Anv roet d'ar san dalmerel pa gemer perzh en amred trogorfat dre ma 'z a uheloc'h ar gwask en dalmerenn skevent eget en aortenn da heul harzder an talmerennigoù skevent ha, dre se, ma vez skoevet ar gwad anoksigenet etrezek an aortenn a-ziskenn.
Muiadur ar gwask e-barzh rouedad talmerennoù an amred bras ; e 1999, gant Aozadur Bed ar Yec'hed, ez eo bet rummet liveoù an uswask hervez tri derez : I (140/150 mmHg evit ar gwask sistolel – 90/99 evit ar gwask diastolel), II (160/179 – 100/109), III (> 180 – 110) ; e dianlen an uswask e tarvez aliezik klopennadoù, strafuilhoù skiantennel leiek, glazoù an eizhaennoù hag, a-wechoù, rouestladoù grevus : darvoudoù gwazhiedel an nerveg, skorted ar c'hofig kleiz, skorted al lounezh ; ar furm liesañ eo an uswask hennadek ; dibaotoc'h e vez furmoù eilvedel d'ur gammneuziad (goudag an aortenn), d'ur pistriadur (regalis, simpatikomimeteier), d'ul lounezhad (parenkimatus pe wazhiedel) pe d'un uslounezhennad.
Anaez naouus dre un dispuilhad plakadoù eritematus persvouk warno gourc'hennoù munut, kevret gant arzostoù, terzhienn, asikted ha treutadur, lec'hiadurioù liesel er flugez : lounezh, kalon (sl. syndrome de Libman-Sacks), nerveg, krezoù-skevent, teskad anafoù oc'h anataat reizhiadelezh ar c'hleñved ; hiziv e renker al lupuz e-touez ar c'hleñvedoù unanhangaeel, ar c'hleñvedoù a 'n hangaegemplezhioù hag ar c'hollagenozioù ; dre ar c'hortikoidoù hag an hangaeastalerioù e c'hevenner dedro ar c'hleñved hag ez ampeller an andizh.
Deanvad arzaeladus pa venne da gentañ aroueziñ kleñvedoù o tizhout ent hanbarek holl elfennoù ur reizhiad (reizhiad retikuloendotelel, reizhiad limfoidel, gwiad kenglenel) ; en devoud, ez erdal un teskad anaezioù daskevarall (lavaret a-wechoù foel anspesadel) n'eus a voutin kenetrezo nemet demerded o arbennelezh : lupuz eritematus lemm strewek, kleñvedoù ar c'henvelloù (liesarzfo henek yaouerel, kleñved Still an oadourion), ar c'hroc'hen (skleroderma, dermatomiozit, azoniad Shulman, azoniad Gougerot-Sjögren), ar gwazhied (gwazhiedfo allergek), kleñved Behçet, kleñved mareadek.
1 A-zave d'ur reizhiad pe da elfennoù parzhiat en un reizhiad. 2 A-zave d'an amred bras, d'ar c'horf en e bezh.