Aheurterezh da zerc'hel ent kalvezadel an arc'hwelioù bevedel gant ar glañvourion war o zremenvan.
Gaouad korfel andisplegadus gant dedro an anaez prederiet, o c'hoarvezout da geñver ur gwezh mezegel hep ma c'hallfed arzodiñ fazi, beiad pe diampartiz d'ar c'hoskor mezegañ.
Keñver etre doen kurañ ha doen pistriañ ul lia.
Prederiañ ar c'hanolioù hag ar c'havennoù a venner o assav pe vuiaat o c'havnez : frankaat san an daeroù, frankaat un dalmerenn (sl. angioplastie), frankaat ur gwask kalon (sl. Brock : opération de ∼, commisurotomie, commisurotomie).
Digresk gwered ul lia goude an diounit eus un nebeut doenadoù anezhañ (sl. accoutumance, Besredka : méthode de ∼, tachyphylaxie , tachyphylaxie 2 ).
Hentenn studiañ ul lia nevez e-skoaz ul lia kent pe an ezvezañs prederiadur ; evit ma ve solius e ranker divrannañ ar c'houziviaded dre ziforzhekaat, an eil stroll o tegemer al lia, egile o tegemer ur plakebo ; er prouad hep rat (Gl. e. t. à l'insu, Sz. blind test) e chom ar gouziviad hep gouzout natur an aozad en deus kemeret ; er prouad daskroaziat (Sz. cross-over test) e vez diounezet d'an un gouziviad lerc'h ouzh lerc'h lia ha plakebo pe plakebo ha lia, hag eñ dic'houzvez eus urzh an diounit, dezhañ da varn ar gweredoù ; er prouad ueheprat (Gl. essai en double insu, Sz. double blind test) e tiounezer d'ar gouziviad gwech ur plakebo, gwech al lia gwirion, hep rat ken dezhañ, ken d'ar mezeg, un tredeour hepken oc'h anaout bewech natur an aozad diounezet.
Spanaenn badennek a reer en ur prederiadur e sell da wiriañ ha strafuilhoù a stader zo amweredoù diwarnañ pe, goude stadañ e ziefedusted, war-benn deraouiñ ur prederiadur all.
A-berzh ar c'houziviaded, kemplegañ d'an erskrivadoù mezegel.
Anadenn a gaver da-geñver kurioù bredelfennañ 'zo evel rizh harzder ouzh ar pare diaes kenan da zistrec'hiñ : bep tro ma c'hortozer ur wellaenn dre berzh araokadur an elfennadenn, e c'hoarvez ur washaenn, evel pa vije gwell gant tud 'zo gouzañv eget pareañ. Freud a zeveize an anadenn-mañ evel gwered ur santad kablusted diemouez enlenat da luniadoù mazoc'hek.
E gwir, Freud, a-hed ar bloavezhioù, a ginnigas lerc'h-ouzh-lerc'h ur steudad displegadurioù evit an erwezhiad nac'hek : gludegezh al libido, andiraezadusted narkisek, gounid diwar ar c'hleñved, santad kablusted, mazoc'hegezh, harzder digant an dreistme hag, en dibenn, luzad a varv.
Anadenn a gaver da-geñver kurioù bredelfennañ ’zo evel rizh harzder ouzh ar pare diaes kenan da zistrec’hiñ : bep tro ma c’hortozer ur wellaenn dre berzh araokadur an elfennadenn, e c’hoarvez ur washaenn, evel pa vije gwell gant tud ’zo gouzañv eget pareañ. Freud a zeveize an anadenn-mañ evel gwered ur santad kablusted diemouez enlenat da luniadoù mazoc’hek.
E gwir, Freud, a-hed ar bloavezhioù, a ginnigas lerc’h-ouzh-lerc’h ur steudad displegadurioù evit an erwezhiad nac’hek : gludegezh al libido, andiraezadusted narkisek, gounid diwar ar c’hleñved, santad kablusted, mazoc’hegezh, harzder digant an dreistme hag, en dibenn, luzad a varv.
1 A-zivout ar yac'haat, prederiadur ar c'hleñvedoù. 2 Diskiblezh o plediñ gant prederiadur ar c'hleñvedoù, eleze an araezioù liael, surjianel pe all amkanet da bareañ pe skañvaat ar glañvourion. 3 Hollad an araezioù dibabet da brederiañ ur c'hleñved. A se an termenoù liesseurt (gant an deveradoù anezho : mezeg adur, prederiadur), pa dalvezont holl : “ober war-dro, klevout diouzh, plediñ gant” un den klañv. An hini diwezhañ a dalvez ivez en deveradoù evel lostger : kouronkkurañ, gwaskkurañ, gwadveizkurañ, bredkurañ, kobaltkurañ ….
la découverte de la valeur thérapeutique de l’abréaction, dizoloadenn yac’hausted an dianerwezhiañ (sl. AFFECT) ; c’est seulement si le rappel du souvenir entraîne la reviviscence de l’affect que la remémoration trouverait son efficacité thérapeutique, n’eo nemet mar be azbevaet ar c’hantaezad e-ser ma’z eo kounaet an eñvorad e ve yac’haus ar gounadenn (sl. AFFECT) ; le travail thérapeutique les rend particulièrement manifestes, lakaet e vezont anat gant c’hwel ar gur (sl. ALTÉRATION DU MOI) ; une névrose de transfert qui peut être guérie par le travail thérapeutique, un neuroz treuzdougel a c’haller pareañ dre al labour-mezegañ (sl. NÉVROSE DE TRANSFERT) ; mais entre les mains du médecin il devient le plus puissant des instruments thérapeutiques, hogen etre daouarn ar mezeg e teu da vezañ ar galloudusañ benveg-yac’haat (sl. TRANSFERT).
Framm degemer ha herberc'hiañ en ur familh evit ar c'houziviaded stabilaet. Dazeilad evit ar c'hlañvdiadur ez eo an amkan anezhañ kevaraezañ kendalc'hegezh an arouelioù en ur stern familhel evit gouziviaded dic'houest da vevañ o unan, an amkan o vezañ hepkoriñ an emdenn, kevaraezañ ar genfestadelezh hag an adkenempradur, ha hepkoriñ un herberc'hvezh. Roll ar c'hoskor arouelañ zo ambroug ar familhoù dre ur skoazell reoliek.