Teskanv Sz. Short-ear, Skeletal dysplasia, Short stature, azoniad kammneuziadel dibaot kaer, treuzkaset er mod aotozomek enkilek, o kevrediñ korrded, ezvezañs ar padelleg, klopennisvoll, kammviziegezh, korrskouarnegezh daoudu ha korravenegezh.
Klañvadur o naouiñ dre ar gourwad dassavel hag ar c'hwezusvorc'h en eizhaennoù (treid ha daouarn dreist holl), o teraouiñ er vugeliezh, o vuiaat er gaezouregezh hag o tistav en oadouriezh ; anezhañ un antant korrwazhiedel na anavezer ket an arbenn anezhañ.
Darvoud nervel (trolern, fallaenn, barrad droukfell, marv trumm) diwar ur grezvarr eus ar c'halonistead pad.
Erwezhioù anspesadel ar bevedeg ouzh ur c'heuziad (daraez, regas, oksigenisvec'h, pore, pistriadur, skinata, h.a.) ; tri lankad a zeskrivas Selye : 1) an erwezh arfroù, ouzh e ober ar bleuz hag an erwezhioù enepbleuz kentañ, 2) ar stad herzel, hiroc'h, ma striv ar bevedeg da emazasaat dre greñvaat e zifennoù, 3) ar stad diviañ oc'h echuiñ gant ar marv.
Naoued ar bugel, anezhañ kevreted ur borrder muiek hag ur mideñv ganadel (paouez diorren organoù ar genel) diwar un anaf eus ar c'hougorfenn.
Azoniad nervel, seizi peurliesañ, o c'hoarvezout a strafuilhoù diforc'h en eil ledkorf hag en egile : e tu an anaf, tizhadur un pe lies nervenn a-glopenn, en tu enep, tizhadur ar forzhioù hir (ledseizi, ledaneraez, ledazoniad ilpennel) ; er c'hef empenn e vez loet bepred anaf raklenat an azoniadoù dastuat, ha merket e vez live an anaf gant an nervenn a-glopenn tizhet
Borc'hañ laezh hag ezvezañs ar mizioù hirbad gant ur vaouez goude gwilioudiñ pe hep keñver gant ar vrazezded, diwar ar reñver prolaktin.
Azoniad o vodañ ar mineuzid (enkrez, brouezusted), an digasted kantaezel, ar gouvid hag an disleberad kefredel, o revout e dianlen an drammgaezhioù henek (sl. athymhormie).
Teskad an azonoù devoudet gant ar yoc'hennoù sezet e poull adreñv ar c'hlopenn en aspleg etre ar pont hag an ilpenn.
Furm gevenkez kalon e rezh barradoù laurioù grizias, emdarzh, hir, o c'hoarvezout lies gwech bemdez ; naouus er c'halonvarrwezad dre un dreistuheladur muiek ha dibad eus an arroud ST ; ur wech diwar deir e tedro ar furm-mañ d'un angwazhiad a 'r c'haher kalon.
Steuz arc'hwelioù pluskenn an empenn da heul un daraez peurliesañ, pe ur pore ; azonet eo dre ar c'homa defraouek, an ustant, ezvezañs ar fiñvoù emdarzhek.
Seizi eus nervennoù loc'hañ al lagad kevret gant tizhad an nervenn oftalmek hag an nervenn weled e dianlen ur yoc'henn (ur meningiom peurliesañ) evodet diwar askell vihan ar genneg.
Kleñved tredizhus ha darreuziat ar bioù, devoudet gant ur viruz, naouus dre zispuilhadoù aftoù war glaourgenn ar genoù hag an tevezioù ; treuzkasadus eo d'an deñved, d'ar c'hon, d'ar moc'h ha, dibaot kaer, d'an denion ; gant ar re-mañ e vez kuñv ha tizhout a ra ar genoù, an daouarn hag an treid.
Anvad rumm strafuilhoù ar gwenterezh o c'hoarvezout er c'housked : anal trovezhiek, astaloù analañ, harzanaloù marvus, a-wechoù a zevouderezh nervel, peurliesañ dre steviadur (drekkouezh an teod) ; pennañ elfenn azoniad Pickwick eo an harzanaloù kousked.
Azoniad o tarvezout trumm gant ar vaouez vrazez e mizioù diwezhañ ar vec'hiegi pe e-kerz ar gwentloù, naouus, ent klinikel dre ul laur kof, gwadliñv ar grozh, ur frapad uswask talmerel, ur bleuz, proteinvec'h en troazh, ent neuziadurel dre ur gwatoñv o tifloskañ an dorzhienn diouzh speur ar grozh ; grevus kenan eo an erdeb evit ar grouell, grevus evit ar vamm dre benn ar gwadliñv hag ur riskl a varvenn a 'l lounezhi.
Hervez an aozerion ez eo an azoniad-mañ par pe d'an diazveted kantaezel (immaturité affective) naouus dre vugelegezh ar realezh, an ezhomm bezañ gwarezet, an diouer emrended, pe d'an negez kantaezel (carence affective, A. & M. Porot), pe d'ar gouvid gouskorel (R. Spitz, sl. anaclitique : dépression ∼ ).
Pladananaez hêrezhel heñvel e erzerc'hadur enta ouzh miweredoù an aspirin : naouus ent vevoniel dre an divig kiklooksigenaz, ent klinikel dre ar gwadliñvoù.
Anaez hêrezhel o c'hoarvezout eus un azoniad nervel (ankedre ilpennel, azoniad ampikernennek, fiñvoù koreatetozek, direizhoù fiñval an daoulagad), kevret gant usvolloù korrwazhied er gevresae pergen, strafuilhoù diorreadur ar gwagrennoù genel, poreadoù ar forzhioù analañ, marvus alies.
Azoniad o tarvezout er mizioù da c'houde ur c'hilvoc'hezvenañ, anezhañ ur c'hweziñ devoudet gant ar chaokat e tachenn an nervenn blegskouarn-ividig, kevret a-wechoù gant an is- pe an uc'heraez kroc'hen ha strafuilhoù borc'hañ ar gilvoc'henn.
Azoniad deskrivet e 1943 gant Kanner evel diforc'h diouzh ar skizofreniezh, e rezh ur psikoz o teraouiñ a-raok dibenn an eil bloavezh, azonet gant an distroc'h klok diouzh an dud hag an traoù, ar jestroù bloc'heiladek hep amkan meizadus, ezvezañs al lavar (mudegezh, mouezhiadoù hep ster, drec'hluzadoù), kaouadoù konnar da geñver an disterañ direnkadur en amgelc'h, e dargemm ouzh ur veizegezh lemm hag ur c'hounerezh bras.
Azoniad bred o c'hoarvezout eus trezerc'hioù diabarzh : sevel a ra da spered ar gouziviad dezevoù na anavez ket evel e re, a vuhez evel o tont eus an amgen, o hekleviñ d'e re, ouzh o diaraogiñ, o titouriñ ar pezh emañ o vont da lavarout, d'ober, o c'hourlakaat dezhañ realoù, lavaroù, dezevoù, kantaezadoù, emanglevadoù ; alies e vez an darc'hwelerezh bred prantad deroù ur psikoz ambreel henek (sl. psychose délirante chronique).
Azoniad a stader e dibenn dedroadur ar skorted lounezh, anezhañ teskad an anadennoù devoudet gant daspugn an urea er gwad : strafuilhoù koazhadel (c'hweladoù dourek, kac'hadoù liñvel ha gwadek) ha nervel (morgud o vont betek ar c'homa, mic'hwezh Cheyne-Stokes) (sl. urémie).
Strafuilh e durc'haat diarzoug ar sell na c'hell ket erlenañ un ergorenn war fiñv endra chom bonan an durc'haat diarvenn ; a-geñver emañ hevelep azoniad gant anafoù en div dolbezenn gitern ; kevret gantañ e vez alies distresadoù a 'r gwelvaez, a-wechoù gwelandenaoud ha digenurzh loc'hadel.
Darvoud dibaot, deskrivet e 1990 gant aozerion japanat, heñvel ouzh un azoniad kurunerel lemm, o c'hoarvezout da heul ur stres gant ar maouezed goude 60 vloaz ; ar c'hofigluniñ a ziskouez anfiñv parzhioù kreiz ha kern ar c'hofig hag usfiñv an diaz — alese an anvad japanek, an tako-tsubo o vezañ ul lestr kofek arveret da besketa ar morgizhier ; anaez eiltroüs hep arlenad.
Direizh arc'hwelel an trapig mintrek : da geñver ar sistol e vez un pe an div sac'hell anezhañ o volzennañ hag o valirañ e-barzh ar c'hentez kleiz ; selaouennet e vez ouzh kern ar galon, e kreiz pe e dibenn ar sistolvezh, ur stlak berr (klik) heuliet alies gant ur sourr o testiñ ur skorted vintrek leiek ; ezreolder paot o tizhout ar maouezed yaouank, diouzañvet mat peurvuiañ.
Anaez o tizhout ar re yaouank, da azonoù dezhañ usvent ar felc'h, amwad argreskus, kirroz an avu ha torliñv.
Anaez erzerc'h adalek ar vugeliezh dre an ustroazh, ar goursec'hed, ar goulerc'h kreskiñ, usvec'h an aldosteron diwar usvorc'h an angiotensin da heul uswe kentael ar benvegadoù nes-bloueig, an alkaloz hag an dedaniezh ; klañvadur arwashaus, marvus dre zigempouez dourkevionel pe skorted al lounezhi.
Bleuz kalonien da heul ur gwezh surjianel war ar galon, naouus dre anefedusted argrezadoù ar c'haher kalon hag ar gwazhiedstrishaat dianlen o tevoudañ ul leiadur eus ar c'has gwad, an iswask talmerel hag an uswask gwazhiennel a-greiz.
Liv an arem oc'h anadiñ war groc'hen, gwadveiz ha troazh an nevezc'hanidi lakaet en ardizh ar skinoù dreistmouk da geñver prederiadur ur gwadusvec'h bilirubin digraf, o steuziañ pa baouezer al luc'hgurañ.
Klañvadur ar baotred yaouank stadet e rannbarzh reter diazad ar Mor Kreiz hag e Japan, anezhañ kevreted tri stroll azonoù : aftoù genaouel, aftoù ganadel, anafoù lagadel (gwazhiedsaefo, tolgennkornsaefo) ; dedreiñ a ra afrapadoù a-hed ar bloavezhioù ; dezhañ erdebadoù grevus : dallentez, rouestladoù nervel marvus ; dianav eo an arbenn anezhañ.
Seurtad isteñv a 'n div nervenn weled, familhel a-wechoù, o teraouiñ er vabaniezh ; kevret alies gant ar ferennlug ganedigel, un azoniad pikernennek, an ankedre hag an dilerc'hegezh vred ; treuzkaset e vez peurvuiañ er mod enkilek.
Dedro argammedek un ezaouiñ amzerel-egorel, un anlenn, un anskriv egorel hag elfennoù all eus an andenaoud gweledel, gant ur gouziviad hep azonoù envedi hag emouez ouzh e strafuilhoù ; ar skeudennerezh a laka war wel isteñv daoudu ar bluskenn gilpenn-kitern ha kilpenn-ividig.
Kreuad henek talmerennoù ar gazel hag ar vrec'h gant ar c'houziviaded o vale war vranelloù kazel.
Anvad stroll arveret da venegiñ al lagadseizioù etregronnel diaraok ha diadreñv.
Gwadisvec'h natriom e dianlen an dizolc'hiñ devoudet gant euvriñ bier a-fonn ; kevret gant usvec'h dour ar c'helligoù ha gant strafuilhoù nervel ha bredel.
Barradoù gwazhiedloc'hadel (gwridadoù) en dremm o tedreiñ alies war goueled un dulas padek ha kevret a-wechoù gant trec'hwezh hag enkrez ; c'hoarvezout a reont da heul ar borc'hadur gant yoc'hennoù karkinoidel ar vouzellenn voan eus ar c'hallikrein o tevoudañ gwadusvec'h ar bradikinin hag ar c'hallidin (sl. bradykinine, carcinoïde, kallicréine, kallidine).
Azoniad o kevrediñ seizi bloc'hel santadel-loc'hadel an nervenn drigevell (aneraez ar gornsae ha tiriad nervennoù an divaven, iseraez tiriad an nervenn oftalmek, seizi ar chaokat), seizi nervennoù loc'hañ al lagad (nervennoù aglopenn VIt, hag a-wechoù IIIe ha IVe), tizhadur an nervenn simpatek trogarotidel (azoniad Claude Bernard-Horner) ha nervenn vras ar garregenn (daeraouiñ) ; azoniad peurliesañ e dianlen un darvoll eus parzh enklopennel ar garotidenn diabarzh.
Azoniad a arzoder d'un anaf er gronn a-rakkambr kostezel (gronn Deiters), ouzh e ober un nistagmuz emdarzh a-zerc'h pe a-c'hwel, strafuilhoù ar c'hempouez gant tugorzhañ, gwariañ ar bizied yod war gostez an anaf, bouzarded a-wechoù .
Anaez dibaot, diazon, dinoet dre ar skinluniñ, naouus dre ar vezañs, e-barzh ur c'hist a 'l lestr lounezh pe e-barzh kavenn ul lounezhfoeñv, eus un danvezenn liñvel enni strinkennoù halioù kalkiom en arlug.
Ledandag an dremm gant ledseizi a-eiltu, azonus d'un anaf e lodenn draoñ ar pont e tu an andag.
Azoniad diwar un anaf en un hanterenn eus ar mel, naouus dre ul ledtreuzseizi hag ul ledaneraez don e tu an anaf hag ul ledaneraez stokadel, laurel ha gwrezel en tu all ; e bevenn uhelañ an tachad seizet e vez, e tu an anaf hag a live gantañ, ur riblenn aneraez stokadel dindan ur riblenn uc'heraez.
Anaez dibaot o c'hoarvezout ent neuziadurel eus steviad gwazhiennoù an avu (hag alies ar wazhienn gav izelañ) diwar un tromboz (kleñved Vaquez) pe ur yoc'henn yud en avu pe el lounezh, ent klinikel eus poanioù kof, usvent an avu hag ar felc'h, uc'hamred gwazhiennel endan-groc'hen, gouliñvoù (torliñv) hag a-wechoù ikter.
Hollad an arouezioù diwar dizhadur al luniadoù diseurt a ya d'ober an hirvel, anezho direizhoù loc'hadel ha santadel, a-eiltu peurliesañ, ha peluzoù agendu an nervennoù a-glopenn.
Azoniadoù diwar voukadur kostezel an hirvel a orin talmerel, anezho ul ledseizi dastuat, ul ledazoniad ilpennel a-gendu ha direizhoù loc'hadel ha santadel a-eiltu en izili.
Azoniadoù diwar dizhadur lodenn adreñv an hirvel, anezho seizi an nervennoù a-hirvel (Xt, XIt ha XIIt nervenn a-glopenn) e tu an anaf.
Seizi dastuat diwar dizhadur parzh diaraok an hirvel (stirad pikernennek, lietenn greizel, gronn an nervenn c'houdeodel), erzerc'h dre ul ledseizi a-eiltu hebiat d'ar fas ha ledseizi an teod gant kaheristeñv.
Skorted lounezh henek diwar un nefrokalkinoz ha/pe grouanegezh razek al lounezh gant alkaloz ha gwadusvec'h kalkiom, e dianlen euvriñ reñverek ha hirbad laezh ha/pe halioù alkaliek ha razek, peurgetket da geñver mezegañ un angreizh kreuz-daouzegenn ; deskrivet e vez ur furm henek gant koc'hionadoù halioù kalkiom er gwiadoù (flugez, eskern, endan-groc'hen), ur furm lemm gant c'hweladurioù, eldroazh, asikted, morgud, dourisvec'h.
Azoniad kammeraezel a voe deskrivet da gentañ en India, anezhañ laurioù e rezh kemenerion, berioù ha dreist holl loskadurezh en eizhaennoù, war un dro gant an usdamoug, ar glazoù ha strafuilhoù ar gweled, sellet evel erzerc'had eus an negez vitaminoù B ha proteinoù.
Teskad ar strafuilhoù o c'hoarvezout en eurvezhioù goude gwaskadur kreñv ha hirbad un pe lies ezel pe ul lodenn eus ar c'horf, diwar marvennad ledek ar c'haherioù, o tevoudañ skorted lemm al lounezhi, marvus alies.
C
Kleñved dibaot o tarvezout e-kerz daou vloavezh kentañ an hoali diwar ur yoc'henn e parzh diaraok ar gouzerc'hvel, lies azon dezhañ : treutaat argammedek diwar steuz ar behin, kreskiñ buanaet, hevred, uc'hilboued ha fiñverezh reñverek.