Un hauban qui a subi une surtension peut présenter des marques de striction, c'est-à-dire que quelques torons ont été allongés au-delà de la limite élastique et ont subi une déformation permanente.
War un obank chomet dindan ur sach re vras e c'hell c'hoarvezout muniadoù, eleze hiraet eo bet un nebeud gorioù dreist an harz dastenn ha distummet dizistro.
War an hevelep sterva e kaver ivez isvoll, enkadur, strishadur, strishaenn, strizhenn. Un tag zo un isvoll, ur strishadur kleñvedel eus un organ, da skouer er c'herienn gwalenn dag Gl. anneau de striction arveret evit ar stomok, an treizer, ar c'halc'h, h.a.