Preder
(la) symbolique, symbolismeargeladurezh ― Gerva an brederouriezh
2.logique, logique symbolique, logistique, axiomatiquelogic, symbolic logic, logistic, axiomaticspoelloniezh arouezel, logistik, aksiomatik ― Geriadur ar stlenneg

Furm deveret eus ar boelloniezh klasel, na gemer ket sol ken war erganadoù ar prezeg boutin, met war ur bodad aksiomennoù dibabet ent tidek, endalc'het hepken da vezañ kempoell kenetrezo. E se, hervez an dibab, e c'haller savelañ lies poelloniezh, pep hini oc'h amparañ ur reizhiad darbenn-dezren dibarek.

code symboliquesymbolic codeboneg arouezel ― Geriadur ar stlenneg

Boneg oc'h ober war un dro gant kouneiadoù ha naoudioù da rezhiennañ ennegoù.

langage symboliquesymbolic languageareg arouezel ― Geriadur ar stlenneg

Areg gouleviñ oc'h ober gant un notadur arouezioù da verkañ ar gwezhiadennoù da erounit hag ar roadennoù desellet.

logique symboliquepoelloniezh arouezel ― Geriadur ar jedoniezh
logique symboliquearouezel : poelloniezh – ― Gerva an brederouriezh
programmation symboliquesymbolic programminggouleviñ arouezel ― Geriadur ar stlenneg

Mod gouleviñ ma ergrafer ha ma skriver ar goulevioù en un areg arouezel da venegiñ an niñvuzennoù hag ar c'hevreizhennoù.

Réalisation symbolique.symbolische Wunscherfüllung.symbolic realization.seveniñ argelel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Gerienn arveret gant ar vredelfennerez helvetiat M.-A. Sechehaye da envel he hentenn da vredkurañ ar skizofrened : ar pal eo dic’haouiñ ar c’hlañvour eus an disvoziadoù gouzañvet en e vloavezhioù kentañ dre glask gwalc’hañ ent argelel e ezhommoù ha dre se reiñ dezhañ an dro da ziraez an draelezh.

En droienn réalisation symbolique, réalisation a gennot ar mennoz e rank ezhommoù-diazez ar skizofren bezañ gwalc’het e-ser ar gur ; symbolique a verk e rankont bezañ gwalc’het er mod end-eeun ma vezont eztaolet, eleze en ur mod “hudel-argelel” ma vez en arun an ergerc’henn vozius (bronn ar vamm da skouer) hag an argel anezhi (an avaloù, en degouezh studiet gant M.-A. Sechehaye).

Termenañ a c’haller ar c’halvezerezh evel ur furm eus ar mammegañ, ar bredkurer o c’hoari roll ar “vamm vat” gouest da gompren ha da walc’hañ an ezhommoù genaouel gouhebet.

Ar seveniñ argelel a rank mont da gerc’hat ar gouzrec’h e par e argizadur donañ, o reiñ d’ar skizofren an tu da adsevel e ve ha da ziraez war un dro gwerc’helezh an traoù.

Notomp en deus an alamaneg troet gerienn c’hallek orin M.-A Sechehaye dre symbolische Wunscherfüllung (“c’hoantleuniadur argelel”). Diglok e hañval bezañ an termen alamanek, rak, zoken mar seller an ezhomm eztaolet gant ar c’hlañvour evel kevatal d’ur c’hoant, e talvez ouzhpenn réalisation kement ha “diraez ar werc’helezh” : dre walc’hañ e ezhommoù e tizh ivez ar c’hlañvour gwerc’helaat e c’hoant. Setu perak hon eus dibabet an termen seveniñ, a zo war un dro “gwalc’hañ (un ezhomm)”, “leuniañ (ur c’hoant)”, “gwerc’helaat” ha “traelaat”.

Sl. EXPÉRIENCE DE SATISFACTION.

symbolique ― Geriadur ar stlenneg
  • code ― boneg arouezel [―]
  • extension de la logique ― astenn d'ar boelloniezh arouezel [3.logique &]
  • langage ― areg arouezel [―] [programmation symbolique]
  • logique ― poelloniezh arouezel [conception logique] [2.logique &]
  • nom ―donné à l'information contenue dans le pointeur du dernier élément d'une liste anv arouezel roet d'ar stlennad endalc'het e poenter elfenn diwezhañ ul listenn [NIL]
  • nom ―donné à un élément d'information afin d'éviter de le désigner par son adresse anv arouezel roet d'un elfenn stlenn evit hepkoriñ he menegiñ dre he enneg [identificateur]
  • notation ― notadur arouezel [langage d'assemblage] [langage symbolique]
  • programmation ― gouleviñ arouezel [―]
  • transformation d'un programme écrit en langage ―en un programme compilable treuzfurmiñ ur goulev skrivet en areg arouezel en ur goulev kempunadus [précompilation]
symbolique ― Geriadur an armerzh
  • (sociologie) argelek
  • (informatique) arouezel
  • langage symbolique areg arouezel.
Symbolique g.Symbolische.symbolic.argelel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Hervez Lacan, unan eus tri gwere pennañ ar vaezienn vredelfennadel (an daou all o vezañ an drec’hel hag an trael, sl. IMAGINAIRE, RÉEL) : aroueziñ a ra urzh an anadennoù bred dezho luniadur ul lavar. Hervez Lacan bepred, “luniet eo an diemouez evel ul lavar”.

Freud a laka ar pouez gant an ere etre argel hag argeled, Lacan gant an ereoù etre an argeloù o-unan, gant luniadur ar reizhiad argelel — anaout a reer aze levezon Saussure hag ar strukturelourion.

SYMBOLIQUE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

l’adulte réinterprétant son passé dans ses fantasmes qui constituent autant d’expressions symboliques de ses problèmes actuels, an oadour oc’h addesteriañ e dremened diwar-bouez eriunelloù a zo eztaoladoù argelek eus e gudennoù beziat (sl. APRÈS-COUP) ; ce qui spécifie les symptômes de conversion, c’est leur signification symbolique, pezh a ra dibarelezh an azonoù amdreiñ eo o argelegezh (sl. CONVERSION) ; le rejet primordial d’un “signifiant” fondamental […] hors de l’univers symbolique du sujet, an distaol kezivik eus un “arouesaer”-diazez […] er-maez eus bed argelel ar gouzrec’h (sl. FORCLUSION) ; établir entre le thérapeute et le patient, sur un mode à la fois symbolique et réel, une relation […], lakaat diwanañ etre ar bredkurour hag ar gouziviad un darempred, er mod argelel koulz ha trael […] (sl. MATERNAGE) ; l’emploi de ce terme souligne le rôle joué par le pénis dans la symbolique intra- et intersubjective, ez arverer an termen da bouezekaat ar roll c’hoariet gant ar c’halc’h en argeladurezh en- hag etregouzrec’hel (sl. PHALLUS) ; significations liées à la fonction de défécation […] et à la valeur symbolique des fèces, euladoù a-zalc’h ouzh arc’hwel ar c’hac’hout […] hag ouzh argelegezh ar c’haoc’h (sl. STADE SADIQUE-ANAL) ; au stade anal, des valeurs symboliques de don et de refus s’attachent à l’activité de défécation, er bazenn fraezhel, ez eus un argelegezh reiñ ha nakat a-zalc’h ouzh an oberiezh kac’hout (sl. STADE SADIQUE-ANAL) ; la structure du système symbolique, luniadur ar reizhiad argelel (sl. SYMBOLIQUE).