Preder
découpage techniqueshooting script, shot breakdown, screenplay, breakdowndastroc'h g.-où lenadur, dihaeziñ lenadur ― Geriadur ar mediaoù
  • ~ # script shooting script, script lenditour g.-où
  • ~ avec dessins ou croquis, scénarimage story board lenditour treset, lendres g.-où
  • ~ d'une scène tramline dihaeziñ un niñvenn
dessin techniquetresañ kalvezel ― Geriadur ar jedoniezh
immunodiffusion : technique d'∼immunodiffusion, gel diffusionkalvezder hangaeskignañ ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn arglask ha dezventañ un antigen en ur gwadveiz, dre lakaat war wel reizhiadoù antigen-antikorf dre zierc'hiñ en ur metoù gelekaet ; mar revez an antigen er gwadveiz, pa zegaser hemañ e diastok ur metoù gelekaet (geloz) intret gant an antikorf keñverek, e tinod un dierc'had o skignañ dre ar geloz en ur furmiñ regoù dierc'hiñ el lec'hioù ma vez ar c'henfeur azasañ etre bec'hioù ketep an antigen hag an antikorf, o pourchas dre se an araez da briziañ feur an antigen er gwadveiz.

Mandel : technique de ∼ ◊ ◊ kalvezder g. Mandel ― Geriadur ar vezekniezh

Muzul an amzer ret da zistro ar gorvez godel goude un tredanfraouaat herrek (120-150/s) arloet e-doug 30-60 s dre araez ur sont dodet er c'hentez dehou e kefin ar god ; hiroc'h eo ar pad etre dibenn ar fraouadenn ha distro korvez piaouel ar god pa vez darallet hemañ.

Mowlem-Jackson : greffe ou technique de ∼Mowlem-Jackson graft or procedureimboud g. pe araezad g. Mowlem Jackson ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder imboudañ embreget war an devidi a-vras, anezhañ pebeilañ bandennoù 1,5 cm led kroc'hen unanien hag unspesadien ; teir sizhun goude an oberatadenn emañ ezvevennet an imboudoù unspesadien e gounid un epitelienn evodet eus an imboud unanien.

procédé mnémo- techniquekouneiad g. -où ― Geriadur ar jedoniezh
Rashkind-Miller : technique de ∼Rash-kind-Miller procedurekalvezder g. Rashkind-Miller ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder kalonouriezh wezhiadennel o krouiñ ur c'hehentad etrekentezoù goustegus e kalonanaezioù ganedigel dulaseiat 'zo.

rosettes : phénomène ou technique des ∼rosette formationanadenn ar rodigoù pe kalvezder ar rodigoù ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder o kevaraezañ lakaat war wel paradur antikorfoù e par ar c'helligoù ouzh o borc'hañ (kelligoù limfoidel : immunokit). An kez kelligoù o vezañ lakaet e diraez an antigen, zo hangaeet outo ar gouzrec'h, en dazglud. Pa vez luniek an antigen (kelligoù ruz, da skouer) ez emstal e kurunenn en dro d'ar c'helligoù borc'her antikorfoù. Al lunioù-se e rodigoù zo spesadek eus an antikorf studiet : ne anadont nemet e diraez an antigen keñverek. — Gant an den, daou zoare eus kalvezder ar rodigoù a gevaraez diforc'hañ an daou seurt limfokit : 1° hini ar rodigoù emdarzh a ro tu da hennadiñ al limfokit T o tazgludañ en dro dezho, hep hangaeadur a-rakwez, ar c'helligoù ruz deñved ; pa vez herrek tre an dazgwered e vez graet anezhañ rodig E oberiat ; 2° kalvezder ar rodigoù hangaeel a zezverk a-ziuz al limfokit B a c'hronn en dro dezho ur gurunenn a gelligoù ruz allevek goloet gant antikorfoù antieritrokit ha gant klokaenn : evit gwir, al limfokit B zo warno ur buzer en araez da lenañ kedrann C3 ar glokaenn.

Sones : technique de F. ∼Sones's procedurekalvezder g. Sones ― Geriadur ar vezekniezh

Argerzhad kurunerluniñ diuzel ma 'z eo ebarzhet ar sont dre dalmerenn ar vrec'h dehou, goude bezañ he diguzhet.

Strauss : technique de ∼ ◊ ◊ kalvezder g. Strauss ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad amkanet da andalañ pad an tredanren god-kentez, diwar-bouez jedadurioù kemplezh. Diazezet eo war zelankadur, dre araez ur sont tredanfraouaat dodet er c'hentez dehou e kefin ar god, eus dreistsistolioù kentezel koublet (un dreistsistol devoudet gant ur sistol emdarzh) ha diazezet eo ivez war vuzulioù graet pa verraer tamm ha tamm an entremez a zisparti an dreistsistol devoudet diouzh ar sistol kent (sl. sinus : maladie du , Mandel : technique de , Mandel : technique de ha Narula : test de ha Narula : test de ).

technique ― Geriadur ar stlenneg
  • ―de résolution de problèmes kalvezerezh diskoulmañ ar c'hudennoù [heuristique : méthode &]
  • ―permettant de mettre en œuvre la communication entre processus kalvezder a zo e amkan engwezhiañ ar c'hehentiñ etre argerzhioù [boîte aux lettres]
  • les ―s de simulation kalvezderioù an darvanañ [simulation]
  • ensemble de ―s statistiques teskad kalvezderioù stadegel [analyse de données]
  • ensemble des ―s de traitement de l'information documentaire hollad ar c'halvezderioù keweriañ ar stlenn teuliadurel [documentation automatique]
  • ensemble des ―s permettant d'étudier le comportement futur d'un système bodad ar c'halvezderioù o talvout da studiañ monedigezh da zont ur reizhiad [simulation]
  • ensemble des ―s permettant la conception et la mise en œuvre de dispositifs destinés à se substituer à l'homme hollad ar c'halvezerezhioù o talvout da ergrafañ ha da werc'hennañ an ardivinkoù o kemer lec'h an den [robotique]
  • ensemble des théories et des ―s qui concourent à la sécurité des transmissions bodad an damkaniezhoù hag ar c'halvezerezhioù o kendeurel da ziogelroez an treuzkaserezh [garantique]
  • utilisation en mode dialogué des ―s graphiques arverañ ar c'halvezderioù kevregañ er mod emzivizel [infographie interactive]
techniquekalvezerezh g. ― Gervaoù skiant
technique ― Geriadur an armerzh
  • adjectif kalvezel
  • (attitude, caractère) kalvezek
  • chômage technique dic'hwel kalvezel
  • conseiller technique kuzulier kalvezel
  • incident technique teukad kalvezel
  • services technique gwazrannoù kalvezel
  • terme technique termen kalvezel
  • féminin kalvezder g. ; kalvezerezh g.
  • technique de production kalvezerezh kenderc'hañ
  • techniques de traitement (informatique) kalvezderioù keweriañ
  • technique de vente kalvezerezh gwerzhañ
  • technique d'information kalvezder stlennañ.
techniquekalvezerezh g. ― Geriadur ar fizik
techniquekalvezel ― Geriadur ar fizik
techniquekalvezerezh g. -ioù, kalvezder g. -ioù ― Geriadur ar verdeadurezh
technique (adj)kalvezel ― Gervaoù skiant
technique (particulière)kalvezder g. –ioù ― Gervaoù skiant
technique (particulière)kalvezder g. -ioù ― Geriadur ar fizik
technique (procédé)kalvezder g. -ioù ― Geriadur ar jedoniezh
Technique active.aktive Technik.active technique.kalvezerezh oberiat. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Teskad kalvezderioù erbedet gant Ferenczi : en tu all d’an dieuladurioù, e ro an elfenner gourc’hemennoù ha gourzhiunadoù d’an elfennadour da-geñver ersavioù arreadek e-barzh ar gur pe er-maez anezhi pa zegasont boziadoù en araez da skoilhañ ar c’hounaat hag araokaat ar gur.

Dave a ra Ferenczi da Freud e-unan pa hañvale terriñ reolenn an emvirout oc’h enderc’hel an arureion, en un ampoent eus o elfennadur, da dalañ ouzh ar blegenn arureiat.

Kentañ prantad ar c’halvezerezh oberiat eo hini ar gourc’hemennoù, a zo o fal treuzfurmiñ al luzadennoù arvoustret en ur boziadur diskelat hag ober anezho furmadurioù emouez. An eil prantad a c’hoarvez a c’hourzhiunadoù o tougen war ar furmadurioù-se : gouest eo neuze an elfenner da zestagañ ar realoù hag ar c’hantaezadoù lakaet a-wel er prantad kentañ ouzh plegennoù eus ar bugelvezh.

Er c’hontrol d’an hentenn gatartek (sl. CATHARTIQUE) ma vez diflukadur an eñvorad o teren un erwezhiad from, an hentenn oberiat, o tevoudañ ur gweshaat hag erzerc’hadur ar c’hantaezad, a aesa da zistro an arvoustred. “Bez’ e vez marteze endalc’hedoù mabanvezhel na c’hellont ket bezañ daskounet, hepken dazbuhezet.”

technique statistiquekalvezder stadegel ― Geriadur ar jedoniezh
TECHNIQUE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

technique de psychothérapie des psychoses, kalvezder-bredkurañ ar psikozioù (sl. MATERNAGE) ; on pourrait se demander si la technique projective ne suscite pas de façon élective la projection du “mauvais” au dehors, en em c’houlenn a c’haller ha ne ro ket kalvezder an ervannañ an dro da ervannañ pezh a zo “fall” da gentañ-holl (sl. PROJECTION) ; ensemble de procédés techniques, teskad kalvezderioù (sl. TECHNIQUE ACTIVE) ; la première phase de la technique active est celle des injonctions, kentañ prantad ar c’halvezerezh oberiat eo hini ar gourc’hemennoù (sl. TECHNIQUE ACTIVE).

voûte dermique : technique de la ∼dermal vault techniquekalvezder g. ar volz derm ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder bronnatelviñ arveret da zereizhañ ar bronnusventoù hag ar bronnislinkoù, o c'hoarvezout eus : 1 diepidermadur trorodenn ; 2 dazbid kantek reñver ar wagrenn e par talbenn don ar vronn ; 3 spegañ ribl uhelañ ar rodenn, ha krouiñ ur volz o stabilaat ar vronn ; 4 dastum dindan ar rodenn an ec'honenn o chom eus ar wagrenn. Gant seurt kalvezder e vez doujet da wazhiedadur beg ar vronn, pezh zo kevaraezus d'e stalañ en dibenn war run ar vronn.

Waldhausen : technique, opération ou aortoplasie de ∼Waldhausen's operationoberatadenn b. Waldhausen ― Geriadur ar vezekniezh

Gwezhiadenn amkanet da barraat ouzh isvoll ganedigel hir strizh an aortenn, gant un tachad isweek ledek. C'hoarvezout a ra a aberzhiñ an dalmerenn endan-drebez kleiz evit arverañ ar rann nezek anezhi dre he eilplegañ war strizh an aortenn war-benn dewerc'hañ un aortennatelviñ ledanaat hep amoug a zafar osodel .