ar froual dreist-holl d'ar gwiadoù stroget pe kendoueziet.
Furm eus ar gwiad kenglenel loet dindan ar c'hroc'hen, anvet c'hoazh gwiad kenglenel laosk (Gl. tissu conjonctif lâche) dre ma vez rouesoc'h enni ar gwiennoù kollagen, pe gwiad lavnennek (Gl. tissu lamelleux) dre ma vez stalet e rezh kennennoù tanav ; hervez an aozerion ez eo ar gwiad kellaouek pe ur parzh eus ar c'houdonenn, pe ar c'houdonenn he unan, pe ur gwiad dioutañ loet etre ar c'houdonenn hag ar faskienn ; evit aozerion all ez eo ankantrat lakaat kemm etre ur gwiad kellaouek endan-groc'hen ha stummoù all ar gwiad kenglenel.
Gwiad harpañ o c'hronnañ an organoù hag o leuniañ an egor etrezo, teir c'hedrann ouzh e ober 1) ur vondanvezenn dezhi neuz ur gel o c'hoarvezout a zour, halioù meinel, proteinoù, mukopolisakaridoù, 2) gwiennoù kollagen, dastennek, rouedek, 3) kelligoù ; hervez e lec'hiadur hag e arc'hwel e wisk ar gwiad kenglenel meur ar furm, evel ar migorn pe an derm (sl. cellulaire : tissu ∼ sous-cutané, chorion, collagène, derme sous-cutané, chorion, collagène, derme).
Teskad ar c'helligoù hag an organoù a zo en o dalc'h an erwezhioù hangaeañ spesadel, ouzh e ober : 1) al limfokit, ar bongelligoù ez int an disoc'h anezhañ hag ar c'helligoù deveret diouto (limfoblast) — diaes eo dec'havaelañ an ac'hadur anezho betek o zreuzfurmadur e kelligoù dewerc'her (immunokit) : al limfokit B ha T hag ar plasmokit ; bezant emaint er gwad, el limf, er gwiad kenglenel ha dreist holl en organoù limfoidel ; 2) an organ où limfoidel ma tiwan, ma azv ha ma emdro al limfokit : toazon, mel eskern, gwerblennoù, huegoù, plakennoù Payer, divilhenn, derm ha tonenn ar glaourgennoù ; o kewezhiañ strizh emañ reizhiad limfoidel ha reizhiad retikuloendotelel.
Stroll kelligoù unrezh dezho an un arc'hwel. Bez' ez eus pevar bonrizh : epitelel, kenglenel (ennañ ar gwad, an askorn hag ar migorn), kaherel ha nervel. Arverañ a reer an termen gwiad er par rummennel (goubarel, hollek) hag an termen gwiadenn er par hiniennel (louer, dibarek). Da skouer : an epitelienn zo ur gwiad (rummennel, hollek), tra ma tistruj an tanezer ur wiadenn (dibarek).
Gwiad askorn amparet gant lavnennoù askorn, harpet start an eil re ouzh ar re all, hep kavennoù etrezo.
Gwiad askorn, ouzh e ober ur rouedad a dilhennoù etrezo kavennoù munut kehent kenetrezo leun gant ar mel eskern. Bezant e vez e-barzh talpennoù an eskern hir hag etre kaenennoù an eskern berr ha plat.