Strafuilh e kennevid ar glukid a-geñver gant un divig insulin pe gant un harzusted ouzh an insulin, o tevoudañ yoc'hadur ar glukoz er gwiadoù ; alies e vez kevredet direizhoù eus kennevid ar protid hag al lipid ; ent klinikel, eo pennañ azon an diabet c'hwek ar gwadusvec'h glukoz war yun ha/pe goude pred (a-getep, dreist 7 hag 11,1 mmol/l pe 1,26 ha 2 g/l hervez Aozadur Bed ar Yec'hed) ; hiziv e tiforc'h an destladur etrevroadel tri rizh diabet c'hwek : 1) an diabet a rizh 1, olinsulinel hag insulinrankus (DIR), a stader peurliesañ gant ar re yaouank (diabet yaouerel, treut, krinus) ; an arbenn anezhañ eo an anvorc'h insulin e dianlen an distruj gant unanantikorfoù eus kelligoù β enezigoù Langerhans en ilgreiz, eleze dre berzh ur c'hleñved unanhangaeel darvezet da heul ur poread viruzel ; 2) an diabet a rizh 2, ar paotañ, o tizhout an oadourion (diabet oadourel, lart), nad eo nag olinsulinel nag insulinrankus (DIAR) ; hag eñ borc'het reol, e vez an insulin kendouezet fall gant ar c'helligoù buzer ; 3) aozerion 'zo a renk en ur rizh 3 an diabetoù eilvedel (d'un ilgreizfo, da gleñved Cushing, d'an hemokromatoz, d'un diounit kortikoidoù, h.a.) hag azoniadoù hilel (sl. antidiabétique, biguanide, coma diabétique, Cushing : maladie de ∼, glycémie, glycosurie, hémochromatose, insuline, néphropathie diabétique, neuropathie diabétique, glycémie, glycosurie, hémochromatose, insuline, néphropathie diabétique, neuropathie diabétique).
An termen brezhonek fars a arverer evit lies darevad diwar vleud, aes da brientiñ er gêr. Diforc'hañ a reer boas tri seurt fars : a) Ar farsoù sac'h, en o zouez ar fars bruzunok diwar gwinizh du, ar fars daou sac'h – unan diwar ed du hag egile diwar gwinizh –, ar fars hanter-hanter, daou hanter, ar fars gwad (tost d'ar wadegenn alies), ar fars turkig, ar fars pod, h.a. b) Ar farsoù poazhet er forn pe en ur gokellenn, da skouer ar fars avaloù prientet gant jelkennoù avaloù hag ur banneig lambig, ar fars forn lakaet en ur c'has da boazhañ, ar fars oaled, h.a. c) Ar farsoù graet buan diwar vleud, riz, avaloù douar er billig, er gaoter, er pod. En o zouez, menegomp ar fars buan poazhet war ar baelon ha fichet dizehan (a se ivez an anv fars turiet, fars pillig, fars pitillig), ar fars fritet prientet diwar jelkennoù fars sac'h. Na ankouaomp ket ivez fars breset Bro-Leon diwar gwinizh, sukr ha vioù, anvet ivez fars gwasket e lec'h all.
Diholozid bezant el laezh, ec'haozadus e glukoz ha galaktoz (sl. holoside).
Seurtad laoskuzennoù flour, an anhegusañ e vent, o werediñ dre araez an treleizhiñ, evel ar glikerin, ar mel, kreudenn an tamarin, ar sabr eus gwez 'zo (onn, skav gwrac'h).
Er yezh voutin e talvez sukr kement ha sakaroz ha, ledanoc'h, glukid (an heterozidoù lakaet er-maez). An eil termen — sukrenn — a arverer evit ober anv eus an ozioù (sukrennoù eeun) hag eus an holozidoù ha poliozidoù, amparet gant ozioù nemetken.