Nerzhder regel (MT -2 ) naouus da bep liñvenn ; da skouer, tennder gorre an dour zo 76.10 -5 N / cm.
1 Nerzh dre unanenn c'horre e Pa (pascal) — 1 N/m 2 —. Er vezekniezh e vez graet gant un unanenn all evit dewerzhañ ar gwaskoù talmerel, sistolel, diastolel, enboullel : ar mmHg, 1 mmHg = 133,322 Pa. 2 An tennder zo un nerzh — dewerzhet e N enta — o werediñ e par gwiskadoù gorre al liñvennoù pe e par speurioù ur gavenn, evel nerzh herzel ouzh an aezhennoù pe al liñvennoù endalc'het enni. 3 Ar barr tredan — an tredanvarr — a vez dewerzhet e V (volt). Ar gremm dedaolet gant ur red tredan 1 A en un eilenn o kouezhañ eus 1 V zo par da W = U×II×t = 1t = 1×11×1 = 1 J (joule). Pezh a ro tu da zespizañ ar barr tredan evel ur gremmder tredanel : U = W / It = W / Q, da lavarout eo : 1 V = 1 J / 1 C (C, coulomb unanenn dredanad).1 = 1 J (joule). Pezh a ro tu da zespizañ ar barr tredan evel ur gremmder tredanel : U = W / It = W / Q, da lavarout eo : 1 V = 1 J / 1 C (C, coulomb unanenn dredanad).
Gwask ar gwad oc'h amredañ en talmerennoù. Uheloc'h eo er gwazhied bras hag er re nes d'ar galon. War gemm emañ hervez prantadoù ar c'halongor, uhelaat a ra e-kerz ar sistol ha tremen dre un uc'hegenn (gwask sistolel pe uc'hek (sl. pression artérielle).
Arouez kentrat kenan eus isvoll ar porzhier, anezhañ ur bos e-par parzh kleiz an argreuzenn. Ar c'hoeñvadur-se, gwevn pe wevnoc'h ouzh an teuta, a steuz hag a zinod en-dro hep amdonnegad eus ar speur. Devoudet eo gant un andag tantek eus speur ar stomok.
Nerzh oc'h anadiñ e gwiskadoù gorre al liñvennoù a zeu dezho, dre berzh ur c'henstaladur dibarek eus o molekul, perzhioù leteñvel ouzh re ul lienenn wevn. An kez nerzh zo kenfeuriek ouzh σ ar ar gwezhiader tennder gorre (dre ledanviñ e lavarer “tennder gorre” hepken), naouus d'al liñvenn, dewerzhet e J.m -2 pe e N.m -1 , eleze e c'haller lavarout ez eo σ ur gremmder gorreel, pe un nerzhder regel. ur gremmder gorreel, pe un nerzhder regel.
une action spécifique, adéquate, résolvant la tension, ur gwered spesadek, kevazas, o tiren an tennder (sl. ACTION SPÉCIFIQUE) ; [le désir inconscient] sa tendance à la réduction absolue des tensions, [ar c’hoant diemouez] e duadur da beurgoazhañ an tennderioù (sl. AGRESSIVITÉ) ; il tend à obtenir un bénéfice économique, une diminution de la tension, luskañ a ra da ziraez gounid armerzhel, da goazhañ an tennder (sl. BÉNÉFICE PRIMAIRE ET SECONDAIRE DE LA MALADIE) ; le besoin, né d’un état de tension interne, an ezhomm, ganet eus ur stad a dennder diabarzh (sl. DÉSIR) ; Breuer s’attache à définir une forme d’énergie potentielle présente dans le système nerveux qu’il nomme “tension nerveuse” […], e klask Breuer termenañ ur furm a c’hremm barrek bezant er reizhiad nervel hag e ra anezhañ “stennadur nervel” […] (sl. ÉNERGIE LIBRE — ÉNERGIE LIÉE) ; le sujet cherche à éviter une situation conflictuelle génératrice de tension, et à trouver, par la formation des symptômes, une réduction de celles-ci, klask a ra ar gouzrec’h mont e-biou d’ur blegenn genniñvel tennderus ha, dre furmiñ azonoù, koazhañ an tennderioù (sl. FUITE DANS LA MALADIE) ; les pulsions de mort tendant à la réduction absolue des tensions, luzadoù ar marv ganto an tued da beurgoazhañ an tennderioù (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; des unités vivantes supposant un niveau élevé de tension, unvezioù bev dezho ur rez tennder uhel (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; la sensation de tension serait en rapport avec la grandeur absolue de l’investissement, a-geñver e ve santadur an tennder gant braster dizave an annodad (sl. PRINCIPE DE PLAISIR) ; son but est de supprimer l’état de tension qui règne à la source pulsionnelle, e bal eo lemel ar stad tennder a zo en e andon (sl. PULSION) ; une tension interne à laquelle l’organisme ne peut échapper comme il échappe aux tensions externes, un tennder diabarzh na oufe ar bevedeg tec’hout dioutañ evel ma ra eus an tennderioù diavaez (sl. SOURCE DE LA PULSION).