Preder
Formation de symptôme.Symptombildung.symptom-formation.furmadur azon. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret da verkañ ez eo an azon psikoneuroz an disoc’h eus un argerzh dibarek, un dec’hwelañ bredel. Ar gudenn evit Freud oa gouzout ha furmidigezh an azon zo un argerzh diforc’h diouzh hini an arvoustrañ. A-benn ar fin e heñveleka ar furmadur azon ouzh distro an arvoustred, o welout eno un argerzh dioutañ e-unan. “Hag eñ zo unan gwikefre furmiñ an azon ha gwikefre an arvoustrañ ? Da grediñ ez eus ez int disheñvel-bras ha ned eo ket gant an arvoustrañ e vez ganet ar furmadurioù erlec’hiad hag an azonoù, ar re-mañ o vezañ kentoc’h merkoù un distro eus an arvoustred hag e dalc’h argerzhioù all.” Ent ledan, e-barzh ar furmadur azon emañ da renkañ n’eo ket hepken distro an arvoustred er stummoù furmadur erlec’hiad ha furmadur treuzvarc’had, hogen ivez ar furmadur erwezhiad.

Notañ e talvez amañ an termen furmadur, evel an Al. Bildung hag ar Gl. ha Sz. formation, koulz an argerzh ent strizh (“furmiñ, furmidigezh”) hag an disoc’h anezhañ.

frein : symptôme du ∼ ◊ ◊ azon an arouar ― Geriadur ar vezekniezh

Gorrekaat trumm ur fiñv diarvenn heñvel ouzh gorrekaat trumm bannadur ur film, anadenn stadet er skleroz strewek hag en azoniadoù ilpennel.

glossodynie (essentielle), symptôme de la langue brûlanteglossodyniateodwa g., teod losk ― Geriadur ar vezekniezh

Laur berius e rezh loskadurezh sezet en teod, pe strewek, pe kantet en ur poent, pe c'hoazh astennet da lodennoù all eus ar genoù (munsun, stavn, divweuz, komz a reer neuze eus genaouwa, Gl.  stomatodynie), hep azon all, o reuziañ e-doug mizvezhioù, hep ehan pe dre resmiadoù o padout lies eurvezh bemdez ; anaez o tizhout dreist holl ar merc'hed etre 40 ha 60 vloaz ; an efedusañ outañ eo prederiadurioù ar gouvid.

symptômeazon g. ― Geriadur an armerzh
symptômesymptom, complaintazon g. ― Geriadur ar vezekniezh

Nep erzerc'had ur stad kleñvedel, merzhet gant ar gouziviad e unan (a. dangorel), pe dizoloet gant ar mezeg (a. ergorel). An azonoù a gevaraez an deznaou. Evit aozourion 'zo ne zlefe an azon bezañ ken nemet ar strafuilhoù arc'hwelel merzhet gant ar gouziviad e unan, ar re ergorel o vezañ arouezioù.

SYMPTÔME. ― Geriadur ar bredelfennerezh

c’est exact pour le symptôme hystérique et sans doute aussi pour tous les faits névrotiques, dik eo evit an azon darfell ha moarvat ivez evit an holl zevoudoù neurozel (sl. ACCOMPLISSEMENT DE DÉSIR) ; la transposition d’un conflit psychique dans des symptômes somatiques, treuzlakadur ur c’henniñv bred e stumm azonoù kreudel (sl. CONVERSION) ; mais ce qui spécifie les symptômes de conversion, c’est leur signification symbolique, hogen pezh a ra dibarelezh an azonoù amdreiñ eo o argelegezh (sl. CONVERSION) ; dans certains rêves (rêve blanc), l’écran apparaîtrait seul, symptôme alors d’une régression au narcissisme primaire, e hunvreoù ’zo (hunvre wenn), ez anadfe ar skramm e-unan hep-mui, oc’h azoniñ neuze un argiz betek an narkisegezh kentael (sl. ÉCRAN DU RÊVE) ; formation de symptôme, furmadur azon (sl. FORMATION DE SYMPTÔME) ; des exemples privilégiés comme le rêve et la formation de symptôme, en particulier de symptôme hystérique, skouerioù brientek evel an hunvre ha furmadur an azon, an azon darfell pergen (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE).