Mod adeiladezh a rizh ogedel pe a-wezenn ma tegouezh a-varead gant pep kellig ul lod stlenn digant ar c'helligoù amezek.
Trouz sec'h, parchek, trebad, klevet etre eil ha trede trouz ar galon (stlak dibenn-sistol pe mezsistol, Gl. clic télé- ou mésosystolique) ; naouus d'ar skortedoù mintrek leiek dre volzennad an trapig mintrek.
Kementad gwad erlusket dre bep argrezad eus ur c'hofig kalon ; da geñver pep sistol e tiflistr pep kofig etre 70 hag 80 mL gwad.
Kementad gwad erlusket da geñver pep argrezadenn eus pep kofig dre vetr karrez eus gorread ar c'horf ; ent reol etre 30 ha 50 mL.
Keñver etre ar gwask talmerel a-sistol muzuliet e par an ufern ouzh an hini muzuliet e par ar vrec'h, sellet evel reol etre 0,55 ha 0,90 ; dindan 0,55 evel azonus d'ur skorted talmerel en izili traoñ.
1 Devoudet gant ar sistol, da skouer : sourr sistolek. 2 A-zivout ar sistol.
T
Ec'honad ar gwad diflistret gant pep kofig da bep sistolenn e - barzh an aortenn pe gef ar skevent.