Preder
BCG-test, test au BCGBCG-testerwezh g. ouzh ar BCG, BCGbrouad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Erwezh entonennel (entonennerwezh, Gl.  intradermoréaction) pe kroc'henel (kroc'henerwezh, Gl.  cutiréaction) embreget dre ar BCG bev pe lazhet evit dinoiñ an allergiezh torzhellek ; yaek e ve etre 20 hag 25 % eus an degouezhioù anerwezh ouzh an tuberkulin — komz a reer neuze a allergiezh danduberkulinel ; arveret e vez dreist holl da evezhiañ an allergiezh dianvaksinel.

Bielschowsky : signe de ∼, test de ∼Bielschowsky's testprouad g. Bielschowsky ― Geriadur ar vezekniezh

Uswariañ ur voull lagad pa stouer ar penn war ar skoaz a-gendu ; azon eo da seizi ar gigenn veskellek uhelañ.

bloquant : testblocking testprouad tolc'hañ ― Geriadur ar vezekniezh

Arnod evit anataat ar vezañs en ur gwadveiz eus antikorfoù antiRh tolc'hus na vezont ket dinoet dre an dazgwered dazgludañ ordinal.

bromesulfonephtaléine (BSP) : test à la ∼, épreuve à la ∼, clairance à la ∼bromosulfophtalein test, sulfobromophtalein testprouad g. ar bromosulfoftalein (BSP), dizeul g. ar bromosulfoftalein ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da imbourc'hiñ arc'hwel degorzhañ an avu ; goude sanket dre ar wazhienn un doenad BSP diouzh ar feur 5 mg / kg (pe 150 mg / m2 gorread korf), e vez delenet buan an danvezenn gant an avu ha neuze ezvevennet e ser ar vestl ; goude 15 min, ent reol e vez ar gwadvec'h dindan 25 % eus an doenad deroù, goude 45 min dindan 5 % ; er pleustr e spisaer aesoc'h barr karzhañ ar plasma gant parenkim an avu dre savelañ dizeul azrannel ar BSP, reol etre 15 ha 17 % ; leiaet e vez gant ar skorted avu.

Burstein : épreuve de ∼, réaction de ∼, test de ∼Burstein's methodhentenn Burstein ― Geriadur ar vezekniezh

Elfennañ demerventadel β-lipoproteinoù ar gwadveiz goueledet diwar-bouez sulfat dekstran (hentenn dispredet).-lipoproteinoù ar gwadveiz goueledet diwar-bouez sulfat dekstran (hentenn dispredet).

Carter et Robin : test de ∼, épreuve de ∼, épreuve de Hickey-Hareinfusion of hypertonic saline solutionprouad g. Carter ha Robin ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad arveret evit imbourc'hiñ borc'hadur an hormon drekgougorfenn (hormon eneptroasheiat, vazopresin, ADH) ha deznaouiñ an diabet heuz, anezhañ muiaat osmoleriezh ar gwad diwar-bouez trefennañ un dileizhenn usgrennek kloridenn natriom ; gant an den bonan e stader ul leiâd a etre 70 ha 90 % eus an troazhodiñ hag ur muiâd eus douester an troazh ; pa vez diabet heuz ne leia ket an troazhodiñ hag izel e van izel douester an troazh (sl.  antidiurétique : hormone ).

charge : épreuve de ∼, test de tolérancetolerance testprouad bec'hiañ, prouad gougemer ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad arc'hwelel a zo e amkan studiañ kennevid un danvezenn goude diounit dre euvriñ pe dre sankañ un doenad savelet anezhi ; hervez an danvezenn diounezet e komzer eus prouad ar glukozvec'hiañ (Gl.  épreuve d'hyperglycémie provoquée), prouad ar fruktozvec'hiañ (Gl.  épreuve de charge du fructose), h.a..

clomifène : test au ∼clomifene testerwezh g. ouzh ar c'hlomifen ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da erc'hwiliañ gouested kreizennoù ar gouzerc'hvel da elloiñ borc'hadur ar gonadostimulineier gant ar c'hougorfenn ; talvout a ra, pa vez bonan ar vierezioù hag an enkrozhenn, da c'houzout ha devoudet eo angwezh ar rakgougorfenn gant un direizh anezhi pe gant un diouer kentraouiñ a-berzh ar gouzerc'hvel ; un aozad kevanaoz estrogendolc'her eo ar c'hlomifen.

colonies de fibroblastes : test d'inhibition des ∼ ◊ ◊ prouad g. astaliñ ar c'hludadoù fibroblast ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn andalañ ar gempadusted kelligel etre roer ha roadour un imboud ; ober a reer da limfokit ar roadour keraezañ un diñvadenn fibroblast eus ar roer ha, goude 48 h, dre eriñvañ ar fibroblast ez anavezer kelligpistriusted al limfokit en o c'heñver.

compatibilité : épreuve de la ∼ directe, test croisécross matchingamprouad eeun ar gempadusted, kevrankañ ar gwadoù, gwadkevrank b. ― Geriadur ar vezekniezh

Amprouad renet ouzh gwele ar gouziviad evit gwiriañ kempadusted gwadoù ar roer hag ar roadour, anezhañ meskañ war ul lavnenn ur berad eus plasma ar roadour gant ur berad eus gwad ar roer ; e tro un digempad A, B, O, e c'hoarvez dindan 4 pe 5 munud un dazgludadur merzhadus d'ar sell diglav.

dexaméthasone : épreuve ou test de la ∼dexamethasone testprouad an deksametazon ― Geriadur ar vezekniezh

Arnod amkanet da wiriañ amzalc'h ar gaenuslounezhenn ouzh ar c'hougorfenn : diounit a reer ur c'hortikosteroid, an deksametazon, a zo e wered diren borc'hadur ar c'haenwezher (ACTH), hag e tezventer en troazh hormonoù ar gaenuslounezhenn (17-CS, 17-OH) ; ent reol e leia feur ar remañ, digemm e van pa vez ur yoc'henn en uslounezhenn hag ez a dreist reol pa vez usweek an uslounezhenn.

épicutané : test ∼, épidermoréactionpatch testingprouad  g. argroc'henel aa., prouad an teltan, ezkroc'henerwezh g. ― Geriadur ar vezekniezh

Dodiñ war an ezkroc'hen hep e araskañ ul lomm eus un danvezenn evit dinoiñ kizidigezh ar c'hroc'hen outi.

Flosdorf : test de ∼Flosdorf's testprouad Flosdorf ― Geriadur ar vezekniezh

Diwar ensinkladur entonennel 0,1 mL aglutinogen douhennet eus bazhell Bordet ha Gengou e tarvez, dindan 24 h, ur grugenn 1 cm led gant ar c'houziviaded graet ganto an drev pe bet vaksinet outañ ; nac'hek eo ar prouad gant ar c'houziviaded tizhadus.

freinage : test du ∼suppression testprouad an astaliñ ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da andalañ perzh ur c'horwered pe evit savelañ bezañs un usvorc'hañ pe, mar bez prouet an usvorc'hañ, evit spizañ ar wikefre anezhañ (pa ouzer, da skouer, ne vez ket astaladus an usvorc'hadoù yoc'hennien) (sl.  épreuves fonctionnelles surrénales).

Hamolsky : test de ∼, T3 testin vitro uptake testprouad Hamolsky, prouad T3 ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad imbourc'h arc'hwelel ar skoedenn, anezhañ andalañ bec'h an hormon skoedel (tiroksin pe T4) e-barzh ar proteinoù en dezoug : meskañ a reer in vitro gwad ar gouziviad gant ur c'hementad hormon skoedel T3 tiellet gant iod skinoberiek ; seul vrasoc'h kementad an hormon T3 andegerc'het gant ar proteinoù dezouger seul uheloc'h enno bec'h an tiroksin.

Huhner : test de ∼Huhner's testprouad Huhner ― Geriadur ar vezekniezh

Arnod graet pa vez gaonac'hded ; 24 h goude ur gediadenn revel e rener un imbourc'h korrgreskerel war sklerenn gouzoug ar grozh war-benn studiañ ar spergelligoù, an niver, ar furm, an heloc'hded anezho.

hyperglycémie provoquée : épreuve de l'∼, test de tolérance au glucoseglucose tolerance testprouad g. ar glukozwadvec'hiañ, prouad ar glukozvec'hiañ, prouad gougemer ar glukoz ― Geriadur ar vezekniezh

Dezventadurioù daskoulzet ar glukoz er gwad goude ebarzhiñ (dre euvriñ pe dre sankañ engwazhiennel) ur c'hementad glukoz lavaret ; gant an diabeteg e vez brasoc'h ha padusoc'h muiadur ar glukozwadvec'h (hemañ dreist 2 g/l goude euvriñ 75 g glukoz) ; soliusoc'h eo hent ar wazhienn pa dremen hebiou da ziasurderioù ar c'hoaz-hañ.

Kleihauer : test de ∼Kleihauer's testprouad Kleihauer ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn dinoiñ hemati ar grouell e-barzh gwad ar vamm, soliet war alkaliharzusted an hemoglobin krouellel.

lactose : test de tolérance au ∼lactose tolerance testprouad gougemer al laktoz ― Geriadur ar vezekniezh

Pa vez un den bonan, e bervez o vorc'hañ reol al laktaz, oc'h euvriñ 1 pe 2 l laezh, e sav dreist 2 g/l e wadvec'h glukoz, endra chom izeloc'h ar feur-se e tro un isvorc'h laktaz, eleze un angougemer laktoz.

langage de testcheck languageareg gwiriañ ― Geriadur ar stlenneg

Areg o talvout da c'houleviñ an ijinennoù amkanet da wiriañ emgefreek an aveadoù elektronek.

leucocytes : test d'inhibition de la migration des ∼leucocyte migration inhibition testprouad heudiñ emdizh al leukokit ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da imbourc'hiñ kizidikadur al leukokit (pe ar makrofag) ouzh un antigen ; penn digor ur vrigerenn dall leuniet gant un arlugad limfokit a souber en ur gibanad metoù tiñvañ ouzhpennet dezhañ an antigen ; goude 18 h e-barzh un tesaer da 37°C e stader o deus emdizhet al leukokit d'ar gibanad a-bezh pa nad int ket kizidikaet ouzh an antigen pe, en eneb, mard int kizidikaet, ez eo bet heudet o emdizh hag e chomont gronnet ekreiz ar giban en dro da benn ar vrigerenn ; prouad hemañ a gevaraez erc'hwiliañ an hangae dre handizh kelligel (sl.  facteur inhibiteur de la migration (des leucocytes et des macrophages), hypersensibilité différée ou retardée : réaction d', immunité, immunité).

lymphocytes : test du transfert normal des ∼ , TTNLnormal lymphocyte transfer testprouad g. treuzdoug reol al limfokit ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn ergemennet a-raok un treuzplantadur organ evit andalañ kempadusted ar gwiadoù etre roer ha roadour, anezhi sankañ e derm ar roadour kementadoù limfokit o tont eus un niver roerion ; seul vihanoc'h eo an erwezh stadet a-benn 24 pe 48 h ma 'z eo gwelloc'h ar wiadkempadusted.

lymphocytes : transformation des ∼ in vitro, test de la transformation lymphoblastiqueblast transformation of lymphocytestreuzfurmadur al limfokit in vitro, prouad an treuzfurmadur limfoblastel ― Geriadur ar vezekniezh

Treuzfurmadur in vitro al limfokit bihan e kelligoù hangaec'hougonek (pe immunoblast, pe kelligoù blastek) goude keraezañ un antigen a zo hangaeet outañ an hinienn e teuont anezhi, prouad hemañ o talvezout 1) da andalañ ar wiadkempadusted : mar mesker in vitro limfokit div hinienn nad int ket gevelled unreek, ez eo seul vrasoc'h niver al limfokit treuzfurmet en immunoblast ma 'z eo kevaralloc'h antigenoù leukokitel an div hinienn, eleze ma 'z eo brasoc'h an digempad gwiadel etrezo ; 2) da zinoiñ an allergiezhoù garvevel pe liael.

Martinet : épreuve ou test de ∼Martinet's testprouad g. Martinet ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad strivañ war-benn gwiriañ ar stad kalongwazhiedel a-geñver gant embregerezh ur sport, anezhañ ober 20 plegadenn a 'n izili traoñ d'an talm a unan bep div eilenn ; notet e vez ar poulz ha gwask ar gwad a-raok ha goude ar prouad, hag ivez e-doug an distro d'an aoz kent (sl.  effort : épreuve d' ).

Mazzotti : test de ∼Mazzotti's testprouad Mazzotti ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad arveret da zeznaouiñ ar filariaz : dre ensinklañ un doenad bihan dietilkarbamazin, filarlazher kreñv, e tevouder loezadur an arvevaded hag un erwezh allergek (debron, daeraouiñ, terzhienn, bomm eleozinofil).

Métopirone® : test à la ∼metyrapone testprouad g. a 'r metirapon ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn studiañ borc'herezh an hormon kaenwezher (ACTH) gant ar rakgougorfenn ; gant ar m. e vez heudet, er gaenuslounezhenn, enaoz ar c'hortizol (pe hidrokortizon), dre se, ent reol, lakaet ar c'hougorfenn da vorc'hañ ur reñver ACTH ha, da heul, ar gaenuslounezhenn da zanzen ur reñver kenaozad S Reichstein, diaraoger ar c'hortizol ; dre zezventañ hemañ en troazh, e stader pe un dreistreñver anezhañ gant gouziviaded kleñved Cushing, pe, en eneb, reñver ebet pa vez skorted kentael ar gaenusloun-ezhenn pe skorted ar rakgougorfenn (sl.  antéhypophyse, corticotrope : hor-mone , corticosurrénal : hormones —es, Cushing : maladie de , corticosurrénal : hormones —es, Cushing : maladie de ).

Narula : test de ∼Narula's testprouad g. Narula ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad embreget e-kerz erc'hwilierezh enkavennel an hordenn gentez-kofig amkanet da ziournat orin un ezwal, anezhañ delankañ ent kalvezadel argrezadoù ar c'hentez : ent reol goude astal an tredanfraouaat e c'hoarvez ur paouez godel ; diwar uspad hemañ e tezreer ez eo darallet emgefren ar god (sl.  bloc sino-atrial, His : faisceau de ).

Neer : test de ∼Neer testprouad Neer ― Geriadur ar vezekniezh

Embreg amkanet da lakaat war wel ur gouzañvder endan-gernskoaz : gorreadur gouzañvat war raok ar vrec'h, an dorn o vezañ palvstouet, o tevoudañ ul laur dreist 90°.

négatif (résultat d'un test)nac'hek ― Geriadur ar jedoniezh
Nelson ou Nelson-Mayer : réaction ou test de ∼, test d'immobilisation des tréponèmes, TITNelson test, treponema pallidum immobilization test, TPI-testprouad g. Nelson, prouad diloc'husaat an treponem, PDT ― Geriadur ar vezekniezh

Dazgwered gwadveizel spesadel d'ar sifiliz : gwadveiz ar gouziviad, ezniñvet ha mesket, a-ziavesk klokaenn fresk, gant un arc'hoalenn Treponema pallidum, a lam diouto o loc'husted hag o foreüsted ouzh ar c'honikl ; en ur feur a 50 % a 'n degouezhioù ez eo yaek ar prouad, a 100 % bepred e-kerz dedro ar c'hleñved ; dilezet eo bet ar prouad-mañ e gounid deznaou bevoniel ar sifiliz (sl.  syphilis : diagnostic biologique de la ).

ninhydrine : test ou réaction à la ∼ninhydrine reactionerwezh g. ouzh an ninhidrin ― Geriadur ar vezekniezh

Studi ar c'hwezparañ e par ar bizied ; arloet e vez mezal ar re-mañ ouzh ur baperenn : dre arwerc'hañ ar baperenn gant un dileizhenn ninhidrin ez anad ar roud eus igorennoù ar gwagrennoù c'hwezparañ, amprouenn oc'h araezañ studi ergorek an eraeziñ kroc'henel (diwar gouliadur un nervenn da skouer), rak an un tiriad zo d'an aneraez ha d'ar c'hwezanpar.

nitrobleu de tétrazolium : épreuve ou test au ∼nitroblue tetrazolium dye testprouad an nitroglaz tetrazoliom ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad arveret evit priziañ bakterilazhusted ar granulokit : o lakaat a reer da fagokitañ rannigoù lateks intret gant n. t. ; pa vez reol an traoliañ fagokitel, e vez dilaosket H₂O₂ a zire an n. t. e nitroformazan hag e teu ul liv glas war ar granulokit ; ezvezañs al livadur a verk ur fagokitañ ezreol dre zivig enzimatek (stadoù negez hangaeel, er granulomatoz lestel argammedek da skouer) (sl.  granulomatose septique progressive).

percutiréaction, test de Moropercutaneous reactionerwezh g. treuzkroc'henel, treuzkroc'henerwezh g., prouad g. Moro ― Geriadur ar vezekniezh

Erwezh foel o c'hoarvezout en daou zevezh kentañ goude dodiñ un dakenn duberkulin devec'hiet ent yen ha formolet war an epiderm spuret dre an eter ; prouad kizidikoc'h hag aesoc'h da embreger eget an erwezh kroc'henel (sl.  cutiréaction).

point de testcheckpointpoent prouadiñ ― Geriadur ar stlenneg

Poent dibarek en ur goulev ma vez dastumet arventennoù naouus d'an erounezadur mat anezhañ.

post-coïtal : testpostcoital testprouad g. goude keventrac'h ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. Huhner : test de ).

Prick testPrick testprouad g. Prick ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad evit dinoiñ un dreistkizidigezh kentizhek ; embreget dre flemmañ an ezkroc'hen a-dreuz un dakenn a zileizhenn allergen.

programme de testcheck programgoulev gwiriañ, goulev prouadiñ ― Geriadur ar stlenneg

Goulev o talvout da wiriañ arc'hwelerezh mat organoù un ijinenn ha da zinoiñ ar falladurioù.

protamine : test au sulfate de ∼protamine sulfate testprouad dre ar sulfat protamin ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da naouaat, e plasma ar gwad, an danvezennoù hezileizh dedaolet gant ar furmadur trombin. Dinodadur ur gel, pa azdoder er plasma un dileizhenn sulfat protamin pH 8 a zenaou bezañs an danvezennoù-se. Peurliesañ e vez yaek ar prouad-se en azoniadoù ar c'haoulediñ engwazhiedel strewek (sl. coagulation intravasculaire disséminée : syndrome de ).

provocation : test de ∼provocative testprouad an devoudañ ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn deznaouiñ a c'hell addec'han azonoù an allergiezh, o devoudañ, a se an anv roet dezhi. Prouad an adebarzhiñ a vez graet anezhi ivez.

PTA testperoxydase treponemal Antibodyprouad PTA ― Geriadur ar vezekniezh

Erwezhiad hangaeel evit deznaouiñ ar sifiliz, dre arverañ an treponem gwelv lazhet. Tielladur an antiglobulinoù a vez dewerc'het bennozh d'un enzim, ar peroksidaz.

Quick : temps ou test de ∼Quick's test, prothrombin time, PTamzer Quick, prouad Quick ― Geriadur ar vezekniezh

Pad ar c'haoulediñ, e 37 °C, evit ur plasma dre azdodiñ oksalat ha neuze adrazekaet e bezañs ur reñver tromboplastin. Ent reol e vez gavaelet amzer Quick etre 12 ha 13 eilenn. Kenfeuriek eo an uspad anezhi da isvec'h ar protrombin, hag ivez da vec'hioù ar proakelerin, ar prokonvertin hag ar barenn Stuart.

quinine : test à la ∼quinine testprouad g. a' r c'hinin ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da zinoiñ furmoù leiek a viasteniezh : euvradur doenadoù bihan kinin a vuia ar gaherasikted.

Ravasini : test de ∼Ravasini's testprouad g. Ravasini ― Geriadur ar vezekniezh

Andalañ talvoud arc'hwelel al lounezhi. Ul lounezh a zo demeraet ar c'havennoù lestrkalirel anezhi etre tri ha pemp munud war-lerc'h ensinkladur engwazhiennel an aozad dargemm zo ul lounezh bastus he arc'hwel.

Remington : test de ∼Remington's testprouad g. Remington ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad deznaouiñ gwadveizel an toksoplasmoz. An antikorfoù IgM dinodet e gwadveiz ar c'hlañvour zo lakaet war wel diwar-bouez hentenn an hangaegendreluc'hañ.

résistance des érythrocytes à la chaleur : test de ∼ ◊ ◊ prouad g. harzusted an eritrokit ouzh ar wrez ― Geriadur ar vezekniezh

Studi keverata ar gwadloezañ er gwrezverk ordinal hag e 37°C en tesaer. Evit ar c'houziviaded tizhet gant kleñved Marchiafava-Micheli ez eo ar gwadloezañ herrekoc'h er wrez : deraouiñ a ra hogos diouzhtu, tra ma ne grog evit ur gwad bonan, en amveziadoù heñvel, nemet etre ar 72vet hag an 90vet eur.

Risser : test de ∼Risser's testprouad g. Risser ― Geriadur ar vezekniezh

Andalañ gant ar c'hrennard, war ur skinlunad a-dal a 'l lestr, stad dedreiñ kresk an eskern. Echu eo pa vez soutet ar poent askornaat ouzhpenn eus kribenn ar glun gant an kez askorn. Dereziet eo ar prouad-se eus 0 (kent dinodadur ar c'hentañ poent, war-dro 13-14 vloaz gant ar merc'hed, 15-16 vloaz gant ar baotred) da 5 (kendeuzadur klok, tri bloaz war-lerc'h ar peurliesañ).

Robinson, Power et Kepler : test de ∼Robinson, Power and Kepler testprouad g. Robinson, Power ha Kepler ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad da imbourc'hiñ ar gaenuslounezhenn gant ur gouzrec'h dindan c'housell a skorted ; en degouezh-se e vez un dale ezvevennañ an dour.

Rorschach : test de ∼Rorschach's testprouad g. Rorschach ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad ervannañ o kevaraezañ studiañ luniad ar bersonelezh. Arverañ a reer dek taolenn warno takadoù du pe livek, erouezet d'ar gouzrec'h hervez un urzh savelet, evit ma teskrivfe ar pezh a zec'halvont evitañ.

rose Bengale : test de la coloration au ∼rose bengal staining testprouad livadur dre ar roz Bengal ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad arveret evit deznaouiñ kleñved Sjögren. Enberañ a reer el lagad un dileizhenn roz Bengal a liv a-ziuz kelligoù ar gevresae hag ar gornsae anafet gant ar c'hleñved.

Rosenbach : test de ∼Rosenbach's testprouad Rosenbach ― Geriadur ar vezekniezh

Dezventerezh ar blasmahemoglobinegezh a-raok ha goude soubañ un dorn en dour yen e-pad 5 munud ; e degouezh a droazhhemoglobinegezh c'hrezvarrek diwar ar yenion ez eo ar werzhad vuzuliet goude yenadur brasoc'h eget an hini c'hounezet a-raok ar soubidigezh.